Evit ar wech kentañ e kinnigo ar strollad Ar vro Bagan "Ar vosenn nevez" disadorn, en Armorika e Plougerne. E-mod "Commedia dell'arte eo bet skrivet ar pezh-c'hoari-se gant Goulc'han Kervella. Daou eus ar gomedianed, Erwan Billant ha Maxime L'Hostis, a gonto deomp penaos eo bet leurennet gant Etienne Siberil evit doujañ da reolennoù an doare-se da c'hoari.
Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc
E-pad vakañsoù an Holl-Zent oa bet kinniget gant Gaelle Maudire ur staj da zesliñ ober margodennoù gant teknik ar c'hantennerezh troidellek.
Klevet 'vo ivez bugale , bet o kemer perzh er staj: Avel, Sacha, Lili hag Aodren.
En abadenn 'vo ivez "Emgann Kergidu"gant Dominique Thépaut, hag "Alc'hwezhioù brezhoneg" , troioù lavar an amzer gant Mikeal Madeg.
Gant Karolina.