2 vunutenn evit kompren

Radio Kerne

Liamm eilet er golver.

2vn evit kompren penaos e teu ar greunoù mais da bopcorn

2vn evit kompren penaos e teu ar greunoù mais da bopcorn

13/04/2023

Evit fardañ popcorn eo aes, em 'po deus ur gastelodenn, eoul ha greunoù mais. Lakit an eoul da dommañ er gastelodenn ha taolit ar greunoù mais. Hag an dra pouezusañ marteze : goloit ar gastelodenn evit mirout d'ar popkorn aloubiñ ho kegin ! Met n'eo ket 2vn evit kompren ur gronikenn kegin, amañ 'maomp evit kompren penaos e teu ar greunoù mais bihan ha kallek da bolotennouigoù un tamm blot !


2vn evit kompren perak ez eus un niverenn war gwerennoù ar c'hantin ?

2vn evit kompren perak ez eus un niverenn war gwerennoù ar c'hantin ?

13/04/2023

Setu unan eus c'hoarioù ar vugale : kavout he oad e foñs o gwerenn er c'hantin. Met perak 'vez niverennet ar gwerennoù Duralex 'vez kavet el lodenn vrasañ deus ar c'hantinoù e Frañs ? N'eo ket evit dudi ar vugale siwazh met evit un abeg industriel ez eus sifroù etre 1 hag 50 e foñs ar gwerennoù.


2vn evit kompren ar grogenn

2vn evit kompren ar grogenn

13/04/2023

Ar grogenn, n'eo ket bet ganet gant an niverel. Kalz kosoc'h evit-se eo, dont a ra deus ar 6vet kantvet !


2vn evit kompren petra eo an trouz kreñvañ

2vn evit kompren petra eo an trouz kreñvañ

13/04/2023

2vn evit kompren petra eo an trouz kreñvañ bet ha penaos e c'hell lazhañ un den


2vn evit kompren anv an te

2vn evit kompren anv an te

13/04/2023

E pep lec'h er bed, e pep yezh er bed, n'eus ken met daou ger evit an te, ar ger te hag ar ger chai, hag o c'hemmoù. An dra-se 'teu deus ar mod m'eo erru an te er vro, war vor pe dre an douar.


2vn evit kompren ar c'helien

2vn evit kompren ar c'helien

13/04/2023

Ar c'helien, ne blij ket kalz d'an dud. Evitomp eo un amprevan lous ha strellus. Strellus marteze ? Met lous n'eo ket !


2vn evit kompren petra eo ar glaou

2vn evit kompren petra eo ar glaou

13/04/2023

Petra eo ar glaou ? Glaou kaod ha glaou ar minoù a c'heller kavout.


2vn evit kompren petra eo an daskiriat

2vn evit kompren petra eo an daskiriat

13/04/2023

Ruminañ a ra ar saout evel just, met an dañved, ar jirafed hag ur bern loened all ivez, daskirien 'vez graet outo. Met petra eo resis an daskiriat ?


2vn evit kompren ma zo deus al livioù pe get

2vn evit kompren ma zo deus al livioù pe get

13/04/2023

Setu 'ta ur goulenn iskis. Daoust hag ez eus livioù pe get ? Ha simpl eo ar respont ha n'eo ket an hini 'maoc'h o c'hortoz : n'eus ket a livioù.


2vn evit kompren perak al lapoused n'int ket tredanlazhet

2vn evit kompren perak al lapoused n'int ket tredanlazhet

13/04/2023

Met perak 'ta e c'hell al lapoused chom war an orjalennoù tredan hep bezañ tredanlazhet hag ar respont n'eo ket ken simpl ha : "peogwir ne douchont ket an douar er memes tro" !


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ