Trouz er gêr

Arvorig FM

Lien copié dans le presse papier.

Cirque à Leon e Sibiril.

Cirque à Leon e Sibiril.

25/11/2025

'pad vakañsoù an Holl-Zent oa ket kinniget gant "Le cirque à Leon" ur staj sirk e brezhoneg evit ar vugale e Sibilril. Klevet 'vo ar gelennerez Fiona Perret hag he stajidi yaouank o doa desket ober troioù ouesk a-bep seurt!
Gant Karolina


Kristian ar Braz en deus komzet gant liseidi eus Lise Tristan Corbière a-raok saloñs al levrioù evit ar yaouankiz

Kristian ar Braz en deus komzet gant liseidi eus Lise Tristan Corbière a-raok saloñs al levrioù evit ar yaouankiz

21/11/2025

E-pad an dibenn-sizhun e vo dalc'het pevarzekvet saloñs al levrioù evit ar yaouankiz e bro Montroulez. Aozet e vez an darvoud-se gant "La Baie des Livres". Kristian ar Braz a gaso un daol-grenn diwar-benn al lennegezh e brezhoneg evit ar re-yaouank disul e kreizenn "Le Roudour". Pedet e oa ar skrivagner da gaozeal eus e labour gant liseidi Tristan Corbière dec'h.


Levr " Eskemm" gant Pierrig Mellouet.

Levr " Eskemm" gant Pierrig Mellouet.

20/11/2025

"Eskemm, Quêteurs de mémoire en Bretagne" gant Roudoù Editions a zo levr nevesañ Pierrig Mellouet hag Albert Penneg.
Alies n'eus bet tro Pierrig, kelenner e vicher, da aozañ kejadennoù etre tud yaouank ha tud kozh. Bet un digarez da gaozeal diwar-benn traoù a bep seurt: ar relijion, ar skol, c'hoarioù ar vugale, ar vrezel...
Diwar-se eo ganet levr "Eskemm".
Ul levr da lenn ha da selaou.
Gant Karolina.


Julien Meffre & Bloody Sunday.

Julien Meffre & Bloody Sunday.

18/11/2025

Prosez ar soudard F 'zo bet dalc'het e Belfast un nebeud mizioù a zo. Ar soudard F 'zo unan eus ar soudarded "para" 'oa bet kaset da derriñ ar vanifestadeg 'oa bet renet gant stourmerien evit gwirioù mab-den e Derry. 53 bloaz a zo, d'an 30 a viz Geñver 1972 'oa c'hoarvezet ar Bloody Sunday, ar sulvezh gwadek. 14 Iwerzhonad katolik yaouank 'oa bet lazhet gant lu Rouantelezh Unaned pa oa chomet sioul an dud 'noa kemeret perzh er vanifestadeg. Gortozet oa bet ar prosez-mañ abaoe bloavezhioù gant an Iwerzhoniz, evel Eva Ni Malein, Iwerzhonadez anezhi, a orin eus Alamagn hag o tont eus Belfast.
Eil lodenn an abadenn 'vo gouestlet da Julien Meffre, kazetenner dizalc'h , a skriv pennadoù 'barzh meur a gazetenn: Ya, Telegram, Libération, Armen... Un digarez da gaout e soñj war gresk mennozhioù an tu dehoù pellañ er bed politikel, er mediaoù hag er gevredigezh dre vras.
Gant Karolina.


Deizhiataer an dibenn-sizhun

Deizhiataer an dibenn-sizhun

14/11/2025

Deiziataer an dibenn-sizhun :
? Foar ar pladennoù a vo dalc'het disul e Plougerne. Yvonne Le Maréchal a fardo krampouezh an devezh-se. A-youl vat emañ-hi gant ar gevredigezh "France Alzheimer" ivez. Ur sonadeg da rastellañ arc'hant evit ar gevredigezh-se a vo d'an 23 a viz Du gant "Paotred Pagan" e Plabenneg. Kanañ a ra Jean-Michel Deniel el laz-kanañ-se.
? Fest bier Gwitalmeze a vo dalc'het disadorn ha disul, muioc'h a zisplegadennoù gant Aurélie Koum eus ar gevredigezh "Ar Viltañsoù" a aoz ar gouel-se. Dre bellgomz emañ ganeomp.
Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc


Kantennerezh troidellek

Kantennerezh troidellek

13/11/2025

E-pad vakañsoù an Holl-Zent oa bet kinniget gant Gaelle Maudire ur staj da zesliñ ober margodennoù gant teknik ar c'hantennerezh troidellek.
Klevet 'vo ivez bugale , bet o kemer perzh er staj: Avel, Sacha, Lili hag Aodren.
En abadenn 'vo ivez "Emgann Kergidu"gant Dominique Thépaut, hag "Alc'hwezhioù brezhoneg" , troioù lavar an amzer gant Mikeal Madeg.
Gant Karolina.


"Les Plounévezizns dans la tourmente de la seconde guerre mondiale". Roger Bossard & Herve Peaudecerf.

"Les Plounévezizns dans la tourmente de la seconde guerre mondiale". Roger Bossard & Herve Peaudecerf.

06/11/2025

Digoret 'vo an abadenn gant "alc'hwezioù brezhoneg " ha troioù-lavar diwar-benn an amzer gant Mikael Madeg.
Goude-se e talc'himp gant ar gaoz gant levr nevesañ Roger Bossard diwar-benn tud Gwinevez da boent an eil brezel-bed. Daou bennad a zo ivez 'barzh al levr skrivet gant Herve Peaudecerf oc'h anv eus daou garr-nij pillet d an traoñ d'ar mare-se.
Klozet 'vo gant trede lodenn "Emgann Kergidu" kinniget gant Dominique Thépaut.
Gant Karolina


Sevel a ra atalieroù tro dro d'ar mor Benjamin Toupin e Bro Montroulez-Treger

Sevel a ra atalieroù tro dro d'ar mor Benjamin Toupin e Bro Montroulez-Treger

05/11/2025

Buhezour eo Benjamin Toupin en Ulamir-CPIE pe Unvaniezh lec'hel buheziñ ar maezioù ha kreizenn bad a intrudu evit an endro e bro Montroulez-Treger. Kinnig a ra atalieroù diwar-benn ar mor hag an endro da skolidi ha da dud deuet a zo o chom war ar maez.
Embannet eo an abadnen gant Maëlys Poublanc


"Les Plounéveziens dans la tourmente de la seconde guerre mondiale". Testenni Jean Goaoc.

"Les Plounéveziens dans la tourmente de la seconde guerre mondiale". Testenni Jean Goaoc.

04/11/2025

"Les Plounéveziens dans la tourmente de la seconde guerre mondiale", setu levr nevesañ Roger Bossard savet diwar enklaskoù graet gantañ hag ivez diwar testenioù dastumet gantañ.
Hiziv en abadenn 'vo roet ar gaoz da Jean Goaoc, ganet e 1937, neus bet tro da gontañ e eñvorennoù da Roger Bossard.
Gant Karolina.


Ar gevredigezh Marée Mauve a aoz sonadegoù e bro Landerne

Ar gevredigezh Marée Mauve a aoz sonadegoù e bro Landerne

31/10/2025

Fenoz e vo dalc'het an trede "JAM", un abadenn aozet gant ar gevredigezh "Marée Mauve" e Landerne. Kregiñ a raio an darvoud gant ur "blind-test", da lavaret eo ur c'hoari sonerezh, ha da c'houde e sono ar strolladoù folk, rock ha punk Manon et Côme, Swansea ha Sardin Destroyed. Paol Moreau a roio lusk d'an nozvezh-se en davarn "Blackrock".


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine