Episode 16 : SALUDIÑ
C’hoari a ra ar strollad Serr-noz evit ar wech ziwezhañ, dirak annezidi an enezenn. Felix a c’hoari tudenn ar Roue Lear, ha Metig tudenn Kordelia, merc’h ar roue. Brav eo an amzer en-dro, dieubet int holl. Mont a reont gant o hent en-dro, treuzfeurmet pep hini anezho gant an tourmant.
Un heuliad ijinet ha sevenet gant Mai Lincoln ha Thomas Cloarec
Skrivet asambles gant Yann-Herle Gourves, Justine Morvan, Marion Gwenn, Loeiza Beauvir ha Quentin Morvan.
C’hoariet gant Justine Morvan, Yann-Herle Gourves, Marion Gwenn, Quentin Morvan, Loeiza Beauvir, Kristof ar Menn, Thomas Cloarec, Gwenola Coïc ha Mai Lincoln.
Enrollet ha kemmesket gant Jean Mari Ollivier ha Gwenole Peaudecerf.
Sonerezh ha sound design krouet gant Krismenn ha Yann Le Corre
RANN 15 : AR GEJADENN
Didrouz eo an enezenn. Bev eo Felix. Bale a ra war-zu ar sal-liesimplij dindan un heol splann. Petra ‘lâro da v.Metig ? Perak ‘ta zo bet kuzhet dioutañ en doa ur verc’h e-pad keid-all amzer ? Gant Fred ha Naig en e-gichen e kavo Felix nerzh da zigeriñ ar jarl-ludu ha da gimiadiñ diouzh e vamm, Soaz.
Un heuliad ijinet ha sevenet gant Mai Lincoln ha Thomas Cloarec
Skrivet asambles gant Yann-Herle Gourves, Justine Morvan, Marion Gwenn, Loeiza Beauvir ha Quentin Morvan.
C’hoariet gant Justine Morvan, Yann-Herle Gourves, Marion Gwenn, Quentin Morvan, Loeiza Beauvir, Kristof ar Menn, Thomas Cloarec, Gwenola Coïc ha Mai Lincoln.
Enrollet ha kemmesket gant Jean Mari Ollivier ha Gwenole Peaudecerf.
Sonerezh ha sound design krouet gant Krismenn ha Yann Le Corre
RANN 14 : AR VOUGEV
Kouezhet eo Felix diwar an tornaod. Fuloret bras eo ar mor met daoust d’ar boan o flemmañ e gorf e teu Felix a-benn da gavout goudor e mougev beg Kadoran. Eñvorennoù e vugaleaj, huñvreoù tadelezh ha soñjoù du en em vesk en e spered. Ha dreist bevañ a raio Felix d’ar gorventenn ?
Un heuliad ijinet ha sevenet gant Mai Lincoln ha Thomas Cloarec
Skrivet asambles gant Yann-Herle Gourves, Justine Morvan, Marion Gwenn, Loeiza Beauvir ha Quentin Morvan.
C’hoariet gant Justine Morvan, Yann-Herle Gourves, Marion Gwenn, Quentin Morvan, Loeiza Beauvir, Kristof ar Menn, Thomas Cloarec, Gwenola Coïc ha Mai Lincoln.
Enrollet ha kemmesket gant Jean Mari Ollivier ha Gwenole Peaudecerf.
Sonerezh ha sound design krouet gant Krismenn ha Yann Le Corre
RANN 13 : ER GOUDOR
Adkavet eo bet Metig gant ar bomperien hag adkaset d’ar sal-liesimplij lec’h m’emañ holl dud an enezenn o klask goudor. Den na oar e pelec’h emañ Felix, e-unan emañ er-maez en avel foll. Azezet war o gweleoù-kampiñ e kont Naig, Lan ha Fred o eñvorennoù brav asambles gant Felix hag ar gompagnunezh. Peseurt eñvorennoù a chomo gant Metig ma vo lonket he zad gant ar gorventenn ?
Un heuliad ijinet ha sevenet gant Mai Lincoln ha Thomas Cloarec
Skrivet asambles gant Yann-Herle Gourves, Justine Morvan, Marion Gwenn, Loeiza Beauvir ha Quentin Morvan.
C’hoariet gant Justine Morvan, Yann-Herle Gourves, Marion Gwenn, Quentin Morvan, Loeiza Beauvir, Kristof ar Menn, Thomas Cloarec, Gwenola Coïc ha Mai Lincoln.
Enrollet ha kemmesket gant Jean Mari Ollivier ha Gwenole Peaudecerf.
Sonerezh ha sound design krouet gant Krismenn ha Yann Le Corre
RANN 12 : STROÑS
Nullet eo an abadenn c’hoariva abalamour d’ar gwallamzer. Metig, Lan, Fred, Naig ha Felix a zo c’hortoz e tremenfe ar gorventenn v.Boris pa erru ar fliked er sal-liesimplij. Implijet e vo ar sal evit adlojañ tud an enezenn betek ma vefe tremenet ar gorventenn. O welet ar fliked e koll Felix e skiant-vat. Perak ‘ta e klask Felix achap kuit ?
Un heuliad ijinet ha sevenet gant Mai Lincoln ha Thomas Cloarec
Skrivet asambles gant Yann-Herle Gourves, Justine Morvan, Marion Gwenn, Loeiza Beauvir ha Quentin Morvan.
C’hoariet gant Justine Morvan, Yann-Herle Gourves, Marion Gwenn, Quentin Morvan, Loeiza Beauvir, Kristof ar Menn, Thomas Cloarec, Gwenola Coïc ha Mai Lincoln.
Enrollet ha kemmesket gant Jean Mari Ollivier ha Gwenole Peaudecerf.
Sonerezh ha sound design krouet gant Krismenn ha Yann Le Corre
RANN 11 : ‘PEFE KET GELLET DIBAB UR PAOTR ALL ?
Evit ar wech kentañ e kont Valérie hec’h istor gant Felix d’he merc’h. Penaos ha pelec’h o deus graet anaoudegezh. Trubuilhet eo Metig gant ar pezh a glev. Ha Felix a seblant bezañ kollet e skiant-vat gantañ c’hoazh. Ne oar ket petra soñjal ken. Ha lârout a raio Metig piv eo-hi da Felix ?
Un heuliad ijinet ha sevenet gant Mai Lincoln ha Thomas Cloarec
Skrivet asambles gant Yann-Herle Gourves, Justine Morvan, Marion Gwenn, Loeiza Beauvir ha Quentin Morvan.
C’hoariet gant Justine Morvan, Yann-Herle Gourves, Marion Gwenn, Quentin Morvan, Loeiza Beauvir, Kristof ar Menn, Thomas Cloarec, Gwenola Coïc ha Mai Lincoln.
Enrollet ha kemmesket gant Jean Mari Ollivier ha Gwenole Peaudecerf.
Sonerezh ha sound design krouet gant Krismenn ha Yann Le Corre
RANN 10 : AR GABLUSTED
O treiñ da foll emañ Felix. Ar santimant en deus n’ez eus hini ebet e-touez e geneiled o sikour anezhañ da saveteiñ ar gompagnunezh : Bernard a zo un treitour, dilezet eo bet gant Naig, Fred ha Lan. N’eus den prest ebet ken da stourm gantañ. Tapet en e dourmant n’eo ket Felix evit klevet emañ ar gorventenn o tostaat.
Un heuliad ijinet ha sevenet gant Mai Lincoln ha Thomas Cloarec
Skrivet asambles gant Yann-Herle Gourves, Justine Morvan, Marion Gwenn, Loeiza Beauvir ha Quentin Morvan.
C’hoariet gant Justine Morvan, Yann-Herle Gourves, Marion Gwenn, Quentin Morvan, Loeiza Beauvir, Kristof ar Menn, Thomas Cloarec, Gwenola Coïc ha Mai Lincoln.
Enrollet ha kemmesket gant Jean Mari Ollivier ha Gwenole Peaudecerf.
Sonerezh ha sound design krouet gant Krismenn ha Yann Le Corre
RANN 9 : AN HERÊZH
Kounnaret eo Metig a-enep he mamm a chom direspont e-tal he goulennoù hag a-enep Felix abalamour d’e droioù-kamm a lak an dud da vezañ en disfiz outañ. Stanket eo war an enezenn abalamour d’ar gorventenn. Ne c’hell ket tec’hout kuit. Oc’h eskemm gant Lan e tizoloio Metig ur prantad eus buhez he zad. Ha perzhioù mat a vefe gant Felix ?
Un heuliad ijinet ha sevenet gant Mai Lincoln ha Thomas Cloarec
Skrivet asambles gant Yann-Herle Gourves, Justine Morvan, Marion Gwenn, Loeiza Beauvir ha Quentin Morvan.
C’hoariet gant Justine Morvan, Yann-Herle Gourves, Marion Gwenn, Quentin Morvan, Loeiza Beauvir, Kristof ar Menn, Thomas Cloarec, Gwenola Coïc ha Mai Lincoln.
Enrollet ha kemmesket gant Jean Mari Ollivier ha Gwenole Peaudecerf.
Sonerezh ha sound design krouet gant Krismenn ha Yann Le Corre
Rann 8 : LAEROÑSI
Pep tra zo ‘treiñ da fall en-dro da Felix : kollet eo Kiki ar c’hi, goullo eo kef ar gompagnunezh hag ar gorventenn v.Boris a vo o c’hwezhañ kreñv war an enezenn a-benn nebeut. Emañ Felix o vont donoc’h-donañ el lagenn evit klask saveteiñ ar gompagnunezh c’hoariva. Peur ‘ta e tihuno ?
Un heuliad ijinet ha sevenet gant Mai Lincoln ha Thomas Cloarec
Skrivet asambles gant Yann-Herle Gourves, Justine Morvan, Marion Gwenn, Loeiza Beauvir ha Quentin Morvan.
C’hoariet gant Justine Morvan, Yann-Herle Gourves, Marion Gwenn, Quentin Morvan, Loeiza Beauvir, Kristof ar Menn, Thomas Cloarec, Gwenola Coïc ha Mai Lincoln.
Enrollet ha kemmesket gant Jean Mari Ollivier ha Gwenole Peaudecerf.
Sonerezh ha sound design krouet gant Krismenn ha Yann Le Corre
Rann 7 : METIG, MERC’H VALÉRIE ROLZEN
Tamm-ha-tamm e kav Metig plijadur o vezañ gant tud Serr-noz. Aes eo dezhi eskemm gant Fred, teknisian-son ar strollad abaoe an deroù. Gantañ e klask Metig kompren gwelloc’h istor he zud. Met ret eo dezhi chom war-evezh ma ne fell ket dezhi na vefe dizoloet ar wirionez gant ar strollad.