Larsen ha mediator !

Radio Bro Gwened

Liamm eilet er golver.

Larsen ha mediator 112 :  Ar rock gall eus 1975 da 1980

Larsen ha mediator 112 : Ar rock gall eus 1975 da 1980

07/01/2024

An div abadenn ziwezhañ a oa gouestlet d’ar punk er Frañs etre 1975 ha 1980, met estreget an no future music a oa er c’hwec'hkogn en eil hanterenn eus ar seventies. Hiziv e kinnigan deoc’h selaou un nebeud strolladoù a oa deuet a-benn d’ober o zoull gant ur rock eeun hep plediñ gant al luskad punk. Ha kregiñ a reomp diouzhtu gant unan eus ar strolladoù koshañ er c’hwec’hkogn, en doa kemeret perzh e festival punk Mont-De Marsan e 1976 met en doa ivez rannet al leurenn gant ar strolladoù pub rock saoz, Little Bob Story evel-just !
Playlist :
- Little Bob Story : Hightime
- Tequila : Sous rock ‘n roll
- Shakin’ Street : Solid as a rock
- Ganafoul : Saturday night
- Strychnine : Pas besoin d’être un homme
- 12°5 : Machin
- Telephone : Vaudou

Levrlennadur :
- Rock français : De Johnny à BB Brunes 123 albums essentiels – Embannadurioù Hoëbeke


Larsen ha mediator 111 :  Ar punk e Bro-C’hall (2)

Larsen ha mediator 111 : Ar punk e Bro-C’hall (2)

07/01/2024

Donemat mat e Larsen ha mediator, hiziv e kendalc’homp gant hor beaj er punk gall gant lod eus ar strolladoù o deus merket an nebeut bloavezhioù en deus padet al luskad. Lugit an amplaerioù hag ar gitarioù loc’het omp !
Playlist :
- Piero : Quelle époque épique et punk (tennad son)
- Bulldozer : J'suis punk (tennad son)
- Electric Callas : Kill me two times
- The guity Razors : Wake up
- The Olivensteins : Fier de ne rien faire
- The Dogs : Walking shadow
- Oenix : Ils veulent coucher avec Sheila
- Oenix : Ils veulent coucher avec * (tennad son)
- M.K.B. Fraction Provisoire : European Death Winners
- Oberkampf : La Marseillaise
- Oberkampf : Cri sans thème

Levrlennadur :
- Rolling Stone HS : 1976-2016 : Punk is not dead 40 ans d’outrage rock.
- Inrocks 2 : Punk ! Les 30 ans d’une insurrection culturelle.
- Rock français : De Johnny à BB Brunes 123 albums essentiels – Embannadurioù Hoëbeke


Larsen ha mediator 110 :  Ar punk e Bro-C’hall (1)

Larsen ha mediator 110 : Ar punk e Bro-C’hall (1)

25/11/2023

Evit lod e krog ar punk e 1975 evit echuiñ fin 1976, industriezh ar pladennoù o lakaat he c’hrabanoù war al luskad e 1977. Ur sell strizh eo met gwir eo e voe treuzfurmet buan a-walc’h al luskad en un arguzenn genwerzhel. E Frañs e weler da skouer dibunadegoù dilhad punk savet gant Paco Rabanne pe « punk parties » aozet gant Régine, rouanez nozvezhioù Pariz. Padal e oa dija un nebeut strolladoù er c’hwec’hkogn o huchal o c’hoant da skubañ ar bed kozh.
Playlist :
- Starshooter : Get baque
- Metal Urbain : Panik
- Bijou : OK Carole
- Gérard Holz o kinnig ar c’heleier : festival punk kentañ Mont de Marsan
- Kinnig eil festival Mont de Marsan (tennad son eus dielloù an INA)
- Lou’s : Don’t you want my love
- Marie et Les Garçons : Rien à dire
- Stinky Toys : Lonely lovers
- Asphalt Jungle : Polly Magoo

Levrlennadur :
- Rolling Stone HS : 1976-2016 : Punk is not dead 40 ans d’outrage rock.
- Inrocks 2 : Punk ! Les 30 ans d’une insurrection culturelle.
- Philippe Manoeuvre présente Rock français : De Johnny à BB Brunes 123 albums essentiels – Embannadurioù Hoëbeke


Larsen ha Mediator 109 : Disco sucks !

Larsen ha Mediator 109 : Disco sucks !

25/11/2023

Evel-just en istor ez eus bet devet meur a wech objedoù sevenadurel, peurliesañ abalamour d'un diktat politikel pe relijiel. E istor ar rock ivez ez eus bet c'hoarvezet ma vefe devet pladennoù e su ar Stadoù-Unanet er fifties gant gouennelourien wenn a soñje dezho e vefe bastardet ar yaouankiz gwenn o selaou ar sonerien rhythmn 'n blues. Un degad bloavezhioù war-lerc'h, er memes stadoù, e oa pladennoù ar Beatles a oa devet goude m'en defe Lennon diskleriet e oa ar Beatles brudetoc'h evit Jezus. Ha setu-ni hiziv e Larsen ha mediator e Chicago d'an 12 a viz gouere 1979 pa voe devet miliadoù a bladennoù da goulz an Disco Demolition Night.
Playlist :
- 1979 Disco Demolition Night, tennad son eus ur gelaouadenn lec’hel
- The Bags : Disco ‘s dead
- Hues Corporation : Rock the boat (foñs son)
- Donna Summer : I feel love (foñs son)
- The Bee Gees : Stayin’ alive
- Steve Dahl : Do you think I’m disco
- Super Disco Demolition: The 40th Anniversary Compilation gant The Museum of Classic Chicago Television (tennad son
- The Computers : Disco Sucks
- Exedra : Death disco
-Rick Dees and his cast of idiots : Disco duck
- Atersadenn Joyce Bogart Trabulus tennet eus an teulfilm « Disco backlash »
- Atersadenn Vince Lawrence tennet eus an teulfilm « I Was There When House Took Over the World » kinniget gant Channel 4
- Jesse Saunders : On and on


Larsen ha Mediator 108 : Yacht rock ha soft rock

Larsen ha Mediator 108 : Yacht rock ha soft rock

25/11/2023

Hiziv, lakait ho lunedoù-heol, chom a reomp dindan gwez palmez South California evit un hanter eurvezh soft rock, rock bandenn FM fin ar bloavezhioù 70, deroù ar bloavezhioù 80. Ha kregiñ a reomp diouzhtu gant Player, unan eus ar strolladoù a c’heller rummata er Yacht Rock a oa danvez an abadenn ziwezhañ.
Playlist :
- Player : Baby come back
- Steely Dan : Josie
- Steely Dan : Hey nineteen (tennad son)
- Donald Fagen : New frontier (tennad son)
- Hall and Oates : I can’t go for that (foñs son)
- Fleetwood Mac : You can go your own way (tennad son)
- Fleetwood Mac : Dreams
- The Eagles : New kid in town
- Young Gun Silver Fox : Lodestar


Larsen ha Mediator 107 : Ar yacht rock

Larsen ha Mediator 107 : Ar yacht rock

25/11/2023

Mignoned ar punk hag ar rock feuls, mignoned al larsen hag ar wall of death, gallout a rit lazhañ ar radio pe guitaat ar podcast diouzhtu. Hiziv e vo gouestlet an abadenn d’an Adult Oriented Rock. E ya tudoù, hiziv e selaouimp rock troet war-zu an oadourien ha n’eo ket evit krennarded berr o gwenneien oc’h hunvreal da dreuzfurmiñ ar gevredigezh pe d’he diskar ! Hiziv e selaouimp rock evit an dud deuet, evit ar re a zo deuet a-benn d’ober un dra bennak eus o buhez, beajomp en Adult Oriented Rock anvet ivez « yacht rock », ya, ya ar yacht, ar bigi a weler aliesoc’h e bae Nisa evit e lennvor Brest, pep tra zo lâret !
Playlist :
- Robbie Dupree : Steal away
- Rupert Holmes : Him
- Ambrosia : You’re the only woman
- Yacht Rock trailer episode 1 koulzad 1 channel 101
- Christopher Cross : Sailing
- The Doobie Brothers : What a fool believes
- The Doobie Brothers : Long train running (Foñs son)
- Yacht Rock episode 4 koulzad 1 (tennad son)
- Toto : Rosanna


Larsen ha Mediator 106 : Evit klozañ gant ar southern rock

Larsen ha Mediator 106 : Evit klozañ gant ar southern rock

25/11/2023

Echuiñ a reomp hiziv e Larsen ha Mediator hor c’helc’hiad abadennoù gouestlet d’ar rock sudist gant ur remziad nevez a sonerien ha sonerezed difoupet war leurennoù stadoù ar su er bloavezhioù diwezhañ. Ha kregiñ a reomp diouzhtu gant Jonathon Long, gitarour eur Bâton rouge a vrañsell etre southern rock, country, blues hag americana..
Playlist :
- Jonathon Long : Madison Square garden
- The Sheepdogs : Scarborough Street fight
- Larkin Poe : Southern comfort
- Marcus King : Lie lie lie
- The Georgia Thunderbolts : Looking for an old friend
- Copperhead County : Dreams of the south


Larsen ha Mediator 105 : Ar southern rock revival

Larsen ha Mediator 105 : Ar southern rock revival

02/11/2023

E fin ar bloavezhioù 70 n’emañ ket rock su ar Stadoù-Unanet diouzh ar c’hiz ken. Labelioù zo a c’houlenn gant ar strolladoù leuskel o botoù ha tokoù cow-boy a gostez, kement-all evit ar banniel. Hag ar soli gitar ? Re deknikel eo, da sutal ! Pe d’an nebeutañ berraet a-galz. Lod eus ar strolladoù a ya da get, reoù all a ya war-zu ar blues rock, pe an hard FM. Seblantout a ra ar southern rock bezañ tonket d’ar marv ha padal…
Playlist :
- Black Crowes : Hotel illness
- Blackberry Smoke : Freedom song
-Hogjaw : The fog
-Whiskey Myers : Ballad of a southern man
- Gov’t Mule : Snatch it back and hold it
Levrlennadur :
- Rock sudiste, when the south rose again - Arnaud Choutet - Le mot et le reste


Larsen ha Mediator 104 : Southern rock, Capricorn ha Volonteer Jams

Larsen ha Mediator 104 : Southern rock, Capricorn ha Volonteer Jams

02/11/2023

Kenderc’hel a reomp hor c’helc’hiad abadennoù gouestlet da rock sudist ar Stadoù-Unanet. Evel-just e-touez leaders ar southern rock e soñjer diouzhtu e Ronnie Van Zant, kaner Lynyrd Skynyrd, pe e gitarourien an Allman Brothers Band met daou zen all, ha n’int ket ken anavezet a zo bet a-bouez e istor ar southern rock, an hini kentañ Phil Walden a oa ur produer, an eil, Charlie Daniels en deus gwisket dilhad ar breur bras evit al lodenn vrasañ eus ar vuzisianed, kinnig a ran deoc’h ober anaoudegezh ganto hiziv e Larsen ha Mediator.
Playlist :
- The Marshall Tucker Band : Can’t you see
- Molly Hatchet : Dreams I’ll never see
- Charlie Daniels : The south ‘ gonna do it again
- Charlie Daniels (Volonteers Jam) : No place to go
- ZZ Top : La grange
Levrlennadur :
- Rock sudiste, when the south rose again - Arnaud Choutet - Le mot et le reste


Larsen ha Mediator 103 : Ha gouennelour e vefe rock su Ar Stadoù-Unanet ?

Larsen ha Mediator 103 : Ha gouennelour e vefe rock su Ar Stadoù-Unanet ?

02/11/2023

En hañv 2023 en deus Oliver Anthony, labourer-douar eus e vicher tizhet plas kentañ ar billboards gant e don Rich men north of Richmond, Richmond o vezañ kêrbenn Virginia ha kêrbenn ar stadoù kengevreet da goulz ar brezel diabarzh, un doare da ziskouez c’hoazh an disfi a chom e-keñver ar Yankees, kanaouenn adkemeret diouzhtu gant al libertarianed ha mirelourien a bep seurt. Donemat e Larsen ha Mediator, hiziv c’hoazh e chomomp e su al linenn Mason-Dixon, al linenn a rann reter ar Stadoù Unanet etre stadoù an norzh, bro ar Yankees, hag ar south, bro ar Rednecks, An Dixies, ar Rebels, he deus gwelet ul luskad sonerezh o tont war-wel er seventies : ar southern rock.
Playlist :
- Oliver Anthony : Rich men north of Richmond (tennad son)
- The Outlaws : Green grass and high tides
- Neil Young : Southern man (tennad son)
- Neil Young : Alabama (tennad son)
- Lynyrd Skynyrd : Sweet home Alabama
- Atersadenn Lynyrd Skynyrd gant Radio.com a-zivout ar banniel kengevreet
- Atlanta Rhythm Section : Redneck
Levrlennadur :
- Rock sudiste, when the south rose again - Arnaud Choutet - Le mot et le reste


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ