Gant heol miz Mae o deus bet c’hoant Herri, Snoopy ha Tangi mont da foetañ bro. Echu gant Bro-Euskadi, ha kemeret hent Madrid gant punk ha post-punk en ho tivskouarn. Goude ur weladenn deus karterioù punk ar gêr gant Herri e tiskoacho deomp fanzin « Quedate en Madrid ». Peadra da zizoleiñ al leurenn punk du-hont. Hep disoñjal an deiziataer.Vamos !D... montrer pus fot de cai
Lakait ho potoù kerzhout ! War hentoù Euskal Herria ‘vioc’h kaset gant skipailh Distruj. Ambrouget e vo Tangi ha Maelig gant Herri deus ar strollad roazhonat Glen Football da blantañ kaoz war al leurenn punk, oi !, post-punk (pe rap zoken) e bro Euskal. Strolladoù ha tonioù diaes da zistagañ met sonerezh a-feson ! Gant distro ar sonadegoù e tistro ... montrer pus fot de cai
Eil abadenn diwar-benn Euskal Herria ar miz-mañ. Snoopy a embann ar fanzine divyezhek Arvar zo bet pedet gant Herri ha Tangi da lakaat ar gaoz war leurenn punk bro Euskal Herria. Strolladoù a-vremañ ‘vioc’h lakaet da zizoleiñ met ar wezh-mañ e selaouimp tonioù koshoc’h ivez, deus mare ar Rock Radical Vasco. Un doare a-feson da zeskiñ un nebeud geri... montrer pus fot de cai
Distroet eo Mouli ha Tangi d’ho mare krennardiezh ar miz-mañ. Kaset ‘vo tonioù deus Breizh « mod kozh » en ho tivskouarn, deus ar bloavezhioù 80 betek ar bloavezhioù 2010. Tonioù selaouet ha plijet gant an daou gamalad en o yaouankiz. Gant ar bochad sonadegoù o tont e vo un deiziataer hir e eil lodenn an abadenn, gant strolladoù a bep seurt, deus a... montrer pus fot de cai
Distreiñ a raio skipailh Distruj war-zu ar broioù keltiek ar miz-mañ. Goude Iwerzhon an Norzh ha Republik Iwerzhon e treuzo Mouli ha Tangi ar mor keltiek betek Bro-Skos. Aergelc'h tavarnioù lous Glasgow en ho tivskouarn ! Etre sorbiennoù gwir pe faos an daou animatour 'vo moaien deoc'h klevout tonioù punk kozh, anarko-punk, new-wave, crust pe oi ! ... montrer pus fot de cai
Goude ur veaj etre Belfast ha Derry ar miz paseet e chomo lamponed Distruj war an enezenn. War-zu ar Republik e yelo Mouli ha Tangi hiziv ganeoc'h. Deus ar bloavezhioù 80 betek bremañ, deus ar folk betek ar punk o tremen dre an Oi !, ar C'hrust hag an D-beat, deus Dulenn betek Cork pe Galway, kaset e vioc'h ganeomp da foetañ bro en Iwaerzhon. Ha go... montrer pus fot de cai
Goude vakañsoù leun a droioù kaer e tistro bandennad Distruj evit un trede koulzad leun a souezhadennoù. Gant Tangi Mael ha Mouli eo bet kaset tonioù klevet a-hed an hañv, e sonadegoù e pep korn ar vro pe nevezenti ar rouedad. Ur meskaj oi !, punk hardcore, post-punk, pe pop-punk-grunge (!), a zihuno o tivskouarn ! Da glevet en abadenn : Collision ... montrer pus fot de cai
Diskar-amzer, amzer yen ha teñval. Evit chom hep kouezhañ en diwaskadenn e kinnig deoc'h Maelig ha Tangi ur playlist new-wave, cold wave ha post punk. Mont a raimp da bourmen er yenijenn, er reter, reter Breizh, reter bro-C'hall betek bro-Rusia, o tremen dre vro-Vrazil ha Kalifornia memestra. Gant distro ar sonadegoù e tistro an deiziataer ivez, ga... montrer pus fot de cai
Setu skipailh Distruj o kas ho tivskouarn war hentoù teñval ha feuls Iwerzhon an Norzh. Deus mare an Troubles betek ar Brexit, met atav gant ur vandenn orin punk (pe rap). Kaoz 'vo deus an Istor neuze, deus emgannoù, deus al label Good Vibration a-raok echuiñ gant strolladoù a-vremañ. Ur veaj etre straedoù lous Belfast ha Derry. Bec'h dezhi! Da gle... montrer pus fot de cai
Labourat a-hed ar sizhun, el labouradeg pe en interim, o c'hortoz mall warnout kloc'h fin an devezh; pe chom dilabour, diarc'hant, ha straniñ. An dibab o deus graet Maelig ha Tangi : skwatiñ ur gambr 'benn enrollañ un abadenn a gaso punk hag oi! mod kozh en ho tivskouarn un eurvezh 'pad. C'hwezh ar broletaerien.ezed hag ar fobann.ez.ed en ho radio,... montrer pus fot de cai