Daou atalier kaset gant Mireille Arnouat hag enrollet e ti ar re gozh Lanneur a vo da glevet en abadenn-mañ. An hini kentañ a oa diwar-benn ar c'hezeg hag egile a oa gouestlet d'an dornañ. Enrollet e oant bet e miz Ebrel hag e miz Even.
Iryna Novokhatska ha Lana Udod o deus savet ar gevredigezh "Tanok" a sav arvestoù dañsoù bro Ukren e Brest. An div zo repuadezed eus ar brezel. Iryna a oa saverez korollerezh a-vicher ha Lana a rene raktresoù e bro Ukren. Asambles o deus savet arvestoù ha kentelioù dañs evit en em skoazell, dastum arc'hant evit o bro ha kinnig o sevenadur d'ar Vreizhiz. Warlene e oa aet daveto Nolwenn Pellard he doa desket dañsoù bro Ukren ganto ha kelennet he doa dañsoù Breizh dezho ivez.
Troet eo bet ar pennad-kaoz-se eus an ukraineg d'ar brezhoneg gant Pauline Daniel.
Embannet eo an abadenn-mañ gant Maëlys Poublanc
Elouan ar C'houlz ha Julien Danielo a sone disadorn e Plistin gant an triad Zoñj da geñver ur fest-noz. Un digarez da lakaat ar gaoz war bladenn nevez ar strollad, "Koar", gant ar soner violoñs hag ar soner akordeoñs.
Embannet eo an abadenn-mañ gant Maëlys Poublanc
Da geñver "Gorsedd Vreizh Digor" oa bet 'pad an hañv e Lesneven 'oa bet ur brezegenn gant Ken George, a zo moroniour, yezhonour ha barzh ezel eus Gorseth Kernow.
Kalzig a levrioù 'zo bet skrivet gantañ diwar-benn ar yezhoniek keltiek ha geriadurioù kerneveurek ivez.
Setu tem e brezegenn: Azginivelezh ar c'herneveurek.
Gant Karolina
Anaelle Kalloc'h, renerez ekomirdi departamantel Menez-Are a ginnigo programm devezhioù ar glad e milinoù Kerouad e Kommanna.
Justine Morvan a sono gant he strollad nevez "Cheval Jospin" da geñver an abadenn "Soirée du matrimoine" er Garen e Brest disadorn.
Embannet eo an abadenn-mañ gant Maëlys Poublanc
Jeanne Megly zo teknikourez-diellourez. Ar bloaz-mañ he deus labouret war zielloù-son ar radio "Radio Animation Pêche" a skigne abadennoù war-vor er bloavezhioù 70-90. Dalc'het eo an dastumad-se gant Kreizenn an enklaskoù breizhek ha keltiek (CRBC) e Brest. Jeanne Megly he deus niverelaet ar bandennoù-son e Gwarez filmoù Breizh el lec'h ma'z eus mekanikoù arbennik.
Evit gouzout hiroc'h : [https://www.univ-brest.fr/crbc-bibliotheque/fr/ouvrage/fonds-radio-animation-peche] (https://www.univ-brest.fr/crbc-bibliotheque/fr/ouvrage/fonds-radio-animation-peche)
Embannet eo an abadenn-mañ gant Maëlys Poublanc
E-kerzh div abadenn 'vo lakaet ar gaoz war ar sujet man, penn kentañ an nukleel e Frañs hag e Breizh gant daou zen bet o daou o labourat e-barzh kreizennoù nukleel, great o buhezad labour ganto e-barzh ar seurt-se.
Hiziv , barzh an abadenn emaomp gant Jakez Argouarc'h, bet elektronisian ispisializet war ar muzuliañ neutronoù hag ispisializet ivez elektronik surentez ar reakterien.
Josef le Berr a vo klevet ivez, bet ijinour er CEA ha bet rener kreizenn Brenniliz.
Gant Karolina.
En abadenn hiziv emaomp e Bro Kerhor gant Michel le Bourdonneg , a zo tik gant ar gwenan, abaoe ur pennad a zo! Re sec'h ha re domm eo bet an hañv ar bloaz-mañ met n'eo ket gant se eo bet lakaet diaes Michel. Dipitet bras eo bet Michel peogwir n 'eo ket deuet a-benn da gaout an dizober eus ar gwesped aziat.
Gant Karolina