Avel em fenn

Radio Bro Gwened

Liamm eilet er golver.

 Awel em Fenn - Gwener 26 a viz Mezheven

Awel em Fenn - Gwener 26 a viz Mezheven

26/06/2026

Hiniv ema abadenn ziwezhañ Avel Em Fenn ar blez. Aveit achuiñ mat, Aodren zo bet é reportajiñ e Lise Diwan Gwened, lec'h ma oe bet tremenet ar bak matematikoù get Aelig, Jaoua, Nell ha Herri… e brezhoneg. Ar liseidi hag ar renerez, Céline Meneses, a gomz ag ar sujed-se.
Get Corentin Bagot


Avel Em Fenn - Merc'her 24 a viz Even

Avel Em Fenn - Merc'her 24 a viz Even

23/06/2026

Warlene e oa bet aozet ur c’henstrivadeg gant Kuzul Departamant Aodoù an Arvor, ur c’henstrivadeg a-benn archantaouiñ raktresoù kinniget gant skolajidi-skoliajadezed an Departamant , hag en o zouez e oa skolaj Diwan Plijidi. Neuze Josephine, Armelle, Nils hag Awen o doa ijinet porzh skol nevez ar skolaj.
Pennad kaoz ar sizhun : Jorj Bothua, soner bombar anezhañ ,a displeg penaos e vez implijet ar c’hooad a-benn sevel bombardoù. Un atersadenn kaset da benn gant Emrys, deus Radio Bro Gwened.
Ar c’heleier kinniget gant Metig Jakez Vargas.
Teknik an abadenn : Sahel Frangeul
Stajiadez Roudour Montroulez: Loeiza
Buheziñ : Yann Boishardy


Avel Em fenn - Meurzh 23 a viz Even

Avel Em fenn - Meurzh 23 a viz Even

23/06/2026

Ur sapre sonadeg a vo e miz Du, e Karaez, a-benn lidañ Soïg Siberil ar gitarour dibar ! Lors Jouin, a lak ar gaoz diwar e vignon aet d’an anaon bloazh zo,
Deus un arzour all eo anv gant Maïwenn Raynaudon, da lâret eo Alan Stivell hag an Olympia.
Alan Stivell, deus savet ur bern benvegoù e-unan met n’eo ket kustum ar sonerien.ezed d’ober se, eurusamnt ez eus tud ‘vel Jorj Bothua a sav bombardoù!
Kelier ar vro hag ar bed : Erwan Blanchard
Teknik : Sahel Frangeul
Buhezi


Avel Em Fenn - Luin 22 a viz Even

Avel Em Fenn - Luin 22 a viz Even

22/06/2026

An adlodennañ, setu tem al levrig skrivet hag embannet gant liseidi-liseadezed lise kernilien Gwengamp. Muioc'h gant Vonig Fraval unan deus ar c’helennerezed 'deus ambrouget anezehe.
Ar polis skritur Garamond, setu ar pezh e vez kinniget gant Florent Grouin, deus Brezhoweb.
Pennad kaoz ar sizhun : Jorj Bothua, soner ha saver bombard.
Keleier : Aodren Trehin
Stajiadez Roudour Montroulez : Loeiza Fourage
Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy


 Awel em Fenn - Gwener 19 a viz Mezheven

Awel em Fenn - Gwener 19 a viz Mezheven

19/06/2026

Ur gouviadez souezh anavet mat get selaouerezed ha selaouerion ar radioioù e brezhoneg a vo da glevet e penn komañs an abadenn. Selaouit an abadenn evit gouiet piv eo.
Da heul e vo lodenn diwezhañ atersadenn Anaïs Le Roux é kontiñ he beaj en Taïland. Emañ get Yann Boishardy.
Er gronikenn Ar hentoù an antroposen get Loeiz Belleg a Radio Bro Gwened e vo kaoz ag ur blanedenn nevez dijoloet.
"Emañ en e sez vihan" setu un droienn a vo displeget e Teñzor ar brezhoneg komzet get Padrig Drean doc'h mikro Enora Molac.
Ar c'heleier a vo kaset get Erwan Blanchard.
Emañ Emrys é vuheziñ an abadenn.


 Awel em Fenn - Yaou 18 a viz Mezheven

Awel em Fenn - Yaou 18 a viz Mezheven

18/06/2026

Ar strollad fest-noz Ital Express a ginniga o fladenn nevez, o fladenn gentañ! Faustine Audebert hag Elouan Le Sauze a oa daet e RBG.
Lizher kelaouiñ Splann! a zo kinniget get Caroline Trouillet a gonta da Enora Molac diàr ar gwiaderezed huñvreoù, ur sistem piramidal mod sektenn.
Kaset e vo ar c'heleier get Anton Burel
Ar meteo get Corentin Bagot
Evit achiv an abadenn Avel em fenn e vo klevet c'hoazh Anaïs Le Roux doc'h mikro Yann Boishardy diàr he beaj e Tailand.
Emañ Emrys a Radio Bro Gwened é vuheziñ an abadenn.


 Awel em Fenn - Merc'her 17 a viz Mezheven

Awel em Fenn - Merc'her 17 a viz Mezheven

17/06/2026

Ur sal Snoezelen evit ar grennarded get ezhommoù ispisial a zo bet kempennet e Skolaj-lise Diwan Gwened. Ul lec'h a-feson eo evit ar re a zo tapet get TND (trubuilhoù an dioren neurologel) pe aotegezh da skouer. Aodren Trehin a oa aet da reportajiñ àr blas. Selaouit Theo ur skolajiad, Céline Meneses ar renourez ha Glen Ar Srat, ar penngasour.
Tro ho po ivez da glevet Anaïs Le Roux é toullañ kaoz get Yann Boishardy diàr he Beaj e Tailand.
Kronikennoù nevez a zo get Splann! Doereioù a bep seurt a vo roet get Caroline Trouillet da Enora Molac.
Kinnigte e vo ar c'heleier get Metig Jakez-Vargas (kudenn teknik get ar son)
Kaset eo an abadenn get Emrys a RBG


Avel Em Fenn - Lun 15 a viz Even

Avel Em Fenn - Lun 15 a viz Even

15/06/2026

Françoise Prigent ha Gwenaelle Lombardot, div vaouez a zo ezel deus ar gevredigezh Mouv’Elles, ur gevredigezh deus Lannuon hag a degemer ar maouezed gwallgaset gant feulsteurioù priedel.
Florent Grouin, deus Brezhoweb, a lak ar gaoz diwar Begerel, kêr-benn al levrioù kozh.
Pennad Kaoz ar Sizhun gant Anaïs Leroux en doa beajet e bro Dailand gant he familh.
Keleier : Aodren Trehin
Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy


Avel Em Fenn - Merc'her 10 a viz Even

Avel Em Fenn - Merc'her 10 a viz Even

11/06/2026

Annick Rivoal deus Kevredigezh Frañs Palestina Kreizh Breiz. Kont a ra deus stad an traoù e Gaza hag e Sijordania met ivez deus Nevez Amzer Palestina e Kreizh Breizh.
Bro Dailand gant Anaïs Leroux. Ar relijion, an temploù hag eureudoù un tamm ispisial !
Poltred Breizhad : Herve Bihan, enklasker, bet kelenner e Skol-Veur Roazhon.
Keleier : Metig Jakez-Vargas
Teknik : Sahel Frangeul
Buheziñ : Yann Boishardy


Avel Em Fenn  Meurzh 10 a viz Even

Avel Em Fenn Meurzh 10 a viz Even

10/06/2026

Zoñj a embanno e eilvet pladenn e miz Gouere. Hiroc'h diwarne gant Julien Danielo, paotr boest an diaoul.
Sevenadur breizhad bepred gant Maiwenn Raynaudon a lak ar gaoz diwar Kenleujr, ar gengevredigezh a ra war-dro an das, ar broderezh, an dilhadoù hag ar c’han.
Beaj ba bro Dailand gant Anaïs Leroux !
Keleier : Anton Burel
Teknik an abadenn : Sahel Frangeul
Buheziñ : Yann Boishardy


Da-heul Diwezhañ