Distruj

Radio Naoned

Lien copié dans le presse papier.

Distruj # 15 : Distro er studio

Distruj # 15 : Distro er studio

13/04/2023

Setu distroet er studio gant Guillaume ha Tangi evit 15vet abadenn Distruj! Beck zo bet pedet ganto da zibab tonioù a gaso ho tivskouarn war hent ar stourmoù da vro Gatalunya, Birmania, pe Mec'hiko. Ur veaj en istor 'vo graet ivez betek emsavadeg Kronstadt. Ne zisoñjimp ket lakaat war wel devezh etrebroadel stourmoù ar merc'hed gant strolladoù punk. Ur banne rap 'vo tapet da gregiñ ganti. Bec'h dezhi! Pablo Hasél - Muerte a los borbones La Rumeur - La meilleur des polices Merauder - Life is pain Gloss - Give violence a chance Kronstadt Uprising - What are you gonna do? Mary Bell - Please no Crocodyl Lindebeull - Bagarre de rue Traître - Un noeud Rebel Riot - Genocide Murphy's Law - Don't bother me Cruz de Navajas - Esclavas


Distruj #14 : Best-of 2020

Distruj #14 : Best-of 2020

13/04/2023

Eil abadenn e Roazhon city ar miz-mañ. Un dibab o deus graet Maelig ha Tangi deus an tonioù ha strolladoù int bet plijet ganto er blovezh 2020, ur best-off gant ur miz dale! Strolladoù Roazhon 'vo klevet en abadenn evel-just, met ivez, Europa pe Stadoù Unanet. A-raok kregiñ ganti ez aimp war-zu stourmoù Bielorusia pe Tunizia... pe Lieuron gant tonioù punk, rap ha tekno 'vit ur wezh! Gant ur rubrikenn nekro 'echuo an abadenn. Roll an tonioù : Molchadoma - Lenindgradsiy blues El General - Rayes CRAN - Samedi minuit La inquisiciòn -1991 Metrö - Coup d'envoi Abuse - Frieenemies The Mall - An answer Morgana - Stanchi Ezded - Sérotopunk Béton Armé - Au bord du goufre Force Majeur - Noirceur Rotten Minds - You'll never see me again Gerry and the Pacemakers - You'll never walk alone


Distruj #13 : Et mon cul c'est du tofu ?

Distruj #13 : Et mon cul c'est du tofu ?

13/04/2023

Er gêr c'hoazh eo bet enrollet an abadenn met e Roazhon, kêrbenn Breizh ('giz ma lâr tud 'zo), ar wezh-mañ ! Tangi zo bet o skwatiñ saloñs Maelig da lakaat ac'hanoc'h da zizoleiñ strolladoù al label "Et mon cul c'est du tofu ?" a chomo a sav 'benn nebeut. Kit da furchal war o lec'hienn (MONCUL.ORG | ET MON CUL C'EST DU TOFU ?) , o werzhañ 'maint ar pladennoù-du a chom ganto : profoù a galite me lâr deoc'h. Post-punk ha traoù iskisoc'h 'vo klevet 'pad un eurvezh, hep disoñjal tonioù e-koun Doue ar mell-droad. Da glevet en abadenn : Puntas de acero - Maradona Gomme - I'm a virus Lassie -Zegway Cop Deaf Chonky - X-Ray Baby Artic Flowers - Whipe And Hinin - Dernière sommation Accidente - La revuelta real Zone Infinie - Des sales nuits Tôle Froide - Théo Radical Kitten - Sorry Nunofyrbeeswax - Glitch Chafouin - Fin de monde Llamame la muerte - Where sun is spreading shadow Gym Tonic -Tourists of Death Maradona - La mano de dios


Distruj #12 : Distro d'ar gêr

Distruj #12 : Distro d'ar gêr

13/04/2023

E saloñs Mouli eo en em adkavet Mael ha Phil Joe Iron Biden. Klevet e vo en abadenn-mañ strollaldoù eus Brest (LITOVSK, SECTEUR PAVE, TSAREV), ar strollad gwellañ e Frans (TRAITRE), ur vojenn anarcho-punk (CONFLICT), hardcore a vro-saoz (RATED X), ur raktres gant Lan McKaye, oi! a vro-spagn (GOLPE DE GRACIA), ur strollad eus Philadelphia gant synthé (THE GUESTS), un ton kozh eus bro-saoz (SKELETAL FAMILY), rock dispar eus Australia (ROYAL HEADACHE), ur strollad gant Jay Reatard an hini e-barzh (THE REATARDS), hag un ton klasel (CAMERA SILENS). CONFLICT - Mighty and superior RATED X - Clear PAILHEAD - I will refuse LITOVSK - Dad TSAREV - Ecole buissonière SECTEUR PAVE - Sébastien TRAITRE - Un pays à détruire GOLPE DE GRACIA - Cementerio interior SKELETAL FAMILY - Promised land THE GUESTS - Watching the war ROYAL HEADACHE - Need you THE REATARDS - Blew my mind CAMERA SILENS - Classe criminelle


Distruj #11 : week-end e Naoned ha tonioù Slave

Distruj #11 : week-end e Naoned ha tonioù Slave

13/04/2023

Setu distro eo skipailh Distruj evit un eil bloavezh ! En abadenn-man e vo klevet strolladoù a oa sañset dont d'ar festival WEEK-END E NAONED IV. Siwazh eo bet nullaet ar fest na ken diaes eo kinnig sonadegoù er mare-mañ. Klevet e vo memes tra en abadenn-mañ : - LITIGE - Punk-rock gant merc'hed Bro-C'hall - GUTTER - Punk hardcore teñval - GRIT - Punk-Rock a Vro-Iwerzhon - ROTTEN MIND - Rock Bro-Sued - THE FLEX ha BIG CHEESE - New Wave of British Hardcore - MESSED UP - Riot Grrrl Belarussia toulbac'het e izili gant ar gouarnamant e plas hag e bolis - MOLCHAT DOMA - Cold Wave Belarussia - UTRO - Cold Russia gant izili MOTORAMA - PORNOFILMY - Strollad eus Russia a stourm a-enep ar galloud - RECIDIVE - Oi! Bro-C'hall - CHUBBY AND THE GANG - Punk-Rock Londrez - PISSE - Bro-Alamagn - GG ALLIN - Mojenn ar Rock 'n Roll


Distruj #10 : Dibab sonerezh an hañv

Distruj #10 : Dibab sonerezh an hañv

13/04/2023

Setu distroet e studio Radio Naoned goude daou viz bac'het (pe tost) er gêr ha div abadenn enrollet e saloñs hor c'hamalad Mouli. Met setu erruet fin ar bloaz ivez, poent klozañ ar c'houlzad, hag e rimp gant levenez dindan heol Naoned : Sea Sex and Sun (sun = an heol, ha n'eo ket ar gazetenn). Tangi, Mouli, ha Maël zo tro-dro d'an daol-gont c'hoazh, ambrouget gant Guillaume Phil Geko hiziv ! Beajiñ a rimp ganeoc'h e-pad un eurvezh war-zu bro-Saoz, Iwerzhon, Kalifornia, da gas deoc'h tonioù punk, oi!, post-punk, pe surf blaz ar vakañsoù ganto. Ur blijadur eo bet deomp kas an abadenn adalek miz Gwengolo, amañ 'vimp en distro skol 'vit un eil koulzad ! Da glevet en abadenn : DEAD KENNEDYS - Holiday in Cambodgia THE RAMONES - Rockaway Beach THE RAMONES - California Sun THE RIVIERAS - California Sun DICK DALE & HIS DEL-TONES - Surf Beat THE SURFARIS - Wipe Out THE UNDERTONES - Get Over You THE UNDERTONES - Here Comes the Summer VIOLENT FEMMES - Blister in the Sun GANG OF FOUR - At Home (He's a tourist) COCK SPARRER - The Sun Says THE STRANGLERS - Always the Sun LES RATS - Tequila BODY COUNT - Cop Killer


Distruj #9 : Ar spi hag ar c'hengred

Distruj #9 : Ar spi hag ar c'hengred

13/04/2023

Hag ezhomm 'zo er mare-mañ ! Spi ha kengred peadra da genderc'hel ha da vont pelloc'h gant ar bed digenfinet nevez. Mael, Mouli ha Tangi o deus graet un dibab sonerezh ken dibar ha boaz da glotat gant hon dazont ! Da selaou en abadenn : DEAD HERO - La vida Continua WARRIOR KIDS - Espoir NEGATIVE APPROACH - I'll Survive VIOLENT REACTION - Leave me Out GIUDA - Coming Back to you SERIOUS DRIKING - The revolution starts at closing time SUICIDE - Keep your dreams AUTONOMADS - The struggle continues RADICAL DANCE FACTION - Hope ANGELIC UPSTARTS - Solidarity REDSKINS - Keep on keeping on


Distruj #8 : Klozet etre peder moger

Distruj #8 : Klozet etre peder moger

13/04/2023

Pep hini eus e du enkaeet en o ranndioù e kave hir o amzer Mael, Mouli ha Tangi. N'eo ket marv mil den eta ! Gwisket o deus o re votoù Adidas hag o rochedoù karrezennet, diboultrennet o fladennoù-du ha luget ar sono kresket ar son betek klevet taolioù skubell an amezeien. Ha dao ! Kinnig a reont deomp un dibab sonerezh eus ar c'hentan evit buheziñ ho tevezhioù hir. Klevet 'vo en abadenn : BRONCO LIBRE - Enfermé·e·s URBAN SAVAGE - The End DISCHARGE - The Nightmare continues DISCHARGE - The possibility of life's destruction DEAD KENNEDYS - Government flu INSECURITY - Constant Anger ZONE INFINIE - Vers le Chaos THE SPECIALS - Ghost Town NO CLASS - Rien à faire A TROIS DANS LES WC - Contagion BUZZCOCKS - Boredom RED ZEBRA - I can't live in a living room THE MEMBERS - Solitary Confinment


Distruj #7 : Ar sifroù ?!

Distruj #7 : Ar sifroù ?!

13/04/2023

Gouzout a ouiomp holl eo skipailh Distruj tud leun a awen. Betek re a-wezhoù ! A drugarez d'an awen-man e vez kavet temoù dispar d'o abadennoù. Sonj 'peus eus an abadennoù bet : Steeve - ar merc'hed - ar yezhoù minorelaet - strolladoù Naoned - ar melldroad... Hag evit tem ar seizvet abadenn eo bet dibabet un tem, heu... Dic'hortoz : AR SIFROU ! Koulskoude hon eus fiziañs enno evit kinnig tonioù sonerezh hag a gloto gant an tem drol-mañ. Klevet 'vo en abadenn : - AMY AND THE SNIFFERS - Star Fire 500 - SQUAD - 8 pounds a week - THE FLACKOFF - cocktails at 6 - ANGELIC UPSTARTS - 42dn Street - CRISIS - UK 78 - THE VIOLATORS - Summer of '81 - HARD SKIN - XR3 - NABAT - Gerazione '82 - GENERATION X - 100 punks - LES DOGS - 19 - BLACK FLAG - 6 Pack - BLACK FLAG - Room 13 - CEREBRAL BALLZY - Sk8 All Day - THE LOST SOUNDS - Memphis 99 - THE CURE - 10:15 Saturday night - SAD LOVERS & GIANTS - 50-50 - BROMURE - 50-50 - BIRDS IN ROW - 15-38 - MON DRAGON - 343 Salopes - LES COLLABOS - Ete 69


Distruj #6 : tonioù deuet 'maez e 2019

Distruj #6 : tonioù deuet 'maez e 2019

13/04/2023

Petra nevez gant skipailh Distruj ? An tri faotr zo aet da bevar faotr... Degemeret eo bet Guillaume er skipailh tud a-youl vat evit luskañ an abadenn asambles gant Tangi, Mael ha Mouli ! Guillaume zo paotr ar sonerez Punk / Oi!, krog eo gant ur stummadur war ar brezhoneg abaoe miz Gwengolo. Hag evel ma oar an holl... Brezhoneg ha Rock 'n Roll = Plijadur ! 4 forban neuze, par ouzh ar re Dalton evit lakaat ar gaoz war an tonioù bet embannet e 2019. Klevet 'vo en abadenn : - SECTEUR PAVE - Qui peut leur en vouloir ? - NIGHTWATCHERS - Fête Nationale - ANNEES ZERO - Rupture II - TRAITRE - En vain - BAKOUNINE - Punk Police - DELETÄR - A la dérive - BOMBARDEMENT - Silent shadows - CUIR - Trou noir - SORDID SHIP - Toutes voiles dehors - BALLADUR - Angka Satu - HININ - Concrete - CRAN - Ton Ombre - DERNIER FUTUR - Dernier Futur - JODIE FASTER - Still not loving the police - CONDOR - Vengeance - DEMAIN - Mourir en mieux