Lidet eo bet war-eeun digoradur Arvorig FM Montroulez !
Un abadenn gant :
-Jo Calvez, prezidant KLT Ti ar vro Bro Montroulez
-Yann-Luk Kloareg, deus ti-embann SKol Vreizh
-Gael Roblin, Kargad a gefredi yezh ha sevenadur Breizh evit Bro Montroulez
-Yann-Fañch Kerneis, prezidant Arvorig FM
En abadenn e vo klevet Baptiste ha Bleuenn a ginnigo deomp daou film a zo da welet er mare-mañ 'ba salioù du ar vro : F1 (gant Jospeh Kosinski) ha La venue de l'avenir (gant Cédric Klapisch).
Klevet e vo ivez istorioù evit ar vugale gant Silvenn Koant !
D'an 9 a viz Mae eo bet kinniget gant Ti ar Bro-Leon deskiñ penaos fardañ bier. Digemeret int bet an dud 'ba breserezh D'istribilh gant Gwenole Olivier, a zo e penn ar stal. Bier ar festival Gouel Broadel ar Brezhoneg a zo fardet d'an deiz-se.