Heklev PodKast

HeklevPodkast

Liamm eilet er golver.

Sinet Marielle 4 : Ul lizher skrivet gant va zad-kozh

Sinet Marielle 4 : Ul lizher skrivet gant va zad-kozh

22/10/2026

Un istor ijinet gant Mai Lincoln ha Lola Le Berre

Tregaset eo Marielle rak dec’h e oa ul lizher eviti en he faner. Ul lizher bet skrivet dezhi gant he fapi Ifig. Ha ne oar ket petra respont dezhañ. Gant sikour ar vugale e responto dezhañ ha gant sikour Jojo e tizoloo ar pezh a zo e-barzh lizher Yann Kerazan !

Un istor skrivet ha sevenet gant Mai Lincoln 
C’hoariet gant Mona Caroff, Quentin Morvan, Gwenole Peaudecerf, Telio, Bleuenn hag Aziliz Elegoet, Arzel Chapalan ha Seza Cornec
Enrollet ha kemmesket gant Gwenole Peaudecerf ha Théophile Rousic-Plantec
Sonerezh ha sound design krouet gant Quentin Morvan ha Gwenole Peaudecerf
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc

Trugarez da skolidi skol Queliverzan e Brest

Un heuliad produet gant Anna Lincoln 
Kenbroduet asambles gant Kalanna, Teatr Piba, Heklev Podkast ha radioioù kevredigezhel Breizh.

Enrollet e studio Dizale e miz Even 2025 
gant skoazell Rannvro Breizh.


Sinet Marielle 3 : Perak ta’ e skrivomp lizhiri ?

Sinet Marielle 3 : Perak ta’ e skrivomp lizhiri ?

21/10/2026

Un istor ijinet gant Mai Lincoln ha Lola Le Berre

Klask a ra Marielle divinout ‘pezh a zo e-barzh lizher Yann Kerazan. Perak ‘ta eo bet skrivet dezhañ ? Perak ‘ta e vez skrivet lizhiri. Marielle, hi, a skriv alies d’he zad-kozh, Ifig. Gantañ he deus desket mont war velo.

Un istor skrivet ha sevenet gant Mai Lincoln  
C’hoariet gant Mona Caroff, Quentin Morvan, Gwenole Peaudecerf, Telio, Bleuenn hag Aziliz Elegoet, Arzel Chapalan  ha Seza Cornec
Enrollet ha kemmesket gant Gwenole Peaudecerf ha Théophile Rousic-Plantec
Sonerezh ha sound design krouet gant Quentin Morvan ha Gwenole Peaudecerf
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc

Trugarez da skolidi skol Queliverzan e Brest

Un heuliad produet gant Anna Lincoln  
Kenbroduet asambles gant Kalanna, Teatr Piba, Heklev Podkast ha radioioù kevredigezhel Breizh.

Enrollet e studio Dizale e miz Even 2025 
gant skoazell Rannvro Breizh.


Sinet Marielle 2 : Boest al lizhiri kollet

Sinet Marielle 2 : Boest al lizhiri kollet

20/10/2026

Un istor ijinet gant Mai Lincoln ha Lola Le Berre

Bep Meurzh e ra Marielle war-dro al lizhiri kollet evel hini Yann Kerazan. Hag ur bern a zo ! Pep hini a guzh ennañ un istorig, ur gudennig da zirouestlañ. Marielle a ziskouez he zeñzorioù d’ar vugale.

Un istor skrivet ha sevenet gant Mai Lincoln  
C’hoariet gant Mona Caroff, Quentin Morvan, Gwenole Peaudecerf, Telio, Bleuenn hag Aziliz Elegoet, Arzel Chapalan  ha Seza Cornec
Enrollet ha kemmesket gant Gwenole Peaudecerf ha Théophile Rousic-Plantec
Sonerezh ha sound design krouet gant Quentin Morvan ha Gwenole Peaudecerf
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc

Trugarez da skolidi skol Queliverzan e Brest

Un heuliad produet gant Anna Lincoln  
Kenbroduet asambles gant Kalanna, Teatr Piba, Heklev Podkast ha radioioù kevredigezhel Breizh.

Enrollet e studio Dizale e miz Even 2025 
gant skoazell Rannvro Breizh.


Sinet Marielle 1 : Ul lizher evit Yann Kerazan

Sinet Marielle 1 : Ul lizher evit Yann Kerazan

19/10/2026

Un istor ijinet gant Mai Lincoln ha Lola Le Berre

Degouezhout a ra Marielle, plac’h al lizhiri e skol ar Feunteun. Ul lizher he deus evit ur Yann Kerazan bennak. O klask war e lerc’h emañ, met n’eo ket aes rak gwall iskis eo ar chomlec’h war ar golo-lizher. « Yann Kerazan, une école à l’autre bout de la France où on parle breton ». 

Un istor skrivet ha sevenet gant Mai Lincoln  
C’hoariet gant Mona Caroff, Quentin Morvan, Gwenole Peaudecerf, Telio, Bleuenn hag Aziliz Elegoet, Arzel Chapalan  ha Seza Cornec
Enrollet ha kemmesket gant Gwenole Peaudecerf ha Théophile Rousic-Plantec
Sonerezh ha sound design krouet gant Quentin Morvan ha Gwenole Peaudecerf
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc

Trugarez da skolidi skol Queliverzan e Brest

Un heuliad produet gant Anna Lincoln  
Kenbroduet asambles gant Kalanna, Teatr Piba, Heklev Podkast ha radioioù kevredigezhel Breizh.

Enrollet e studio Dizale e miz Even 2025 
gant skoazell Rannvro Breizh.


Troioù kaer Yang-Yang 10 : Er Sirk !

Troioù kaer Yang-Yang 10 : Er Sirk !

16/10/2026

Un istor skrivet gant Marion Gwenn

Yang Yang,  Mamouchka ha Pegus a ya da welet Zing, ‘vit abadenn Sirk fin he bloavezh-skol ! Pegen brav eo-hi … Pegus a raio sotonioù … Betek mont da nijal gant Zing p’emañ gant he zrapez … Plijout ‘rafe da Yang Yang ober sirk ivez ha kompren a ra ar paotrig eo amourous. Magañ a ra karantez evit e vignonez … Ha ‘benn neuze ! Petra ober ?

Skrivet ha c’hoariet gant Marion Gwen
Sonerezh : Perynn Bleunven
Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Mai Lincoln
Enrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rousic-Plantec
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc ha Gégé Gwen
Produiñ : Anna Lincoln, Kalanna hag Heklev Podkast
Trugarez da Cheun Hô Briant Gwen evit an awen 
Enrollet e studio Dizale e miz Even 2026
Gant skoazell Rannvro Breizh


Ar re votoù tasmantet

Ar re votoù tasmantet

09/10/2026

Un istor skrivet gant Loeiza an Duigou

Fur ha sirius on bet bloavezhioù-pad, o labourat e ospital ar re votoù… Met graet em eus ur gejadenn souezhus ha komprenet, siwazh, e c’hell ar garantez hag ar feulster degouezhout dorn-ha-dorn er vuhez. Ma micher-me a zo botaouer, ne c’hellan ket dont da vezañ muntrer.

Skrivañ : Loeiza an Duigou
C’hoari : Maxime L’hostis
Sonerezh : Krismenn
Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Mai Lincoln
Enrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rousic-Plantec
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc 
Tresadenn : Anna Duval-Guennoc
Produiñ : Anna Lincoln, Kalanna hag Heklev Podkast

Enrollet e studio Dizale  e miz Even 2026,
Gant skoazell Rannvro Breizh.


Jaxx von Poullpri

Jaxx von Poullpri

02/10/2026

Un istor skrivet gant Klet Beyer

Ur c’hi-chase ur bloaz eo Jaxx von Poullpri. Desavet eo bet evit ar chase met ul loen diroll ‘vez pa vez o redek war ar maezioù. Un deiz en em gav pell ouzh e vagad, goude ur redadeg diroll. Kompren a ra e c’hell bremañ mont dieub da foetañ bro. Met ret e vo d’ar c’hi yaouank stourm da zerc’hel mat d’e frankiz nevez !

Skrivet ha c’hoariet gant Klet Beyer
Sonerezh : Perynn Bleunven
Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Mai Lincoln
Enrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rousic-Plantec
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc 
Produiñ : Anna Lincoln, Kalanna hag Heklev Podkast

Enrollet e studio Dizale e miz Gouere 2026
Gant skoazell Rannvro Breizh


Er-maez ar bed o treiñ

Er-maez ar bed o treiñ

25/09/2026

Un istor ijinet ha c’hoariet gant Gwenola Coïc

Emañ Mili o kousket e kouskva he skolaj evel un 200 krennard.ez bennak. War greiz an noz e sono an alarm, hini ar gwalldaolioù. Ret e vo d’ar grennarded mont d’o loch-goudor bet toullet dindan zouar evit en em wareziñ. Daoust-hag aes e vo dezho kenvevañ e-maez an bed o treiñ ?


Sonerezh : Krismenn
Sikour war ar skrivañ : Thomas Cloarec
Sikour war ar c’hoari : Loeiza Beauvir
Enrollañ ha kemmeskañ : Jean Mari Ollivier
Tresadenn : Anna Duval Guennoc
Produiñ : Anna Lincoln - Kalanna hag Heklev Podkast
Enrollet e Studio Dizale e miz Ebrel 2026,
gant skoazell Rannvro Breizh


Hanvezh ar bignerez

Hanvezh ar bignerez

18/09/2026

Un istor ijinet ha c’hoariet gant Loeiza Beauvir

Tom ha Lena a zo breur ha c’hoar. En un tour huel deus  Brest emaint o chom. E pad an hanv e chom an daou ganfard er  gêr pa vez o mamm o laourat. Tom a zo sot gant ar mangaioù. P’eman hen beuzet en e lennadennoù e fell da Lena mont da zizolein an 20 vet estaj, penn huelan an tour. Petra ‘vo dizoloet  eno ? O vont hag o tont gant ar bignerez e tremeno Tom ha Lena un hanvezh dibar. 

 

Skrivet ha c’hoariet gant Loeiza Beauvir
Sonerezh : Krismenn
Sikour war ar c’hoari hag ar skrivañ : Thomas Cloarec
Enrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rousic-Plantec
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coïc
Tresadenn : Anna Duval Guennoc
Produiñ : Anna Lincoln - Kalanna hag Heklev Podkast
Enrollet e Studio Dizale e miz Mae 2026, 
gant skoazell Rannvro Breizh.


Ar Robot Dizimplij

Ar Robot Dizimplij

11/09/2026

Un istor ijinet ha c’hoariet gant Marvin Moal.

E keriadenn ar robotoù Houarnenez emañ Morzhol o labourat. Un deiz p’emañ o labourat war ur chanter e kej gant ur robot anvet Job o stranniñ, dizimplij. Ur robot dizimplij? Met petra eo an dra-se ? Ha setu Morzhol a lak anezhañ da labourat, siwazh, ur gwalzarvoud a erruo dre e fazi…

Sonerezh : Perynn Bleunvenn - Trugarez d’ar fañfar A Bout de Souffle
Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Thomas Cloarec
Enrollañ ha kemmeskañ : Jean-Mari Ollivier 
Sikour war ar bezhoneg: Stefan Moal
Tresadenn : Anna Duval Guennoc
Produiñ : Anna Lincoln - Kalanna hag Heklev Podkast
Enrollet e Studio Dizale e miz Mae 2026
Gant skoazell Rannvro Breizh.


Da-heul Diwezhañ