Avel em fenn

Radio Bro Gwened

Liamm eilet er golver.

Distro-skol skol arzoù kevredigezhel Kallag-Boulvriag

Distro-skol skol arzoù kevredigezhel Kallag-Boulvriag

07/09/2023

«Ar grouidigezh a zo spagus, deoc’h da rein ‘nezhi d’ar muian a dud», setu pezh a lâre Einstein, ha setu pezh a adlâr ar Sonart, skol sonerezh kevredigezhiel Kallag-Boulvriag. War ar maez, pa ne vez aozadur ebet o kinnig kentelioù arz eo ret d’an dud n’em aozan evit en ober. Abaoe 10 vloaz eo strollet kelennerien.ezed bro Kallag-Boulvriag er Sonart evit kinnig kentelioù.
En Emvod Meur miz Mae tremenet o deus lâret d’o skolidi oa start dezho derc’hel gant an aozadur. Setu aï neuze tud nevez er c’huzul-meran evit rein ul lans nevez d’ar skol.
Kristof Markier a zo unan dionte ha kinnig a ra deomp ar skol-man.


Avel em fenn - Merc'her 6 a viz Gwengolo

Avel em fenn - Merc'her 6 a viz Gwengolo

06/09/2023

Ur sell war distro-skol ar skolioù Divyezh gant Renan Kerbiquet, rener Kelennomp ! evit komañs an abadenn. Hag ur reportajig e skol Diwan Pondi.
Ar gronikenn E pleg an hent gant Clement Guillanton o komz deus [penn-komañs ar psikoz] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/58345) , dreist-holl touesk an dud yaouank.
[Keleier ar vro hag ar bed kinniget gant Tomaz Laken] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/58342)
Trede lodenn Pennad-kaoz ar sizhun gant Louis-Jacques Suignard o kontañ buhez ar barzh Jorj Perroz.
Sonerezh : Luizga+Izem, Manran, Hadouti Orkestar


Avel em Fenn ar Meurzh 5 a viz Gwengolo

Avel em Fenn ar Meurzh 5 a viz Gwengolo

05/09/2023

40 vlez eo Radio Bro Gwened ! Kroget oa bet an traoù e 1983 e ti Loeiz Belleg, a glevehet en abadenn-mañ o komz doc'h mikro Yuna Cojean asambl get Maryse Fillion.
Da glevet ivez en abadenn: lañset ur sezon nevez evit Brezhoweb ivez, Florent Grouin karget a broduiñ ar chadenn tele àr internet a zo genemp. Ar barzh Jorj Perroz n'oe awenet ur bochad tud, en o mesk Louis Jacques Suignard. Aterset oa bet get Tomaz Laken (RKB). Keleier ar vro Anton Burel da glevet ivez e kreiz an abadenn.
Kaset an abadenn get Enora Molac dre-eeun e studio Radio Bro Gwened.


Avel em Fenn: An distro! Lun 4 a viz Gwengolo 2023

Avel em Fenn: An distro! Lun 4 a viz Gwengolo 2023

04/09/2023

Kommañs a ra ar sezon radio en-dro, get ar mem skipailhad. Kaset an afer get Enora Molac dre-eeun e penn kommañs ar sizhun, Maëlle Ausias e Radio Kreiz Breizh a vo e fin ar sizhun!
Ar lun-mañ:
- Krouidigezhioù danvez dilhad dibar Nolwenn Faligot displeget get 2 dañserez a labour geti Morgan ha Diane, a zo bet aterset b'An Oriant e kreiz an hañv goude an diskouezhadeg e Emvod ar Gelted.
- Poèmes Bleus, Papiers Collés pe La vie ordinaire a zo bet skrivet get Jorj Perroz, muioc'h a-ziàr ar barzh e pennad-kaoz ar sizhun kaset get Tomaz Laken (RKB) !
- Krign-bev ar lounezi a zo ur sapre afer, displeget get ar medisin-bet Alan Goulwen, er gronikenn yec'hed.
Joa deoc'h !


Kamp sonerezh etrevroadel Ethno

Kamp sonerezh etrevroadel Ethno

25/07/2023

Deus an 29 a viz Even betek ar 7 a viz Gouere 2023 e oa e Rättvik e bro Sweden ur c'hamp sonerezh hengounel etrevroadel evit an dud etre 18 ha 25 vloaz.
Ar bloaz-mañ eo aet Koulm Puilhandre hag Aziliz Laudrin eno. Setu neuze o zesteni 'sambles gant un enroladenn deus ar sonadeg fin bet kaset d'ar 6 a viz Gouere.


Belle Fest

Belle Fest

25/07/2023

Awen Prigent a zo poder abaoe un nebeut bloavezhioù. Ezel eo deus ar gevredigezh Les 10 mondes a aoz evit an eil wezh ar festival Bell' Fest e Benac'h dibenn-sizhun diwezhañ miz Gouere. Ur festival troet tro-dro d'ur marc'had artizanel mes ivez gant diskouezadegoù, sonadegoù hag un aergelc'h plijus e kreiz bourk Benac'h.
'Bloaz paset e oa deuet 3 000 den e-kerzh an dibenn-sizhun.
Awen a gont deomp petra eo bezañ artizan hiriv an deiz, penaos eo bet choazet ar re a vo amañ evit ar marc'had ha titouroù diwar-benn ar gouel.


Gildas Heno war-eeun evit komz deus Ty Films

Gildas Heno war-eeun evit komz deus Ty Films

07/07/2023

Bep bloaz e vez aozet gant ar gevredigezh Ty films emgav an teul-filmoù fin miz Even e Melioneg. Deus ar yaou betek ar sul e vez diskouezet teul-filmoù bet dibabet, kinniget atelieroù ha lakaet da selaou teul-sonioù ivez.
Deuet eo Gildas Heno, ezel deus ar Bodad dibab filmoù da gomz war-eeun d'ar gwener 23 a viz Even, e kreiz ar festival.


40 vloaz RKB - War an hent #4 - Kastell Trevare

40 vloaz RKB - War an hent #4 - Kastell Trevare

21/06/2023

Dirak marchosi ar Maner Ruz omp gant Isabelle Gueguen, liammet bras gant Kastell Trevare peogwir eo ganet he familh eno ha labouret evit James Kerjegu hag ar Markiz.
Goude Keleier ar Vro da 5e30 kinniget gant Anton Burel e vo klevet trede lodenn Pennad-kaoz ar sizhun diwar-benn ar Baramel, un davarn bet digoret nevez 'zo e bourk Mael Pestivien.


40 vloaz RKB - War an hent #3 - Brasparzh

40 vloaz RKB - War an hent #3 - Brasparzh

21/06/2023

Evit kregiñ an eil sizhunvezh war an hent, emaomp e Menez Are, e Brasparzh, degemeret gant Ti Menez Are. En abadenn e vo klevet Michel Cluytens kuzulier-kêr e Sant-Riwal, Yann Gilbert geobiologour o chom e Sant-Kadoù ha Stephane Merrer, rener Ti Menez Are.


Lise Lannuon : ret da liseaned an hentad divyezhek dilezel ur yezh vev ?

Lise Lannuon : ret da liseaned an hentad divyezhek dilezel ur yezh vev ?

20/06/2023

Un diforc'h zo graet etre liseaned ar filierennoù divyezhek hag ar re all da goulz an tremen e termen klas ! Sell aze ar pezh a zo bet lakaet war wel gant Divyezh Breizh ar sizhun-mañ. Nevez zo, e lise Feliks an Danteg Lannuon, zo bet goulennet dre heg digant 4 lisean ha liseanez dilezel unan eus ar yezhoù bev bet studiet gante er c'hentañ klas er bloaz-mañ.

Diwar-vremañ e vefe ret da liseaned hentadoù divyezhek ar vro choaz etre studiañ un deirvet yezh vev ha studiañ un opsion. An ospion-se a c'hall bezañ ur yezh : evit pezh sell ar 4 lisean a zo kaoz dionte emaint o studiañ italianeg. Goulenn a reer digante neuze choaz etre an italianeg hag ar spagnoleg pe an alamaneg evit unan anezhe...

E miz Here tremenet e oa bet kaset ul lizher gant Eddy Penven, prezidant Divyezh Breizh, da rektor akademiezh Roazhon da zedennañ e evezh war ar skoilh-se. Met n'eus ket bet respontet dezhañ gwech ebet..

Hiroc'h gant Laurent ar Gov, kelenner istor-douaroniezh e lise Lannuon.

Embannet o deus tud Divyezh Breizh e oant prest da gas an afer betek lez-varn ar velestradurezh ma ne vefe ket diluziet prim ar skoulm gant ar rektoriezh.

Pennad-kaoz gant Tomaz Laken

(foto Twitter Stéphani·e Stoll)






Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ