Avel em fenn

Radio Bro Gwened

Liamm eilet er golver.

 Awel em Fenn - Yaou 18 a viz Mezheven

Awel em Fenn - Yaou 18 a viz Mezheven

18/06/2026

Ar strollad fest-noz Ital Express a ginniga o fladenn nevez, o fladenn gentañ! Faustine Audebert hag Elouan Le Sauze a oa daet e RBG.
Lizher kelaouiñ Splann! a zo kinniget get Caroline Trouillet a gonta da Enora Molac diàr ar gwiaderezed huñvreoù, ur sistem piramidal mod sektenn.
Kaset e vo ar c'heleier get Anton Burel
Ar meteo get Corentin Bagot
Evit achiv an abadenn Avel em fenn e vo klevet c'hoazh Anaïs Le Roux doc'h mikro Yann Boishardy diàr he beaj e Tailand.
Emañ Emrys a Radio Bro Gwened é vuheziñ an abadenn.


 Awel em Fenn - Merc'her 17 a viz Mezheven

Awel em Fenn - Merc'her 17 a viz Mezheven

17/06/2026

Ur sal Snoezelen evit ar grennarded get ezhommoù ispisial a zo bet kempennet e Skolaj-lise Diwan Gwened. Ul lec'h a-feson eo evit ar re a zo tapet get TND (trubuilhoù an dioren neurologel) pe aotegezh da skouer. Aodren Trehin a oa aet da reportajiñ àr blas. Selaouit Theo ur skolajiad, Céline Meneses ar renourez ha Glen Ar Srat, ar penngasour.
Tro ho po ivez da glevet Anaïs Le Roux é toullañ kaoz get Yann Boishardy diàr he Beaj e Tailand.
Kronikennoù nevez a zo get Splann! Doereioù a bep seurt a vo roet get Caroline Trouillet da Enora Molac.
Kinnigte e vo ar c'heleier get Metig Jakez-Vargas (kudenn teknik get ar son)
Kaset eo an abadenn get Emrys a RBG


Avel Em Fenn - Lun 15 a viz Even

Avel Em Fenn - Lun 15 a viz Even

15/06/2026

Françoise Prigent ha Gwenaelle Lombardot, div vaouez a zo ezel deus ar gevredigezh Mouv’Elles, ur gevredigezh deus Lannuon hag a degemer ar maouezed gwallgaset gant feulsteurioù priedel.
Florent Grouin, deus Brezhoweb, a lak ar gaoz diwar Begerel, kêr-benn al levrioù kozh.
Pennad Kaoz ar Sizhun gant Anaïs Leroux en doa beajet e bro Dailand gant he familh.
Keleier : Aodren Trehin
Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy


Avel Em Fenn - Merc'her 10 a viz Even

Avel Em Fenn - Merc'her 10 a viz Even

11/06/2026

Annick Rivoal deus Kevredigezh Frañs Palestina Kreizh Breiz. Kont a ra deus stad an traoù e Gaza hag e Sijordania met ivez deus Nevez Amzer Palestina e Kreizh Breizh.
Bro Dailand gant Anaïs Leroux. Ar relijion, an temploù hag eureudoù un tamm ispisial !
Poltred Breizhad : Herve Bihan, enklasker, bet kelenner e Skol-Veur Roazhon.
Keleier : Metig Jakez-Vargas
Teknik : Sahel Frangeul
Buheziñ : Yann Boishardy


Avel Em Fenn  Meurzh 10 a viz Even

Avel Em Fenn Meurzh 10 a viz Even

10/06/2026

Zoñj a embanno e eilvet pladenn e miz Gouere. Hiroc'h diwarne gant Julien Danielo, paotr boest an diaoul.
Sevenadur breizhad bepred gant Maiwenn Raynaudon a lak ar gaoz diwar Kenleujr, ar gengevredigezh a ra war-dro an das, ar broderezh, an dilhadoù hag ar c’han.
Beaj ba bro Dailand gant Anaïs Leroux !
Keleier : Anton Burel
Teknik an abadenn : Sahel Frangeul
Buheziñ : Yann Boishardy


Avel Em Fenn - Lun 8 aviz Even

Avel Em Fenn - Lun 8 aviz Even

08/06/2026

Anais Le Roux a gas deoc’h betek bro Dailand e lec’h he doa veajet asambles gant e familh e miz Kerdu tremenet.
ASMR war Brezhoweb ! Muoc'h gant Florent Grouin.
An ingalded merc’hed-paotred, ur sujed zo bet lakaet er skolaj Diwan Plijidi.
Keleier ar vro hag ar bed : Metig Jakez-Vargas
Teknik an abadenn ; Sahel Frangeul
Buheziñ : Yann Boishardy


Awel Em Fenn - Gwener 5 a viz Mezheven

Awel Em Fenn - Gwener 5 a viz Mezheven

05/06/2026

Barzh an abadenn hiniv, c'hoazh ur wezh e kompagnunezh Alan, stajiad a Skol an Emsav, e vo komz ag ar stlenneg, pe an informatig mar karet. Emrys zo bet é reportajiñ e Mirdi ar Gartenn-bost e Baod, lec'h ma oe bet aozet un devezh-studi a-ziar an IA er mirdioù. Klevet e vo eur a zen, pep hani get ur savpoent dishañvhal àr an tem-mañ. Loeiz Beleg, ivez, a gomz ag ar stlenneg, en e gronikenn 'Ar Hentoù an Antroposen'.
Goude ar c'heleier, kaset hiniv get Erwan Blanchard (ha ne oe ket Anton Burel èl m'em boe laret, ma digarez!) e klevit fin ar pennad-kaoz get Dominig Allain a-ziar an anvioù-familh.


Awel Em Fenn - Yaou 4 a viz Mezheven

Awel Em Fenn - Yaou 4 a viz Mezheven

04/06/2026

Lan-chouk oestudio Radio Bro Gwened aveid hos abadenn hiniv! Be oe stajidi a Skol an Emsav, Elora hag Alan, Corentin, animatour nevez RBG.2, hag Emrys, doc'h an daol-veskiñ é animiñ an abadenn. Ha ne oe ket c'hoazh trawalc'h a dud, ker e kreiz an abadenn e ta Aodren Trehin genomp ivez, da laret ar c'heleier!
Ni 'gendalc'hey ar gaozedenn get Dominig Allain a-ziar an anvioù-familh e pennad-kaoz ar sizhun, ha klevet 'vo ivez an eil lodenn ag ar gronikenn Yec'hed hon doe komañset dec'h. Alan Goulven a gomz ag an alerjioù, ha penaos o aesaat.
An atersadenn hir ag an devezh zo bet kaset deomp gres da Radio Naoned: Liza Jakez-Vargas he doe aterset Brieg Marais Jegat, paotr ar skate, a-ziar e bodkast ha kultur ar skate en Naoned. Mard oc'h koutant ;)


Awel Em Fenn - Merc'her 3 a viz Mezheven

Awel Em Fenn - Merc'her 3 a viz Mezheven

03/06/2026

Hiniv eh omp e kompagnunezh Alan, stajiad a skol an emsav e Roezhon!
C'hwi glevey Tangi Jehanno ag ar c'henstrollad Klamm é konz a-ziar an aperoioù Klamm, ur fest a veaj dre vro an Alré durant an hañv: moian vo monet da selaou doc'h sonadegoù digoust un tammig pep lec'h er vro-se! Kerzhit da welet o lec'hienn ma faot deoc'h gouiet hiroc'h: [https://www.klam-records.net/aperos-klam] (https://www.klam-records.net/aperos-klam)
Modarall e tispleg Alan Goulven an alerjioù, hag a vez stank er c'hours-mañ ag ar blé. Kendalc'het e vo ar gaoz get Dominig Allain e pennad-kaoz ar sizhun, ha Metig Jakez-Vargas a lenn ar c'heleier.
Abadenn kaset get Emrys


Avel Em Fenn - Meurzh 2 a viz Even

Avel Em Fenn - Meurzh 2 a viz Even

02/06/2026

Julien Antoine a lak ar gaoz diwar an ultimate, da lâret eo ar frisbee a-stroll, da geñver an touarnamant a vo ba bro Oueloù, er Faved an dibenn sizhun a zeu.
Deus traoù siriusoc’h eo kistion ivez, da lâret ar chenchamant politikel a zo bet daou viz zo e Breizh. Perak eo aet ar maout gant an tud dehoù ? Maïwenn Raynaudon deus ar gelaouenn Bretons, a ro deomp displegadennoù ha martezeadennoù.
Domnique Allain a zo aet d’an anaon div sizhun zo. Met enrollet oa bet gant Radio Bro Gwened diwar ul levr a studi an anvioù familh e Breizh.
Stajiadez Roudour Karaez : Klervi Herve
Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ