Neventioù Breizh enep ar feurmoù uzin a zo: 4 den a zo bet klevet ar Lun-mañ get ar barner e lez-varn An Oriant. Un enklask a zo àr ar stern c'hoazh evit komprenn petra 'zo bet graet resis get piv d'an 19 a viz Meurzh 2022 àr un hent-houarn e Sant-Jelan. Skarzhet e oa bet kuit tonennoù ed ag un tren e treuskas madoù evit an embregerezh Le Gouessant. Yann doc'h ar mikro, a-raog e galvadenn dirag ar barner.
Breizh...Kelt! a zo anv an devezh kendivizoù bet aozet d'ar 4/08 b'An Oriant. Respont a rae an aozerion·ezed d'an diskouezhadeg savet get mirdi Breizh e Roazhon e penn kommañs ar blez: Bretagne... Celtique?
Evit Pennad-kaoz ar sizhun omp distroet àr an afer get Alan Stivell, Corinne Poulain, Simon Rodway ha selaouerion an devezh ivez Pascal Le Blay ha Yannig Baron, a oa àr ar lec'h.
A benn 2050 e c'hellehemp bout 1/2 ac'hanamp berrwell (myope) àr an douar... Muioc'h get Alan Goulwen er gronikenn Yec'hed.
Keleier ar vro get Anton Burel.
Un abadenn buhezet get Enora Molac e studio RBG e Pondi.
Padrig Ferog deus ar gengevredigezh Raok a zo war-eeun e studio RKB evit kontañ an darvoudoù a vo e brezhoneg a-hed ar miz e Kreiz Breizh. En o zouesk, un devezh c'hoari e mediaoueg Gourin, un abardevezh evit eskemm etre tud bouzard ha brezhonegerien.ezed e Karaez ha bern traoù all.
Lodenn diwezhañ Pennad-kaoz ar sizhun war stad ar servij Trummadoù e ospital Karaez gant Gael Pedron, medisinez e Rostren.
Keleier ar vro hag ar bed kinniget gant Metig Jakez Vargas
Ar gronikenn Barzhaz war al levr [ "Ur vein war an hent"] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/58531) gant Magali Baron.
Chrisitian Rivoalen, ezel deus ar gevredigezh Dañs Tro a zo war eeun en abadenn Avel em fenn evit komz deus Nozvezh ar gavotenn a zo etre ar 14 hag ar 17 a viz Gwengolo. Displegañ a ra perak o deus choazet skignañ ar film "Et pourtant ils dansent", ar plas a roont d'ar brezhoneg dre ar veilhadeg a vo d'ar gwener da noz, ar fest-noz d'ar sadorn hag an enor da Louis Lofficial.
Chrisitian Rivoalen, ezel deus ar gevredigezh Dañs Tro a zo war eeun an hanter eurvezh gentañ evit komz deus Nozvezh ar gavotenn a zo etre ar 14 hag ar 17 a viz Gwengolo. Displegañ a ra perak o deus choazet skignañ ar film "Et pourtant ils dansent", ar plas a roont d'ar brezhoneg dre ar veilhadeg a vo d'ar gwener da noz, ar fest-noz d'ar sadorn hag an enor da Louis Lofficial.
Keleier ar vro hag ar bed kinniget gant Anton Burel
Pevare lodenn Pennad Kaoz ar sizhun gant Gael Pedron, medisinez e Rostren evit komz deus ar stourm evit derc'hel digor ar servij trummadoù deus noz e ospital Karaez.
[Brezel ar parkeier ] (https://radiobreizh.bzh/episode/58473) a zo enklask nevez ar media dizalc'h Splann! graet get ar gazetennerez Julie Lallouët Geffroy. Muioc'h da glevout a-ziàr ar perc'henniñ àr an douaroù labourerezh-douar, e penn kommañs an abadenn get Juliette Cabaço ROger gopradez Splann!
Levezon ar rummadoù koshoc'h er familh a c'hell bout klevet pell pell goude marv an dud. Ur psikoz a c'hell donet ag an traoù diaes bet bevet get ar remziadoù koshoc'h. [Muioc'h a-ziàr an anv familh] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/58472) get ar bredour Clément Guillanton, ur gronikenn get Maëlle Ausias (Radio Kreiz Breizh).
Pennad-kaoz ar sizhun a zo a-ziàr trummadoù ospital Karaez a zo serr e-pad an hañv a-houde penn kommañs an hañv, ur sujed get Maëlle Ausias da glevout goude [ Keleier ar vro] (https://radiobreizh.bzh/programme/1) Tomaz Laken.
Clara Thabard a zo ur vaouez a vro Goelo, ganet e Pempoull, deuet da veviñ e bro Pondi. O labourat evit [Perenn] (https://www.facebook.com/perennklegereg/?locale=fr_FR) emañ [, ] (https://www.facebook.com/perennklegereg/?locale=fr_FR) hag evit sinema [CineRoch] (https://www.cineroch.fr/fr) Ar Gemene ivez. E kreizh ar vuhez sevenadurel, setu poltred ur vaouez entanet.
E kounar emañ tud ar vro Poher get an diover a drumadoù e-pad an noz a-houde 2,5 miz. Diriaou vitin e oa aet un 200 manifester ag ospital Karaez da brefeti Penn ar Bed e Kemper, d'añse hijiñ servijoù ar prefeti evit ma vo digoret an trumadoù e ospital Karaez en-dro. Hiriv e pennad-kaoz ar sizhun e vo klevet Marie-Antoinette Quillerou, Matthieu Guillemot hag ur bomperez a volonte-vat. Ur pennad kaset get Tomaz Laken ha frammet get Maëlle Ausias (Radio Kreiz Breizh).
Emañ Brezhoweb o klask àr lec'h un den da sikour get ar produiñ! Muioc'h àr [lec'hienn an Ubapar] (https://labourzo.ubapar.bzh/spip.php?page=voirFiche&id_article=54&emp_id=2644)
SPLANN a zo o paouez embann un enklask nevez diwar-benn an douaroù e Breizh : brezel ar parkeier ec’h anv. C’hoant en deus bet ar media dizalc’h-mañ klask reiñ da gompren perak eo ken kompliket da dud zo lañsañ ur feurm nevez e-keit ha ma vez ken aezet da reoù all brasaat o hini. Komzet e vez deus ar SAFER alies evel arouez ur ur sistem direizh. Met merzhet o deus kazetennerien/ezed Splann ne oa ket ken simpl an afer. Diskouez a reont ar pouez o devez an darempredoù denel feuls etre labourerien-douar en aferioù douaroù, etre ar re vras hag ar re vunut lakomp. Juliette Cabaco Roger a zo gopradez Splann ha displegañ a ra deomp ‘blam da betra o deus kaset da benn an enklask-mañ.
Un enklask bet skrivet gant Julie Lallouet Geffroy ha troet e brezhoneg gant Riwanon Kallag.
Benn nebeut e vo kinniget deoc’h ur testeni, ur skouer, deus doareoù o devez labourerien-douar gant galloud da lakaat gwask war tud o n’em stalian dre istor peizanted deus Benac’h.
A-houde penn kommañs an hañv e rank tud ar Poher monet da Vrest, Montroulez pe Gwengamp evit bout trumadoù (urjañsoù). Trumadoù Karaez a zo serret e-pad an noz... Sañset e oa bout digoret ar servij en ospital en-dro e miz Gwenholoñ met n'eo ket bet graet. Ag an afer e komzamp a-hed ar sizhun-mañ e pennad-kaoz ar sizhun, kaset get Tomaz Laken (RKB).
Diskâret spontus gwelet ar boblañs e-kerz 50 vlez. Berrwell emañ bremañ 30% ag ar boblañs àr-dro d'ar blanedenn... Muioc'h àr ar fenomen er gronikenn Yec'hed get ar medisin-bet Alan Goulwen.
Muioc'h a-ziàr Ti Kengred Kermarron Douarnenez ivez, e penn kommañs an abadenn!
Avel em fenn a zo skignet dre-eeun, kaset ar Lun mañ get Enora Molac e Radio Bro Gwened.
Foto ar pennad © Ouest-France
Dimerc'her e oa prosez Erwan Chartier hag ar Poher a-enep d'ur gazetenn faskour evit o kunujennoù. Enora Molac a zo bet er prosez e lez-varn an Oriant hag aterset he deus Erwan Chartier.
Bleunwenn Konan a zo prezidantez ar gevredigezh Topariti a aoz ur fest-noz e Pleuveur Bodoù d'ar sadorn 9 a viz Gwengolo, kontañ a ra deomp hirorc'h war ar fest-noz-mañ.
Ar gronikenn Barzhaz gant ul lenadenn deus Tomaz Laken, ur bomm deus an danevell Tavarn ar Pont Du bet skrivet gant Ernest Barzhig.
[Keleier ar vro hag ar bed gant Anton Burel] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/58354)
Lodenn diwezhañ pennad-kaoz ar sizhun diwar-benn ar barzh Jorj Perroz kontet deomp gant Louis-Jacques Suignard.
Sonerezh : Tekmao, O djali, Frente Cumbiero
«Ar grouidigezh a zo spagus, deoc’h da rein ‘nezhi d’ar muian a dud», setu pezh a lâre Einstein, ha setu pezh a adlâr ar Sonart, skol sonerezh kevredigezhiel Kallag-Boulvriag. Kristof Markier a zo tad div blac'h o kemer kentelioù sonerezh er Sonart, [setu e displegadennoù] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/58348) .
[Ar gronikenn Daouarn ha Pri] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/58346) , ur gronikenn diwar-benn ar poderezh. Awen Prigent a zo poder e Benac'h ha displegañ a ra deomp penaos sevel un tass uhel.
Keleier ar vro gant Erwan Blanchard.
Pevare lodenn Pennad-kaoz ar sizhun diwar-benn Jorj Perroz.
Sonerezh : Blue Jay, FBL, Isaac & Nora