Larsen ha mediator !

Radio Bro Gwened

Liamm eilet er golver.

Larsen ha mediator 23 : The british blues boom 2

Larsen ha mediator 23 : The british blues boom 2

13/04/2023

Kenderc'hel a reomp hor pourmenadenn er pezh a voe anvet the british blues boom, pa voe levezonet un toullad muzisianed breizhveuriat gant sonerezh annezidi du stadoù delta ar Mississipi. Playlist : - Keef Hartley Band : Leavin 'trunk - Ten years after : I can't keep from crying sometimes - Fleetwood Mac : Black Magic Woman - Chicken Sack : The letter - Chicken Sack : You ain't no godd - John Lee Hooker and the Groundhogs : Waterfront 


Larsen ha mediator 22 : the british blues boom 1

Larsen ha mediator 22 : the british blues boom 1

13/04/2023

Tro hon eus bet en abadennoù kent da welout penaos o deus sonerien blues US evel Muddy Waters, Lightnin' Hopkins, pe Otis Rush skoet ar vuzisianed Breizhveuriat evel ar Stones, John Mayall hag e vluesbreakers pe The Who. Kenderc'hel a reomp hiziv hon ergerzhadenn er british blues boom. Playlist : - The Animals : Club a-go-go - The Animals : Gonna send you back to walker - The Yardbirds : Stroll on - Jeff Beck Group : You shook me - Them : Gloria - Jimi Hendrix : All along the Watchtower - Cream : Sunshine of your love 


Larsen ha mediator 16 : A-raok ar « british invasion »

Larsen ha mediator 16 : A-raok ar « british invasion »

13/04/2023

A-raok treizhañ Mor Breizh evit gwelout ar birvilh degaset gant The british invasion, pa voe tro ar sonerien saoz da levezoniñ ar bed, eo ret deomp da gentañ kompren gwelloc'h penaos en deus ar rock treizhet ar Meurvor Atlantel e dibenn ar bloavezhioù 50. Playlist : Howlin' Wolf : Moanin' in the moonlight Otis Rush : I can't quit you babe Sonny Boy Williamson : Help me Muddy Waters : Rollin' Stone The Rolling Stones : Come on John Mayall and the Heartbreakers : Another man John Mayall and the Heartbreakers : All your love  Muddy Waters, Sonny Boy Williamson, Memphis Slim ha Willie Dixon : Bye bye blues 


Larsen ha mediator 17 : The mods hag ar Swinging London

Larsen ha mediator 17 : The mods hag ar Swinging London

13/04/2023

Degemeret eo mat berzh ekolomikel fin ar bloavezhioù 50 e Breizh-Veur gant ur boblañs o c'houzañv ur sistem klasoù abaoe kantvedoù. Evel er Stadoù-Unanet, ez eus ur c'hoant bras gant ar yaouankiz da brofitañ eus e vuhez. Hervez Time Magazine ez eus d'ar c'houlz-se kazi 30 % eus annezidi Londrez hag a zo etre 15 ha 34 bloaz, un dregantad brasoc'h eget e peurrest an enezenn. Ar yaouankiz-se an hini eo a lakao Londrez da swingañ, oc'h ijinañ stiloù nevez, kenkoulz evit an dilhad hag evit ar sonerezh. Playlist : - The Kinks : I'm not like everybody else - Pennad tennet eus Quadrophenia, film Franc Roddam, produet gant The Who films ha Polytel e 1979 - The Kinks : Well respected man - The Kinks : Sunny afternoon - The Who : My generation - The Who (at Leeds) : Young man blues - Small faces : What cha gonna do about it


Larsen ha mediator 18 : The british invasion : The Rolling Stones

Larsen ha mediator 18 : The british invasion : The Rolling Stones

13/04/2023

E 1964 o deus ar Stones graet o zoull : gouesoc'h eget The Beatles e tiskouezont ivez un doujañs bras evit o idoled, araogerien ar blues hag ar rock 'n roll, komprenit sonerien zu rhythm 'n blues ar Stadoù-Unanet. Evit poent, ne glever war o fladenn nemet adenrolladennoù eus tonioù bet savet abretoc'h, da skouer « Carol » gant chuck Berry, « Walking the dog » gant Rufus Thomas, pe « come on » gant Berry c'hoazh. A-drugarez dezho e ra ar publik breizhveuriat anaoudegezh gant tonioù klasel ar blues. Playlist : The Rolling Stones : I wanna be your man Slim Harpo : I'm a king bee Marianne Faithfull : As tears go by  The Rolling Stones : Paint it, black The Rolling Stones : Let's spend the night together. The Rolling Stones : We love you The Rolling Stones : Prodigal son The Rolling Stones : No expectations The Rolling Stones : Gimme shelter


Larsen ha mediator 19 : The british invasion : The Beatles

Larsen ha mediator 19 : The british invasion : The Beatles

13/04/2023

Kenderc'hel a reomp hor rummad abadennoù gouestlet d'ar pezh zo bet anvet « The british invasion », p'o deus strolladoù saoz deroù ar bloavezhioù 60 trustet plasoù kentañ an holl « charts » dre ar bed a-bezh. Ha deuet eo ar mare evel-just da gomz eus ar strollad brudetañ er bed, ar strollad a chom hini karetañ ar blanedenn 50 vloaz goude m'o deus dispartiet, 40 vloaz goude marv John Lennon hag 20 vloaz goude hini George Harrison. Met penaos komz eus ar Beatles en ur eurvezh pe ziv ? Dic'hallus an hini eo, neuze em eus dibabet kentoc'h kinnig un nebeut tonioù heverk ha, ma vez tu, e-touez ar re dianavezetañ. Playlist : - The Beatles : Love me do - The Beatles : Boys - The Beatles : Twist and shout - The Beatles : From me to tou - The Beatles : I want to hold your hand - Kelaouadenn o tennañ d'ar beatlemanaia e Breizh-Veur gant E. Newman Evit NBS - CBSN 1963 : un tañva eus ar beatlemania er sixties - The Supremes : Can't buy me love - Donna Lynn : My boyfriend had a Beatle haircut - The Beatles : She 's a woman - The Beatles : I'm a loser


Larsen ha mediator 20 : The british invasion : The Beatles 2

Larsen ha mediator 20 : The british invasion : The Beatles 2

13/04/2023

Kenderc'hel a reomp hiziv hor baleadenn e pladennoù ar Beatles. Ar sizhun dremenet hor boa laosket anezho gwall skuizh e fin ar bloavezh 1964 gant peder fladenn enrollet e korf ur bloavezh, ha gwelet 'vo hiziv ne ya ket an traoù war c'horrekaat ! Playlist : The Zombies : She 's not here The Beatles : I need you The Beatles : You 've got to hide your love away The Beatles : Norwegian wood The Beatles : Got to get you into my life  The Beatles : Tomorrow never knows  The Beatles : Whithin you without you. The Beatles : A day in a life


Larsen ha mediator 21 : The british invasion : The Beatles 3

Larsen ha mediator 21 : The british invasion : The Beatles 3

13/04/2023

Setu-ni asamblez adarre e « Larsen ha mediator » evit gwelout tri bloavezh diwezhañ ar Beatles pa grog an arc'hant hag ar merc'hed da drenkañ awen ar strollad. Playlist : - The Beatles : Baby, you 're a rich man » - The Beatles : I'm the walrus - The Beatles : While my guitar gently weeps - The Beatles : Helter skelter - The Beatles : One after 909 - The beatles : You never give me your money


11 :  Ar re yaouank hag ar rock 'n roll

11 : Ar re yaouank hag ar rock 'n roll

13/04/2023

Larsen ha mediator 11 : Ar re yaouank hag ar rock 'n roll « The American way of life » evit ar re wenn d'an nebeutañ zo diazezet war un nebeut talvoudegezhioù eeun : daremprediñ e amezeien, dreist-holl da goulz oferenn ar barez, kaout e di dezhañ e-unan, hag e garr-tan evit mont d'ar c'hrogad base-ball pe mell-droad amerikan. Roz eo liv an dazont er fifties, ar gudenn nemeti evit ar gerent prederiet rak dazont o bugale eo ar rock ha c'hwezh ar sulfur, peg outañ. Degemer mat e Larsen ha mediator, hiziv e pledont gant ar re yaouank hag ar rock 'n roll. Playlist : Boyd Bennet and his rockets : Seventeen The Coasters : Yakety yak Chuck Berry : Sweet little sixteen Little Richard : Lucille Jimmie Snow tennet eus « 1950s preacher vs rock'n'roll music » Pat boone : Tutti frutti Little Richard and Pat Boone tennet eus « PBS History of Rock and Roll series, pt 1 » Bo Diddley :  Bo Diddley  The Robins : Riot in Cell Block #9 The Silhouettes : Get A Job Barret Strong : Money Levrlennadur : « Devil's Music, Holy Rollers and Hillbillies: How America Gave Birth to Rock » gant James A. Cosby "Our american century Rock and roll generation, teen life in the 50s" Time Life books "Les racines du rock" Florent Mazzoleni (Embannadurioù Hors collection)


12 :  An DJ's hag ar rock 'n roll

12 : An DJ's hag ar rock 'n roll

13/04/2023

Ne vefe ket bet gwall bell ar sonerien rock hep ar pezh a selaouit dres bremañ da lavaret ar radio. Rak ma zo ezhomm eus kanerien hag eus tiez-produiñ ez eus ezhomm ivez eus tud, diskoacherien a-wechoù, hag a ziviz lakaat pladenn-mañ-pladenn war an troer pladennoù evit ma vo skignet dreist bevennoù ar stadoù ha dreist ur vevenn all, hini liv ar c'hroc'hen. Degemer mat e metoù an Djs ! Playlist : Dewey Phillips - At WHBQ hosting red hot and blues e Memphis Gene Vincent : Be bop a lula Buddy Holly : That will be the day Alan Freed o kinnig e abadenn The dominoes : Have mercy baby Bill Haley : Rock around the clock Little richard : Rip it up take 1 Little richard : Rip it up Eddie Cochran : Skinny Jim Levrlennadur : "Les racines du rock" Florent Mazzoleni (Embannadurioù Hors collection) "Rhythm & blues country Rock 'n roll la musique qui vit grandir Elvis" J.C. Bertin (Embannadurioù Didier Carpentier)


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ