Pa laosker un t-shirt gwenn hag un t-shirt du dindan an heol en dezerzh eo souezhus pegen bras eo an diforc'h a demperadurioù etre an daou. 42 derez eo an aer ha goude 5mn dindan an heol eo 51 derez an t-shirt du ha 39 derez an t-shirt gwenn. Ha perak ta ?
Abaoe ur pennadig bremañ ez eus muioc'h a dud o klemm d'o dentour e c'hwezh fall o beg. Setu ar pezh ar pezh 'vez embannet gant un toullad dentourien ha dentourezed amerikan. Ha marteze a walc'h eo 'blam d'ar maskloù ! Ar mask mouth 'giz ma z'eo bet anvet gant an amerikanezed.
Ar panneloù fotovoltaek zo gouest da grouiñ tredan gant energiezh an heol. Ur wech staliet ne goust netra ken ha ne gas ket dioksidenn garbon en aer kontrol d'an nukleel ha d'an energiezhioù fosil. Efedus eo ar panell 'pad 25 vloaz hag e c'hell treuzfurmañ energiezh 'pad pelloc'h c'hoazh daoust ma n'eo ket ken efedus. Met daoust hag eo propr ha padus ar sevel panelloù fotovoltaik ?