E ti-feurm an amprevaned Gwipavaz, krouet gant Saveol, e vez ganet bep bloaz milionoù a amprevaned.Ar re-se zo amprevaned lavaret "soudarded" a zo labour dezho debriñ an amprevaned "enebourien". Implijet 'vezont 'barzh an tiez-gwer sivi ha tomatez kuitez da ober gant produioù kimiek.
En abadenn-mañ, anv eus gwesped bihan hag eus kelien gwenn gant Visant Tignag, a gustum degemer an dud en ti-feurm ha kinnig gweladennoù e brezhoneg. Evit-se o deus bet ur priz gant "Produet e Breizh"
Gant Karolina
Yan' Dargent ha kevrin Breizh, sed aze anv an diskouezadeg a zo da gaout er mare-mañ e mirdi Sant-Servez.
Dre un dibab taolennoù o tiskouez gweledvaoù, mojennoù ha sent kozh e vez lakaet war-wel "Kevrin Breizh"'.
Ha liammoù ha traoù damheñvel a gaver etre al livour eus an 19 vet kantved hag ar skrivagner brudet Philippe Le Guillou a zeuio da Sant- Servez da 7 a viz Eost da boent un abadenn gant Anne Auffret.
Displegadennoù gant Ronan Hirrien, prezidant kevredigezh Mignoned Yan' Dargent.
Klozet 'vo an abadenn gant "Alc’hwezioù brezhoneg" gant Mikeal Madeg.
Gant Karolina.
Digoret 'vo an abadenn gant "Liorzh Marzhus Ildut" da vont tre betek fin troiad ar reier gwenn.
Goude se 'vimp gant skolidi Diwan Landerne evit un abadenn radio savet ganto "Klasad an Erevent".
Hag 'vo klozet an abadenn gant "Pik pe vran a gan" displeget gant Dominique Thepaut.
Gant Karolina
Roet e vo deoc'h da selaou daou atalier e brezhoneg a oa bet dalc'het e Ti ar re gozh Lanneur e miz Meurzh hag e miz Mae gant Mireille Arnouat. Lodenn gentañ ar podkast zo diwar-benn an dilhad kozh hag eben diwar-benn kannañ gwechall.
Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc
Baptiste Corre a gemero perzh evit ar wech kentañ er genstrivadeg biniou bras da geñver Emgavioù Menez Meur disul e Hañveg e [Parc naturel régional d'Armorique] (https://www.facebook.com/parcdarmorique?__cft__[0]=AZW5LdnS5dDSSJE9rjxuVYqbGp3lJt-As8Gc5etrGfSlurCnqZZRnOMyq4Sj5OKClsITDmdpGwqy4EE0rAUJgLQwOmfyXdBSUkidcn4REqgNE2vkQJmxIWmV9aFCVgaSmi_kxSn8TFPnB_C6xaNcK5YKsSX4yJW5dnl-XW003Nt4pCW1KPUq7dudPdoRmPyPjDYj6XnJHLwdStAqcDhQr071&__tn__=-]K-R)
Justine Guirieg, kenbrezidantez [Kenleur Penn-ar-Bed] (https://www.facebook.com/kenleur29?__cft__[0]=AZW5LdnS5dDSSJE9rjxuVYqbGp3lJt-As8Gc5etrGfSlurCnqZZRnOMyq4Sj5OKClsITDmdpGwqy4EE0rAUJgLQwOmfyXdBSUkidcn4REqgNE2vkQJmxIWmV9aFCVgaSmi_kxSn8TFPnB_C6xaNcK5YKsSX4yJW5dnl-XW003Nt4pCW1KPUq7dudPdoRmPyPjDYj6XnJHLwdStAqcDhQr071&__tn__=-]K-R) , a lakao ar gaoz war ar staj dañs a vo dalc'het warc'hoazh e Lopereg
Buhezet e vo lenn an Dreneg disul da geñver "Gouel ar bankeier", muioc'h a ditouroù gant Jozia Le Gratiet eus ar gevredigezh Dourvank , dre bellgomz gant Pauline Daniel
Dre bellgomz e vimp asambles gant Reunan ar Mougn ivez. Ar gevredigezh "Marc'h Mor" a aoz ar gouel "Du plijadur à Saint Mathieu" a vo dalc'het disul e Lok-Maze.
Hiziv e embann ar strollad TekMao e bladenn nevez ! Malo Gentil, soner en triad-se, a vo ganeomp en abadenn Trouz er gêr evit kinnig an tonioù nevez savet. Da geñver Gouel ar sonerezh e sono ar strollad sonerezh tekno-hengounel Tekmao e braserezh Poem e Brest.
Kinniget eo an abadenn gant Maëlys Poublanc
Ar gevredigezh "Dourvank" zo e-penn ur raktres staliañ bankeier tro dro da lenn an Dreneg. Peget e vo "kodoù QR" outo evit ma c'hellfe ar bourmenerien selaou testenioù gant annezidi eus ar vro. Goulennet eo bet digant Arvorig FM dastum eñvorennoù e brezhoneg diwar-benn al lenn a zo bet savet e 1981.
D'ar Yaou 5 a viz Even e oa bet dalc'het un abadenn radio e Ti ar re gozh Sizun eta gant :
Skolidi ha skolajidi eus Sizun
Jean Kloareg hag Herve Joncourt, daou annezad eus Ti ar re gozh Sizun
Marion Gwenn, Jean Braneleg ha Jakez Perros, o chom e Menez Are
Kaset e oa an abadenn gant Pauline Daniel ha Maëlys Poublanc.
Lidet e vo an unnek bank nevez staliet en Dreneg da geñver "Gouel ar bankoù" a vo dalc'het d'an 29 a viz Even.