Diamp' d'ober anaoudegezh gan ur kaner hag zo bet plonget ba c'hultur Punk : Gwenaël Kere. Hiri e kontey diamp' un tamm deus e istor gan ar c'han hengounel. Yian a displegey ivez pesa mod 'neus komanset de gano gant ar strollad Les Ramoneurs de Menhirs.
Musik : Katell Kollet - Ar Paotr Libertin - Hanter dro / Les Ramoneurs de menhirs - Hir ew geniñ
Sylvain Nignol a Vubri a goaja deomp diàr ar c'hours pa oa ba Bugale Melrand. A re-se o deus voyajet passabl, en Euskadi, bro Iwerzhon ha betag China !
Sylvain en deus groet ur lodenn ag e studioù e Roazhon met na sot e oa get an dañs, eñ a zistroe da Vubri da zañsal bep sizhun.
Foto : https://bugale-melrand.org
Ni zo vont da selaou ar lodenn zevezhañ get Mael Granig diàr-benn e dachenn menn e tesava roñsed. An dachenn-se a oa kani e iontr e-raok, met gozik a verped eo bet en e familh. Eñ a ziskouezha deomp hiriv menn 'troa ar mammoù-kazeg, just e-tal ti e dud-ku !
Mael Granig zo kelennour e brezhoneg, e-raok e laboure en douristelezh. An dra-se zo kaoz oa un tammig souezhet e familh p' en deus prenet tachenn e iontr ewit desevel roñsed get e vouez Sylvia ! Eñ a ziskouezha an dachenn deomp ba Tavarn Kreiz Mintin !
Foto : https://www.lesterresgwazhell.com/
Terres Gwazhell eo anv tachenn Mael ha Sylvia Grainig. A-verped eo bet an dachenn-mañ e familh Mael. E-raok e oa saout-laezh àrni met Mael ha Sylvia o deus lakaet en o sojñ desevel roñsed ! Mael a gaoja deomp hag o micher.
foto : https://www.lesterresgwazhell.com/
Ni zalc'ha hiriv da vizitañ tachenn Mael Granig, menn 'tisava roñsed. Get e vouez Sylvia o deus ur pañsion ivez ewid ar loñned bras-se. Mael tisplega o micher hag ivez an termen spontus pa zo bet roñsed bloñset un tammig partoud ba Frañs 2 vloaz zo...
Foto : © Les Terres Gwazhell
https://www.lesterresgwazhell.com/