Petra eo ar glaou ? Glaou kaod ha glaou ar minoù a c'heller kavout.
2vn evit kompren petra eo an daskiriat
13/04/2023
Ruminañ a ra ar saout evel just, met an dañved, ar jirafed hag ur bern loened all ivez, daskirien 'vez graet outo. Met petra eo resis an daskiriat ?
2vn evit kompren ma zo deus al livioù pe get
13/04/2023
Setu 'ta ur goulenn iskis. Daoust hag ez eus livioù pe get ? Ha simpl eo ar respont ha n'eo ket an hini 'maoc'h o c'hortoz : n'eus ket a livioù.
2vn evit kompren perak al lapoused n'int ket tredanlazhet
13/04/2023
Met perak 'ta e c'hell al lapoused chom war an orjalennoù tredan hep bezañ tredanlazhet hag ar respont n'eo ket ken simpl ha : "peogwir ne douchont ket an douar er memes tro" !
2vn evit kompren perak e ra gleur ar maligorned
13/04/2023
Perak e ra gleurenn ar melc'houed hag ar melc'houed-krogennek ? Da betra servij dezho ? Ha petra eo da vat ar gleurenn-se ?
2vn evit kompren perak e lak an ognon da leñvañ
13/04/2023
C'hoarvezet eo gant an holl re a blij dezho keginañ ! Pa troc'her ognon pe chalotez e leñver buan a-walc'h ha perak 'ta ?
2vn evit kompren penaos e vez anavezet ar bleunioù gant ar gwenan
13/04/2023
Ha setu ur goulenn a-bouez ! Penaos 'vez anavezet ar bleunioù gant ar gwenan 'ta ? Daoust hag int gouest da welet al livioù 'giz ma reomp ni ? Ha perak ez eus muioc'h a wenan war bleunioù zo ? 'blam d'o liv marteze ?
2vn evit kompren ar stered-dared
13/04/2023
Petra eo ar stered-dared, al linennoù gwenn fonus a weler en oabl 'p'an noz ?
2vn evit kompren liv an delioù en diskar-amzer
13/04/2023
Setu erru eo an diskar amzer ha tamm ha tamm e teu da velen ha da orañjez delioù ar gwez, ha perak 'ta ?
2vn evit kompren petra eo ar blob
13/04/2023
Souezhusañ tra eo ar blob, na plantenn, na loen, na tok-tousog. Met petra eo ?