Ger-stur The Clash en defe gallet bezañ « Bev buan pe marv diouzhtu ». Pa split ar strollad, ne soñj ket e izili er retred pe e cheñch obererezh. Frank eo an hentoù. Hiziv e Larsen e Mediator, goude bezañ bet danevellet istor the Clash en div abadenn ziwezhañ e selaouimp penaos en deus pep soner donaet pe get an erv a oa bet kempennet gant The Clash.
Playlist :
- Big Audio Dynamite : E = MC2
- Carbon/Silicon : Why do men fight
- Topper Headon : I’ll give you everything
- Beats International : Dub be good to me
- The Good, the Bad and the Queen : History Song
- Joe Strummer and The Mescaleros : Yalla, Yalla
- Johnny Cash Joe Strummer : Redemption Son
Levrlennadur :
- Les Inrocks HS : The Clash 40 ans de punk
- Rolling Stone HS : 1976-2016 : Punk is not dead 40 ans d’outrage rock.
- Inrocks 2 : Punk ! Les 30 ans d’une insurrection culturelle.
Emaomp o vont da genderc’hel hiviz gant istor The Clash. Laosket hor boa anezho ar sizhun dremenet e 1979 p’o doa embannet unan eus mein-bonn istor ar rock « London Calling ». Met penaos ober da heul, penaos ober kenkoulz pe d’an nebeutañ chom hep mont war gil ?
Playlist :
- The Clash : Bankrobber
- The Clash : The magnificent Seven
- The Clash : Medley kanaouennoù Sandinista : Rebel waltz, One more dub, Hitsville, The leader, Something about England, look here, Somebody get murdered, Lightning strikes, Let’s go crasy, Lose this skin, Midnight log
- The Clash : the call up
- The Clash : Washington bullets
- The Clash : this is radio clash (foñs son)
- The Clash : Straight to hell
Levrlennadur :
- Les Inrocks HS : The Clash 40 ans de punk
- Rolling Stone HS : 1976-2016 : Punk is not dead 40 ans d’outrage rock.
- Inrocks 2 : Punk ! Les 30 ans d’une insurrection culturelle.
Salud deoc’h lamponed ha lamponezed ar rock ‘n roll, donemat en abadenn Larsen ha Mediator, an abadenn a zezrevell istor ar rock abaoe e orinoù. Hiziv emaomp o vont da sellet a-dostoc’h ouzh an eil strollad meneget ar muiañ pa lavarer ar ger punk d’an dud. Nann, ket ar Sex Pistols, gouestlet hon eus abadenn ar sizhun dremenet dezho, ar re all eo neuze, e ya, setu ni loc’het evit un hanter eurvezh e kompagnunezh The Clash.
Playlist :
- BBC1 nine o’clock News 1974 (tennad son)
- The Clash : Career opportunities
- The 101’ers : 5 Star rock ‘n roll Petrol
- The Clash : London’s burning
- The Clash : Police and thieves (foñs son)
- The Clash : Guns on the roof
- The Clash : Revolution rock (foñs son)
- The Clash : Spanish bombs
- The Clash : Guns of Brixton
- The Clash : Complete control
Levrlennadur :
- Les Inrocks HS : The Clash 40 ans de punk
- Rolling Stone HS : 1976-2016 : Punk is not dead 40 ans d’outrage rock.
- Inrocks 2 : Punk ! Les 30 ans d’une insurrection culturelle.
Pa zistager ar ger punk e teu diouzhtu ar Sex Pistols war-wel. Ar re-mañ zo deuet da vezañ arouez al luskad. Int hag a lavare no future, zo deuet da vezañ un institusion e Breizh-Veur, lidet ha meulet. N’eo ket fall evit ur strollad n’en do padet nemet daou vloaz hanter, enrollet un albom studio nemetken ha graet ur c’hantad konsertoù. N’eo ket fall evit ar pezh a oa da gentañ ur boys band, tra ken, savet gant Malcolm Mc Laren, perc’hennn ar stal dilhad Sex gant Vivienne Westwood.
Playlist :
- The Sex Pistols : Pretty vacant
- The Sex Pistols : Stepping stone (foñs son)
- Chicago : If you leave me now (Tennad son)
- The Sex Pistols : Anarchy in the UK
- Atersadenn ar Sex Pistols en abadenn Today Show kinniget gant Bill Grundy evit Thames TV d’ar 01/12/76 (Tennad son)
- The Sex Pistols : EMI
- The Sex Pistols : God save the queen
- Sid Vicious : My way
Levrlennadur :
- « Punk, l’histoire complète » : Pennadoù Mojo Magazine embannet gant an ti-embann Tournon.
- Rolling Stone HS : 1976-2016 : Punk is not dead 40 ans d’outrage rock.
- Inrocks 2 : Punk ! Les 30 ans d’une insurrection culturelle.
Salud deoc’h bugale ar rock ‘n roll, donemat e Larsen ha Mediator, an abadenn a zezrevell istor ar rock abaoe e orinoù. Setu-ni e Breizh-Veur adarre e lodenn gentañ ar seventies evit plediñ gant ul luskad a zo deuet war-wel un nebeut bloavezhioù a-raok tarzhadenn ar punk rock, ar pub rock ! Met petra eo ar pub rock ? N’eo ket ken aes a-se da dermeniñ : ur piñsad a sonerezh, ur piñsad a look, ur piñsad a energiezh ha deomp dezhi !
Playlist :
- Eggs Over Easy : The factory
- Ducks Deluxe : Coast to coast
- Nick Lowe : So it goes
- Roogalator : Cincinnati Fatback
- Ace : How long
- The 101’ers : Keys to your heart
- Dr Feelgood : All through the city
- Eddie and the Hot Rods : Do anything you wanna do
Ar sizhun dremenet e oamp er CBGB, er Bowery, karter gwashañ Manhattan er seventies. Kenderc’hel a reomp hiziv da zizouarañ lod eus ar strolladoù o deus merket luskad ar punk amerikan e-kreiz ar seventies hag istor ar rock dre vras !
Playlist :
- The Heartbreakers : Born to lose
- The Heartbreakers : Chinese rocks
- Bob McFadden : The beat generation
- Richard Hell and the Voidoids : Blank generation
- The Dead Boys : Sonic rRducer
- The Real Kids : All kindsa girls
- The Cramps : Mystery Plane
- Wayne County and the Electric Chairs : Max ‘s Kansas City
- Patti Smith : Kelaouadenn gant Ted Shaffrey deiz diwezhañ ar CBGB
Levrlennadur :
- « Punk, l’histoire complète » : Pennadoù Mojo Magazine embannet gant an ti-embann Tournon.
- Rolling Stone HS : 1976-2016 : Punk is not dead 40 ans d’outrage rock.
- Inrocks 2 : Punk ! Les 30 ans d’une insurrection culturelle.
Donemat da bep hini ac’hanoc’h e Larsen ha Mediator, an abadenn a zezrevell istor ar rock abaoe e orinoù. Ha setu-ni hiziv er States e-kreiz ar Seventies. Echu eo brezel Viêt Nam, un disamm evit ar Stadoù-Unanet. Al lugan « peace and love » en doa merket eil hanterenn ar sixties a goll eus e nerzh a daol-trumm. Steuziet eo an aon da vezañ galvet d’an talbenn ha da vervel e rizegoù Azia ar reter. Kenavo an uhelvennadoù hag ar c’hoant da vevañ a-stroll, plas d’an individualism ha d’an Do It Yourself ! Ul leurenn nevez a zeu war-wel e New-York a-drugarez da gleuboù evel ar CBGB’s pe ar Max’s Kansas City, gant strolladoù a fell dezho skubañ ar bed kozh. Setu ar pezh a sellimp a dostoc’h er rummad abadennoù da zont e Larsen ha Mediator !
Playlist :
- Atersadenn Joey ha Johnny Ramone gant ar c’hazetenner Dylan Taite evit New-Zeland Television
- Patti Smith : Horses, Land of a thousand dances
- Television : Friction
- The Ramones : Blizkrieg Bop
- Atersadenn Johnny Ramone e 2003 (produet gant Carlo Generelli, filmet gant Bill Day).
- The Ramones : Today your love tomorrow the world
- The Ramones : Sheena is a punk rocker.
Levrlennadur :
- « Punk, l’histoire complète » : Pennadoù Mojo Magazine embannet gant an ti-embann Tournon.
- Rolling Stone HS : 1976-2016 : Punk is not dead 40 ans d’outrage rock.
- Inrocks 2 : Punk ! Les 30 ans d’une insurrection culturelle.
Evit poent n’en deus ket anv. En un nebeut bloavezhioù, ur wech tremenet 1976-1977, e vo implijet ar ger proto-punk evit termeniñ al luskad a zeu war-wel e dibenn ar sixties e New-York hag e Detroit. Ul luskad a ginnig ur son all, ur son nevez a cheñch eus an hunvreoù hippie a aloub ar gwagennoù. Ne c’heller ket lavarout ez eus un unvaniezh er strolladoù a selaouimp hiziv war-bouez ar fed da ginnig ur rock kalet, feuls a-wechoù hag ur c’hoant da c’hoveliat ur skeudenn a rebel, setu-ni o loc’hañ e Larsen ha Mediator evit ur veaj e metoù ar proto-punk amerikan !
Playlist :
- MC5 : Kick out The Jams
- The Stooges : 1969
- The Stooges : No Fun
- The New York Dolls : Personality Crisis
- The Dictators : Master Race Rock
- The Modern Lovers : Roadrunner
- Death : Freakin’ Out
Levrlennadur :
- « Les 70’s the book, de Woodstock au walkman ». Embannadurioù Vade Retro
- « L’odyssée du rock ». Florent Mazzoleni - Embannadurioù Hors collection
Goude birvilh deroù ar seventies en Alamagn en div abadenn ziwezhañ gant ar c’hrautrock emaomp o vont d’ober daou lamm ar wech-mañ. An hini kentañ eo er spas rak setu-ni en-dro o treizhañ ar Meurvor Atlantel evit en em gavout e New-York adarre, met ivez ul lamm en a-dreñv en amzer. Ar wech diwezhañ ma oamp er States hor boa gwelet ar flower power o koenviñ hag ar soul o vezañ ur respont da c’hoant frankiz an afro-amerikaned. Hogen ret eo deomp bremañ pradañ er sixties adarre evit heuliañ ur strollad en deus ijinet ur rock lennegel ha teñval en do ul levezon vras war arzourien a bep seurt, o tigeriñ dorioù nevez hag oc’h hadañ greunennoù al luskadoù da zont, setu-ni e kompagnunezh The Velvet Underground !
Playlist :
- Ornette Coleman Free Jazz : A Collective Improvisation (foñs son)
- The Velvet Underground : Sunday Morning
- The Velvet Underground : Venus In Furs
- The Velvet Underground : I’m Waiting For The Man
- The Velvet Underground : After Hours
- The Velvet Underground : Pale blue eyes
- The Velvet Underground : Rock And Roll
Levrlennadur :
- Les inrocks 2 : « The Velvet Underground »
- « Pop rock Story volume 1 » Marion Doussot Le Mouv’ Vents d’Ouest
Pa ziskouez ar bloavezhioù 70 beg o fri ez eus e bro Alamagn degadoù a vuzisianed a fell dezho en em zieubiñ eus patromoù ar rock psikedelik evit krouiñ ur sonerezh gant sonioù nevez. Kroazañ a reont al levezonioù folk, rock, jazz, klasel, sonerezh a-vremañ hag avant gardist, hag arnodiñ a reont an hentoù nevez digoret gant ar binvioù elektronek. Setu-c’hwi o selaou Larsen ha mediator, kinniget gant ho servijour Gaëtan, ha poent eo boulc’hañ gant hon eil abadenn gouestlet d’ar c’hrautrock !
Playlist :
- Faust : Giggy Smile
- Amon Düül 2 : Touchmaphal (foñs son)
- Amon Düül 2 : Archangel Thunderbird
- Neu ! : Negativland
- La Düsseldorf : La Düsseldorf
- Popol Vuh : Zwiesprache Der Rohrflöte
- Jah Wobble, Holger Czukay, Jaki Liebezeit : How Much Are They ?
Levrlennadur :
- « Les 70’s the book, de Woodstock au walkman », Embannadurioù Vade Retro.