Larsen ha mediator 1 : Orinoù ar rock 'n roll : evit kregiñ ganti ! Gwriziennoù ar rock'n'roll zo sichennet da vat e sonerezhioù hengounel stadoù su ar Stadoù Unanet. Abaoe m'o deus ar radioioù diskouezet beg o fri ha m'eo deuet an embann pladennoù da vezañ un industrielezh « bancable » e derou an Xxvet kantved e treuz ar blues du hag ar country gwenn bevennoù stadoù ar su evit tizhout selaouerien nevez e pep lec'h er Stadoù unanet.
Larsen ha mediator 2 : Orinoù ar rock 'n roll : ar country Kregiñ a ra istor ar sonerezh Country er menezioù Appalaches, trevadennet gant emvroidi iwerzhonat ha skos, ha gwazh a-se evit ar meuriadoù Cherokee a veve eno. Ur boblañs stag ouzh an douar neuze hag en em stal war torgennoù ar rannvro, torgennoù hag a zo ivez ur repu evit ar sklaved war dec'h, ur wezh tremenet ganto al linenn Mason-Dixon, al linenn a verke ar vevenn etre ar stadoù sklavour hag ar re na oant ket.
Larsen ha mediator 3 : Orinoù ar rock 'n roll : sonerezh ar mengleuz Hiziv ez eomp d'ober un droiad e teñvalijenn ar mengleuzioù. Reiñ a raio tro deomp da selaou an ton kentañ, din da c'houzout, sañsuret gant an FBI, un ton hag a anevezo evel-just meur a version hag e skoimp betek leurenn montgomery en Alabama e lec'h ma krog un den anvet Hank Williams da seniñ gitar en ur stil a raio e vrud, ur meskaj hillbilly ha blues.
Hiziv setu-ni e Bristol, ur gêr brudet evit bezañ kêrbenn ar graf, met ivez hini un dornad strolladoù o deus krouet ur son anvet The Bristol Sound, ur meskaj hip-hop gant un implij stank eus ar skratch, goût a rit, pa vez lakaet an dorn war ar bladenn vynil evit he fiñval ha krouiñ luskoù ha sinkopennoù. Ha kement hag ober perak nompas ouzhpennañ trouzioù strakadennoù evit reiñ da soñjal eo kozh ar pladennoù. E berr gomzoù e oa ar Bristol Sound sonioù o tont eus an hip-hop met ivez orkestradurioù a ya da glask o awen e filmoù ar bloavezhioù 50, er jazz, er reggae hag er dub., hep disoñjal mouezhioù maouezed o tont eus ar folk pe ar soul. Hag ar Bristol Sound en deus roet ar pezh a vez anvet an trip hop, ha sell ‘ta, deus Bristol e teu drinded santel an trip hop : Massive Attack, Portishead ha Tricky.
Playlist :
- Massive Attack : Karmacoma (foñs son)
- Don McCloskey : Bombs Over Bristol (tennad son)
- Black Roots : Bristol Rock (foñs son)
- Tricky : Makes Me Wanna Die
- Grandmaster Flash : Supper Rappin no 2 (foñs son)
- Massive Attack : Safe From Harm
- Tricky : Overcome
- Smith & Mighty (feat. Rudy Lee) : No Justice
- Portyshead : Glory Box
- Roni Size & Reprazent : Heroes
Levrlennadur :
- “On vous raconte l’histoire de la scène musicale de Bristol” - Louise Marchand - Les Inrocks 12/06/23
- “L’odyssée du rock” – Florent Mazzoleni – Embannadurioù hors Collection