Hudu e kasimp ac’hanoc’h da vro Lesneven. Eno ‘meus bet tro da varvailhat gant Jo Kermoal.
Brudet eo Jo ‘ba bed ar vrezhonegerien ‘ba Bro Leon kar savet 'neus ur gevredigezh anvet "Plouzeniel Prest Bepred" ha dre se savet 'neus, gant tud all, evel-just ar beilhadegoù 'zo mil vrudet 'ba Plouzeniel.
Met ivez, bet eo Jo, pad pell, oberiant-tre ‘ba bed ar sportoù ‘giz kelenner war ar sportoù 'ba Lesneven ha rener Sporting Kleub Lanniliz ur c’hleub da c’hoari handball…
Un abadenn gant Erwan Blanchard.
Nevez zo 'neus gounezet Koulma Jegou kampionad Breizh jiminas luskek ‘ba he rummad oad. 14 vloaz eo Koulma hag ezelez eus kleub Cercle Paul Bert Roazhon GR zo staliet ‘ba karter Keryann. Emaomp o vont da gomz gant Koulma eus an taol kaer ‘neus graet e miz Ebrel tremenet, eus ar pezh eo ar jiminas luskek hag eus al labour a ranker kas da benn evit dont da vout ur gampionez… Hag ar bloaz-mañ e oa ar wech kentañ e oa da Goulma bout kampionez Breizh met ivez kampionez Il-ha-Gwilen. Gant disoc'hoù brav evel-se n’hall ket ar plac’h yaouank 'meit bout eurus, sur deoc’h…
Deomp da gonto gant kampionez Breizh jiminas luskek e rummad 14 vloaz... Emañ gant Erwan Blanchard.
Daet eo fin ar c’houlzad sport gant ur bochad kleuboù, sportoù ha kement 'zo… Dre se eo daet poent ar gourfennoù, sur dac’h, met evit lod, daet eo poent ar c’hampionadoù fin.
Neuzen war gampionad Frañs mell-droad gouezeleg e lakimp ar gaoz hudu ‘ba Sportoù. Warc’hoazh ‘ba Brest ‘vo dalc’het ar c’hampionadoù-se. Aozet int gant kleub Gaelic Football Bro-Leon, kleub Brest, ha kleub kentañ Europa bet krouet gant nann-iwerzhoniz. Tost 700 c’hoarierez ha c’hoarier a glasko gounit unan eus an titloù zo da gaout e D1, D2, D3 pe D4.
Evit komz eus ar c’hampionadoù Frañs mell-droad gouezeleg e roimp ar gaoz da Dangi Moreau ha Ronan Kintin. O daou 'zo izili eus kleub Gaelic Football Bro-leon. Emañ Tangi e-touez aozerien ar c’hampionad, ha c’hoarier foot anezhañ, ha Ronan zo unan eus gourdonerien skipailh Brest, 'zo kampion Breizh D2 ar bloaz-mañ. Komañsomp gant Tangi Moreau ‘noa laket e anv ‘bar skipailh aozañ tost ur bloaz 'zo. Displeget ‘neus deomp penaos eo daet ar soñj da degemer Kampionadoù Bro-C’hall mell-droad gouezeleg.
Kaset eo an abadenn gant Erwan Blanchard.
Hudu e lakimp ar gaoz war un tournamant melldroad zo gouestlet d’ar c’hoarierezed yaouank U 13 ha d’ar c’hoarierien yaouank U 11. ‘Ba Dirinonn en deus kavet bod an tournamant etrevroadel zo aozet abaoe tregont vloaz gant ur skipailh tud a-youl vat zo izili eus kleub AS Dirinonn, ur c’hleub zo ‘ba ur barrez chouk da Landerne. Milieroù a dud yaouank o deus bet tro da gemer perzh ‘ban tournamant dindan an holl vloavezhioù-se, un tournamant en deus brud ‘ba Europa a-bezh. C’hoarierien vrudet evel Antoine Griezmann zo o c’hoari gant Atletico Madrid, Eduardo Camavinga bet stummet gant Stade Roazhon hag o c’hoari gant Real Madrid, Bradley Barcola zo gant ar PSG er mare-mañ, Andrej Kramaric ur c’hoarier eus skipailh broadel Kroatia, pe c’hoarierezed evel Laurina Fazerzo o c’hoari gant ar PSG zo bet gwelet war tachennoù Dirinonn.
Setu ar pezh a vo displeget e-kerzh an abadenn gant Olier Kerdraon zo ken brezidant tournamant etrevroadel Dirinonn : mesket eo ar c’hleuboù meur gant kleuboù ar vro evel Stade Brestois, War Raok Gwengamp ha kement zo, met ivez kleuboù lec’hel FC Landerne, AS Milizag, FC Gwineventer pe c’hoazh Stade Pleiben.
Emañ Olier Kerdraon gant Erwan Blanchard.
War roudoù ar re Samouraï c’himp hudu asambles gant Erwan Billant.
E-kreiz miz Mae ‘noa kemeret perzh Erwan ‘ba un darvoud dibar : pezh 'zo anvet "Les 24 h du Samouraï" ; ar re Samouraï ‘oa ar vrezelourien ‘oa bet penn bro Japan ‘pad 700 vloaz. Aozet ‘oa ‘ba Erblay, chouk da Bariz : ar pal, ‘vel ‘pezh ‘vo kontet deomp, ‘oa gellout kemer perzh ‘ba 10 kentel arzoù emgann dindan 24 eurvezh. Un taol kaer ‘vit ar re ‘neunt gellet mont beket al live-se sur deoc’h.
Erwan Billant ‘zo ‘ba bro Brest o chom. Troet eo war an Aïkido. Bep sizhun e ya da deskiñ ober gant an arz emgann-mañ gant e Vestr Tangi ar Vourc’h ‘noa roet lañs da "Les 24 h du Samouraï" un nebeud bloavezhioù 'zo. Deomp dezhi gant Erwan….
Mont da c’hoari Golf a rimp hudu. Da heul Antoinette Blejean, eus Ar Merzer, ez imp beket tachenn Golf Lantig, 'zo chouk da Sant-Brieg. Konto eus ar Golf, eus ar pezh a degas da Antoinette mont da c’hoari tost bemdez : ur sport korf ha spered… Ha war an div dachenn-se em eus ranket galoupat pe bale buan war-lerc’h Antoinette. Lakaet he deus ar c’hoari Golf e-giz ur mod da vevañ… Kavet he deus Antoinette ar baradoz, fin meur a varadoz, ‘ba tachennoù c'hoari golf Breizh… Ur reportaj gant Erwan Blanchard.
Hudu e vo lakaet ar gaoz war ur sport 'zo ur meskaj etre sport, korollerezh, dañs ha troioù ouesk pe akrobatiezh. Ar Pole Dance an ‘ni eo. Goar a rit e implijer ur peul evit dañsal dre aer gantañ.
Bet on o welout Manon Deniau, ‘ba Brest, evit lakaat ar gaoz war ar sport-se peogwir eo deuet da vout ur gwir sport. Gwelet eo bet pad pell, ar pezh e oa ivez, e-giz un arvest a oa diskouezet ‘ba kleuboù noz kaset gant merc’hed hanter noazh… Met cheñchet eo un tamm mat ar mod eo degemeret ar sport-mañ. Deomp da di Manon Deniau ‘ba Brest m'en em gaver diouzhtu gant ur peul e-kreiz he saloñs a c’hall dañsal, korolliñ pe ober troioù ouesk gantañ… Emañ gant Erwan Blanchard.
Nevez 'zo e oa bet pedet Maïna Gars da gemer perzh 'ba ur c'hollok diwar-benn plas ar yezhoù bro 'ba bed ar vell-droad. 'Ba Kerdiz 'ba Bro Gembre e oa aozet ar c'hendalc'h gant European Center for minorities Issues, University of Wales, Cardiff Metropolitan University ha Gouarnamant Bro-Gembre.
Maïna 'zo o kenlabourat gant ar radioioù e brezhoneg evit displegañ krogadoù mell-droad abaoe daou vloaz. Emañ gant Erwan Blanchard.