Yes Breizh a zo bet krouet er bloavezh 2025 diwar patrom Yes Scotland pe Yes Cymru. Un droaid a vo e Breizh da ditouriñ an dud war ar raktres-mañ : votiñ ul lezenn dereadur (dévolution e "galleg") evit ma vefe Breizh ur vro dizalc'h. Alan Kloareg a zo unan deus mouezhioù aotret ar strollad.
En abadenn e vo klevet Christophe Le Menn, aktour ha skrivagner ar pezh-c'hoari BASTARD gant an Teatr Piba.
Diskouezhet eo bet ar pezh-c'hoari da skolajidi ha liseidi Bro Vrest, klevet e vo en abadenn Yasmine, Carmen, Lucile, Malwena ha Nino.
Poltred : Copyright Eric Legret
En abadenn :
-Yann-Fañch Kerneis a ginnig an heuliadenn pennadoù-kaoz tro-dro d'an dilennadegoù ti-kêr.
-Hélène Cariou a ginnig ur sonadeg gant laz-kanañ Kalon an aberioù a vo dalc'het d'an 21 a viz Kerzu 'ba iliz Lanniliz.
-Ur gronikenn gant Tangi Mancec, bet stajiad en Arvorig FM, diwar-benn an annevaled a vez kavet' ba mor an Hirwazh (ha penoas laoskel anezho trankil).
Ar “gazavotenn”-mañ a vo kanet evit fest-noz “Ar Bloaz Nevez”, aozet gant Amnesty International, d’an 31 a viz Kerzu 2025 war leurenn Sant-Tegoneg da 11e15 noz. En abadenn e vo klevet ar gavotenn kanet ha muioc'h a zisplegadennoù ganto.
En abadenn e vimp gant Jo An Duigou hag Hervé deus ar gevredigezh Ti Kuzhet e Lesneven. Meur a bal a zo gant ar gevredigezh-mañ : kempenn un dachenn naturel e Lesneven o plantañ gwez, o kinnig d'an dud liorzhañ tachennoù bihan, sevel ur poull-dour eno, plantañ ur c'hoadeg, etc... Deomp d'ho heul !
En abadenn e vimp gant Jo An Duigou hag Hervé deus ar gevredigezh Ti Kuzhet e Lesneven. Meur a bal a zo gant ar gevredigezh-mañ : kempenn un dachenn naturel e Lesneven o plantañ gwez, o kinnig d'an dud liorzhañ tachennoù bihan, sevel ur poull-dour eno, plantañ ur c'hoadeg, etc... Deomp d'ho heul !
Da-geñver ar festival Tan miz Du e vo dalc'het d'ar Sul 23 e Plegat-Gwerann un abadenn e brezhoneg penn-da-benn : c'hoariva, kanaouennoù, kontadennoù...
Gwelet e vo war al leurenn ar strollad Kanfartet Lanleya, gant Alain, Hervé ha Rolland. En abadenn e vo roet deoc'h da glevet ivez ar sketch "Soazig lost ar c'harr", ha div ganaouenn gant Brassens, kanet e brezhoneg gant Bernez.