Larsen ha mediator !

Radio Bro Gwened

Liamm eilet er golver.

Larsen ha mediator 191 : Ar french touch 1

Larsen ha mediator 191 : Ar french touch 1

09/03/2026

Adalek fin ar bloavezhioù 80 e wel Breizh-Veur he yaouankiz oc’h en em vodañ e parkeier pe e etrepazioù dilezet evit dañsal an nozvezh-pad war luskoù bombardet gant sound-sistems ’maez lezenn. Buan-tre e treizh an nozvezhioù rave Mor Breizh ha dizale e virvilh kreiz ar bloavezhioù 90 e weler ul leurenn elektro parizian o c’henel. Dornadoù pladennoù a erru e stalennoù un nebeud gwerzhourien evit bezañ prenet kerkent gant tud yaouank dedennet gant ar sonioù nevez-se. Thomas Bangalter ha Guy Manuel de Homen-Christo zo en o zouez. Liseaned int c’hoazh el lise Carnot e XVIIvet arondisamant Pariz. Evel kalzig o deus krouet ur strollad rock “Darlin’» e anv, diwar anv ur ganaouenn eus ar Beach Boys. Bez e reont sonadegoù a-zehoù hag a-gleiz met netra sirius. Ur bladenn a enrollont memes tra e Bro-Saoz, un daou ditl meneget er Melody Maker evel daft punky thrash, ar pezh a roio dezho mennozh anv o strollad kentañ, Daft Punk !
Playlist :
- Slam : Positive Education (tennad son)
- DJ Phantasy : Jepron (tennad son)
- Daft Punk : Da Funk (tennad son)
- Daft Punk : Teachers
- Daft punk : Veridis Quo (foñs son)
- Daft punk : Face to face
- Daft Punk : The game of love
- Air : All I need
- Air (gant Gordon Tracks) : Playground Love
- Air : Cosmic Trip
Levrlennadur :
- Les Inrockuptibles hors-série : french Touch, 30 ans d’une histoire incroyable
- Les inrockuptibles 2 : Electro, des origines à nos jours
- “Electro” – Thomas Gaetner- Embannadurioù Gründ


Larsen ha mediator 190 : An nu metal

Larsen ha mediator 190 : An nu metal

02/03/2026

Bragoù baggy ha kasketenn biñset war ar penn, ur skate en un dorn, ur ghetto blaster en all, e-kreiz ar bloavezhioù 90 ez eus un toullad krennarded na gavont ket o lod gant soli gitar hir ar metal ha klemmvannoù ar grunge. Ar pezh a blij dezho eo lammat war o skate ha selaou The Beastie boys pe Cypress Hill met ivez groove metal Pantera, ne fell ket dezho dibab etre hip hop ha metal. Emaoc’h o selaou Larsen ha Mediaotr, an abadenn a zezrevell istor ar rock, kinniget deoc’h gant Gaëtan, hag hiziv e splujomp en nu metal !
Playlist :
- Korn : Blind
- Nine Inch nails : Piggy (foñs son)
- Korn : Daddy (tennad son)
- Korn : Freak on a Leash
- Deftones : Digital Bath
- Limp Bizkit : Break Stuff
- Slipknot : Wait and Bleed
- Papa Roach : Last Resort
- Linkin Park : In the End
Levrlennadur :
- “Le néo-métal” – Luke Miles – Embannadurioù Hors Collection
- “Rock fusion” - Jean-charles Desgroux – Embannadurioù Le mot et le reste


Larsen ha mediator 189 : Ar rock fusion 3

Larsen ha mediator 189 : Ar rock fusion 3

23/02/2026

Salud deoc’h lamponezed ha lamponed ar rock ‘n roll, donemat e Larsen ha Mediator an abadenn a zezrevell istor ar rock. Deuet war wel e kreiz an eighties pa ziviz Run DMC adkemer ton Aerosmith “Walk This Way”, ne baouez ket ar rock fusion da vountañ ar speurennoù a vevenne ar stiloù sonerezh rap, metal, funk ha rock. Kenderc’hel a reomp hiziv c’hoazh hor pourmenadenn er rock fusion, hag evit termeniñ c’hoazh deus petra zo kaoz e krogomp diouzhtu gant un ton a zo ur gwir melting pot...
Playlist :
- Smokin Suckaz Wit Logic : Playin' Foolz
- 311 : All Mixed Up
- Mr Bungle : Carousel
- Primus : Wynona’s Big Brown Beaver
- Silmarils : Just Be True
- No One Is Innocent : La peau
- Sonic youth & Cypress Hill : I Love You Mary Jane
Levrlennadur :
- “Rock fusion” - Jean-charles Desgroux – Embannadurioù Le mot et le reste
- “Fusion music de Miles Davis à Rage Against The Machine” – Manuel Rabasse – embannadurioù GM editions
- “Dictionnaire illustré du rock” – Christophe Goffette – Embannadurioù Larousse


Larsen ha mediator 188 : Ar rock fusion 2

Larsen ha mediator 188 : Ar rock fusion 2

16/02/2026

Kenderc’hel a reomp hon ergerzhadenn er pezh a voe anvet ar rock fusion er bloavezhioù 90. Ar sizhun dremenet hor boa gwelet e kave ar rock fusion e orin e kejadenn raperien Run DMC ha rockerien Aerosmith, ha niverus an amprestoù a bep tu etre ar rap hag ar metal. Hag ar funk neuze ?
Playlist :
- White Trash : The Crawl
- Extreme : Get the Funk Out
- Red Hot Chili Peppers : Good Time Boys
- Infectious Grooves : Stop Funk’ With My Head
- Rage Against the Machine : Killing in the Name
- Senser : What’s Going on ?
Levrlennadur :
- “Rock fusion” - Jean-charles Desgroux – Embannadurioù Le mot et le reste
- “Fusion music de Miles Davis à Rage Against The Machine” – Manuel Rabasse – embannadurioù GM editions
- “Dictionnaire illustré du rock” – Christophe Goffette – Embannadurioù Larousse


Larsen Ha Mediator 187 Ar Rock Fusion 1

Larsen Ha Mediator 187 Ar Rock Fusion 1

02/02/2026

N’eo ket nevez kemmeskañ stiloù sonerezh disheñvel, se eo ar sonerezh, levezonioù koazhet hag adtufet evit krouiñ un dra nevez. Meur a wech hon eus komzet en abadenn eus strolladoù a gemmeske ar stiloù sonerezh, Sly and The Family Stone pe Parliament Funkadelic gant ar funk hag ar rock, Miles Davis ha McLaughlin gant ar jazz hag ar rock, Bad Brains pe The Clash gant ar reggae, an dub hag ar punk, Anthrax gant ar rap hag ar metal, Afrika Bambaataa gant ar rap hag ar sonerezh elktronek. Niverus eo bet ar strolladoù oc’h arnodiñ a-raok ma teufe ar rock fusion da vezañ mainstream e-kreiz ar bloavezhioù 90...
Playlist :
- Mother’s Finest : Fire
- Aerosmith : Walk This Way (foñs son)
- Run DMC (ft Aerosmith) : Walk This Way
- Fishbone : One Day
- Living Colour : Which Way to America ?
- Beastie Boys : Rhymin’ & Stealin’
- Body Count : Freedom of Speech
Levrlennadur :
- “Rock fusion” - Jean-charles Desgroux – Embannadurioù Le mot et le reste
- “Fusion music de Miles Davis à Rage Against The Machine” – Manuel Rabasse – embannadurioù GM editions
- “Dictionnaire illustré du rock” – Christophe Goffette – Embannadurioù Larousse


Larsen ha mediator 186 : Ar skate punk

Larsen ha mediator 186 : Ar skate punk

26/01/2026

E fin ar bloavezhioù 80 eo ral ar strolladoù rock eeun, re “arty” eo The Pixies, mont a ra re bell al leurenn hardcore gant al luskad straight, ha Guns N’ Roses, goude bezañ mezhekaet ar strolladoù hair metal, a zeu da vezañ ur joke d’e dro. Daou luskad a zifoupo neuze : e Seattle, ar grunge pounner ha teñval, hag e Kalifornia an neopunk. Gant strolladoù evel Green Day, The Offspring pe Rancid hon eus ar vandenn-son peurvat evit un nozvezh oc’h ober skate en ur evañ boutailhadoù bier. Gwiskit ho pragoù baggy, ho T-shirt hir, ho lunedoù heol, setu ni loc’het evit ar west coast, Kalifornia here we are !
Playlist :
- Bad Religion : What Can You Do ?
- NOFX : Please play this song on the radio
- Green Day : Basket Case
- The Offspring : Come out and play
- Pennywise : Same old story
- Pulley : Lifer
- Lagwagon : Violins
- Face To Face : Sensible
- Blink 182 : What ‘s my age again ?


Larsen ha mediator 185 : An trip hop 2

Larsen ha mediator 185 : An trip hop 2

19/01/2026

Mezheven 1994. Emañ ar c’hazetenner Andy Pemberton oc’h en em soñjal en ur evañ ur banne kafe. Bez en deus da sevel ur pennad evit e gelaouenn Mixmax, arbenniget er sonerezhioù elektronek. Nevez selaouet en deus an ton “In Flux”, ur meskaj tonioù soul, funk, RnB ha jazz, torret gant breaks taboulinoù ha scratch. Skrivañ a ra Pemberton «Gant e veskaj pbm, spoken word, violoñsoù, trouzioù iskis, soniou bout ha luskoù gorrek en deus ar selaouer ar santimant da vezañ en un trip, an trip hop eo ! Elektro hag hip hop kenteuzet kement ma ne c’heller ket anavezout nag an eil nag egile”. Setu, bez e oa ar Bristol Sound, hiviziken e vo an trip hop.
Playlist :
- DJ Shadow : In Flux
- U.N.K.L.E. : Unkle Main Title Theme
- Dido : Here With Me (tennad son)
- Bjork : Human Behaviour
- Lamb : Gorecki
- Sneaker Pimps : 6 Underground
- Madonna : Frozen (tennad son)
- Hooverphonic : Mad About You
- Smoke City : Underwater Love
Levrlennadur :
- “On vous raconte l’histoire de la scène musicale de Bristol” - Louise Marchand - Les Inrocks 12/06/23
- “L’odyssée du rock” – Florent Mazzoleni – Embannadurioù Hors Collection


Larsen ha mediator 184 : An trip hop 1 : Bristol

Larsen ha mediator 184 : An trip hop 1 : Bristol

12/01/2026

Hiziv setu-ni e Bristol, ur gêr brudet evit bezañ kêrbenn ar graf, met ivez hini un dornad strolladoù o deus krouet ur son anvet The Bristol Sound, ur meskaj hip-hop gant un implij stank eus ar skratch, goût a rit, pa vez lakaet an dorn war ar bladenn vynil evit he fiñval ha krouiñ luskoù ha sinkopennoù. Ha kement hag ober perak nompas ouzhpennañ trouzioù strakadennoù evit reiñ da soñjal eo kozh ar pladennoù. E berr gomzoù e oa ar Bristol Sound sonioù o tont eus an hip-hop met ivez orkestradurioù a ya da glask o awen e filmoù ar bloavezhioù 50, er jazz, er reggae hag er dub., hep disoñjal mouezhioù maouezed o tont eus ar folk pe ar soul. Hag ar Bristol Sound en deus roet ar pezh a vez anvet an trip hop, ha sell ‘ta, deus Bristol e teu drinded santel an trip hop : Massive Attack, Portishead ha Tricky.
Playlist :
- Massive Attack : Karmacoma (foñs son)
- Don McCloskey : Bombs Over Bristol (tennad son)
- Black Roots : Bristol Rock (foñs son)
- Tricky : Makes Me Wanna Die
- Grandmaster Flash : Supper Rappin no 2 (foñs son)
- Massive Attack : Safe From Harm
- Tricky : Overcome
- Smith & Mighty (feat. Rudy Lee) : No Justice
- Portyshead : Glory Box
- Roni Size & Reprazent : Heroes
Levrlennadur :
- “On vous raconte l’histoire de la scène musicale de Bristol” - Louise Marchand - Les Inrocks 12/06/23
- “L’odyssée du rock” – Florent Mazzoleni – Embannadurioù hors Collection


Larsen ha mediator 183 : Roswell, E.T. hag ar rock !

Larsen ha mediator 183 : Roswell, E.T. hag ar rock !

05/01/2026

Da heul an eil brezel-bed en em led ar sevenadur amerikan er bed a-bezh. Daou skor sevenadur zo neuze produet ha skignet a-vil vern oc’h heuliañ ar GI’s forzh peseurt lec’h ez afent : ar pladennoù hag ar comics. Gant ar re gentañ en em led ar sonerezh, gant an eil ar skiant-faltazi.
Ar ger UFO, Unidentified Flying Object e saozneg (ni-di e brezhoneg) zo bet krouet e 1952 gant Edward J. Ruppelt, kapiten er US Air Force. Hemañ a oa e penn ar c’homision lakaet e plas gant an arme evit studiañ arselloù planedoù-nij niverusoc’h-niverusañ. Divizet e oa bet krouiñ ar c’homision-se da heul testeni al loman Kenneth Arnold en doa gwelet objedoù liesseurt o stummoù en oabl e 1947. Dibaoe e oa paot an testenioù (800 e 1948) ha martezeadennoù a bep seurt a rede da heul o komz eus kentpatromoù kirri-nij sekred amerikan pe rus hag eus donedigezh ezdouaridi war an Douar, un dodenn e aour evit ar rock !
Playlist :
- The Carpenters : Calling Occupants Of Interplanetary Craft (tennad son)
- Bernard Herrmann : The Twilight Zone Theme (foñs son)
- Ella Fitzgerald : Two Little Men in a Flying Saucer (tennad son)
- Boris Vian : La Java Martienne (tennad son)
- Invasion of the Body Snatchers, sevenet gant Don siegel e 1956 (tennad son)
- Billy Lee Riley : Flying Saucers Rock ‘n Roll
- Sheb Wooley : The Purple People Eater
- The Randells : Martian Hop (tennad son)
- Buchanan & Goodman : The Flying Saucer (tennad son)
- The Ventures : War of the Satellites (foñs son)
- The Tornados : Telstar
- Dominic Frontiere : The Invaders Theme (foñs son)
- Pink Floyd : Interstellar Overdrive (tennad son)
- Jefferson Airplane : Have You Seen the Saucers ?
- Elton John : I’ve Seen the Saucers (tennad son)
- David Bowie : Space Oddity (foñs son)
- Parliamant : Unfunky UFO (tennad son)
- Meco : Star Wars Theme (foñs son)
- Space : Magic Fly


Larsen ha mediator 182 : Un nebeud kaletezennoù mat evit echuiñ ar blead !

Larsen ha mediator 182 : Un nebeud kaletezennoù mat evit echuiñ ar blead !

29/12/2025

Salud deoc’h lamponezed ha lamponed vihan ar rock ‘n roll, donemat e Larsen ha Mediator, an abadenn a zezrevell istor ar rock abaoe e orinoù kinniget deoc’h gant Gaëtan. Emichañs ho po tremenet gouelioù Nedeleg a-feson, evit fin ar blead e kinnigan deoc’h teurel ur sell ouzh pladennoù dedennus, d’am meno bepred, deuet ‘maez e eil hanterenn ar blead 2025.
Playlist
- Snocaps : Heathcliff
- Kae Tempest : Statue in the square
- Ufos : UFO
-Christone « Kingfish » Ingram : Truth
- Chrissie Hynde gant Cat Power : First of The Gang To Die
- Robert Plant ha Saving Grace : Higher Rock
- Mirador : Blood and Custard
- Hollie Cook : Shy Girl


Da-heul Diwezhañ