Ha penaos lavaret "brise"? Aezhenn, mouch-avel, avel laosk, avel sempl, ur mouchad avel, ur rizadenn.. Ha "brouillard"? Mogidell, brum, brumachenn, latar, lusenn, kailhar, morenn...
Gerioù an amzer 1.
19/05/2025
Ha penaos lavaret " arc- en -ciel"? Kanevedenn, gwareg ar glav, gwaragell... Hag "averse", "ondée"? Ur barr, ur gaouad (zour), un douilhenn, ur bouilhard zour, un deilenn...
Paotred ar Zabat 4.
12/05/2025
An taol-mañ 'vo anv eus teuzioù, tasmantoù, spesoù. Hag ivez eus ar goulou rek hag ar c'heler noz!
Paotred ar Zabat 3
24/04/2025
Ar sorserien, ar veleien... Istor Biel ar c'hi du 'oa gouest da gilhañ an dud! An den ruz, paotr an amzer fall, paotr e vean...
Paotred ar Zabat 2
17/04/2025
Kendalc'het 'vo gant displegañ ar pezh vez graet gant ar gornandoned, hag ar re all... en noz! Petra veze kontet evit spontañ ar vugale: an daoulagad ruz, ar vleizez vor...
Paotred ar Zabat 1
01/04/2025
Paotred ar Zabat, Viltañsoù, Korriked, Korriganed...piv int ha petra vez graet ganto...en noz evel-just!
Ar stumm verboù, A o dibenn.
25/03/2025
Merc'heta, sistra, mouara, lusa, eta, taralegeta...
Gerioù ar sex 7
14/03/2025
Displeget 'vo gant Mikael Madeg petra eo foar ar yaouankizoù. Gerioù all: debron, ebatal...hag un nebeut troioù-lavar.
Gerioù ar sex 6
14/03/2025
Un nebeud gerioù mesk-ha-mesk: goulenn, c'hwiti, pitaot ha pitaota, .. An euredoù hag ar pardonioù, un digarez da zouseta, merc'heta...
Gerioù ar sex 5.
28/01/2025
Ha gerioù a bep seurt c'hoazh! Koukouk, lamm, park leton, afedenn, rozenn... Verboù ivez: Defloriñ, dibakañ, diframmañ, distankañ, dilostañ... Da ober anv an taol-mañ eus merc'hed, ha paotred ! Bet c'hoariet evit ar wech kentañ.