Liseadezed ha liseidi Brizeux e Kemper diwar-benn an amzerioù hag an dasparzherioù produioù digoust evit an amzerioù
Youenn Boulic, kenurzhier ar c'hengevredad lazioù-kanañ e brezhoneg Kanomp Breizh, diwar-benn deizhiater ar bloaz
Heuliadenn ar sizhun : Louis Spinec, kabiten a vor en inizi Kergelen
Kronikoù
Ouzhpenn ar Vretoned zo : ar sklaved e Moritania
Un den er bed : Sheila Watt Cloutier
Keleier : Aodren Trehin
Abadenn kinniget gant Morgane Bramoullé
Erwan Stricot, animatour Natura 2000 er C'hab diwar-benn ar spesadoù en arvar.
Koulma Mingant eus a gevredigezh Emglev ar C'hab hag Annaelle ar Pann eus Emglev bro Douarnenez diwar-benn ar festival Dispar Amzer er C'hab.
Michel Gouilh diwar-benn un diskouezadeg nevez e Ti ar Vartoloded e Sant Voran :
Galloud ar c'henwerzh war vor gant ar Vreizhiz e-kerzh ar Grennamzer.
Heuliadenn ar sizhun : Louis Spinec diwar-benn ar pesketañ war inizi Kergelen.
Kronikoù :
2 Vunutenn evit Kompren : Krouiñ hunvreoù
Yec'hed : Ar vaksin (4)
Keleier : Anton Burel (Roazhon)
Abadenn kinniget gant Marianne Vaidie.
-Diwan : Stephanie Stoll kuzulierez rannvro en tu kleiz, ha bet prezidantez rouedad skolioù Diwan, a lâr deomp m'eo torret al lusk da zigeriñ skolioù nevez abaoe un nebeut bloavezhioù. Marteze, ma teufe da vezañ ur servij publik rannvroel e c’hellfe bevañ un diorren brav en dro. (Anton Burel)
-War roudoù an dinozored (Marianne Vaidie) : An Dilofozor
-E 2018 e oa krog Yann Ber Kemener da skrivañ ar Saga Arvorika evit heuliañ planedenn Yann, ur pilhaouer eus Menez Are deuet da Zouarnenez gant e vab e penn kentañ an 20vet kantvet. 6 levrenn zo bet embannet dija. Gante e splujer 'barzh istor hanterenn gentañ ar c'hantvet tremenet, an trubuilhoù politikel, stourmoù ar micherourezed, buhez start ar besketourien... Ar 7vet levr a gaso ac'hanomp betek Euskadi e-touez lec'hioù all. Kinniget e vo da geñver Gouel al levrioù e Karaez.
-Mont a reomp da gKernevel, e-kichen Rosporden gant Benjamin Bouard, en abadenn Rodeier. Ha graet 'vo gant Alain hag Anne-Marie Boëdec.
-Red an Istor (Tifenn Moreau): Dieubet Europa gant an Amerikaned
-Kroashent-tro ar c'hemmoù ekologel a vo e Ploneour en dibenn-sizhun. Gaidig Rouz a zispak ar program deomp.
-Anton Burel, war-eeun deus studio Roazhon evit ar c'heleier
-Sonerezh: Lorde "Royals" / Emezi "Ar fan foll" / Lloyd Cole and The Commotions "Are you ready to be heartbroken?" / Fleetwood Mac "The Chain" / Sophie Hunger "Le vent nous portera" / De Kift ''Muur muur"
Gwenn Meynier eus ar gevredigezh [An Drouizig] (https://drouizig.org/) diwar-benn ar c'hoari video Knight Bar Fight troet e brezhoneg hag embannet gant [Ty Games.] (https://ty.games/)
Nolùen le Buhè ha Marthe Vassallo diwar-benn an arvest A Vor da Vor kinniget e Douarnenez evit ar festival Dispar Amzer.
Heuliadenn ar sizhun : Ar Saga Arvorika gant Yann Ber Kemener
Kronikoù :
Ali lenn : Dans l'écho lointain de nos voix gant Brandon Hobson.
Desaver Buzhug : Ar c'haol (1)
Keleier : Metig Jakez Vargas
Abadenn kinniget gant Marianne Vaidie
Patricia Chorlay-Henot en karg eus ar stummadurioù er greizenn stummañ Kelenn diwar-benn ar gevredigezh adn-bzh. Ar greizenn stummañ a zo bet sikouret gant ar gevredigezh ADN-BZH da ziorroiñ o binviji niverel diabarzh.
Youena Baron diwar-benn un tub aer bet gwelet ganti penn-kentañ miz Gwengolo.
Heuliadenn ar sizhun : Ar Saga Arvorika gant Yann Ber Kemener
Chroniques :
Ouzhpenn ar Vretoned zo : Met pelec'h emañ ar Syldavie ?
Un den er bed : Séverine, anv-pluenn Caroline Rémy, kentañ kazetennerez Frañs.
Keleier : Anton Burel (Roazhon)
Abadenn kinniget gant Marianne Vaidie.
Anaelle ar Pan ha Jeanne Spriet eus Emglev Bro Douarnenez diwar-benn ar festival Dispar Amzer.
Asizoù ar sevenadur hag ar brezhoneg e Kerne
Heuliadenn ar sizhun : Ar Saga Arvorika gant Yann Ber Kemener
Kronikoù
2vn evit kompren : an diamantoù
War hentoù an antroposen : Kuzumiñ sonerezh hag efed ti-gwer
Keleier : Gwenvael Delanoe
Abadenn kinniget gant Morgane Bramoullé
''Ciels de légende'', ur film gant Ariel Neo, a vo ouzh ar skrammoù en deizioù a zeu. Goulwena an Henaff he deus bet he ferzh er seveniñ, ha lâret a ra deomp hiroc'h ouzh mikro Métig Jakez-Vargas.
-Un atalier ''Plant ha Pri'' a vo d'an 22, kaset gant Anna Preden, a fell dezhi kizidikaat he stajidi d'al liamm re zister hon eus gant an natur.
-War roudoù an dinozored: an Tricératops, gant Marianne Vaidie.
-Un tamm deus Rodeier gant Anna-Vari Wloeguen evit kontañ istor ar c'hentelioù brezhoneg er bloavezhioù 60-70
-Ar vaouez diwezhañ (Leila Xavier) er sammad atersadennoù bet graet gant Brazilianezed deuet da zDouarnenez da gontañ o stourmoù sitoianezed e dibenn miz Eost e Festival ar sinema.
-Sonerezh: 'Blues ar marc'h plous' Didier Dréau ha Kristen Nikolaz/ 'Messy' Lola Young/ Plouz ha Foen 'Toronto' / The Stranglers 'Peaches' / Talking Heads 'Take me to the river
-Keleier: Gwenvael Delanoe
Anaelle ar Pan ha Jeanne Spriet eus Emglev Bro Douarnenez diwar-benn ar festival Dispar Amzer.
Gael Briand, penn redaktour Pobl war an an niverenn nevesañ, an niverenn 729
Heuliadenn ar sizhun : Labourerezed douar Brazil
Kronikoù
Ali lenn ar sizhun : Prophet song, gant Paul Lynch
Desaver buzhug : Karotez 6/6
Keleier : Metig Jakez-Vargas
Abadenn kinniget gant Morgane Bramoullé
Erwan Stricot, animatour Natura 2000 diwar-benn e labour hag an takad Natura 2000 er c'hap.
Gael Briand, penn-redaktour ar gelaouenn Pobl Vreizh diwar-benn numerizañ an niverennoù kozh.
Heuliadenn ar sizhun : Labourerezed-douar Bro Vrazil
Kronikoù :
Istor Kemper : Roudoù ar Froud
Barzhaz : Arall gant Iwan Couée (2)
Keleier : Anton Burel (Roazhon)
Abadenn kinniget gant Marianne Vaidie
[Skeudenn tennet eus al lec'hienn Wikimedia Commons gant European Comission.] (https://commons.wikimedia.org/wiki/File:Natura_2000_logo.svg)
Bernez Leon, kensaver ar gevredigezh kizidikaat deus krign-bev an empenn, Oligocyte diwar-benn ar Randoligo a vo d'an 13/10.
Diwar-benn enkadenn Diwan gant Anne-Sophie Bratz, bez-prezidantez evit ar c'hentañ derez, hag Yves-Marie Derbré Salaün, teñzorer Diwan (ur reportaj gant RBG)
Heuliadenn ar sizhun : Labourerezed douar Brazil
Kronikoù
Ouzhpenn ar Vretoned zo : Ar Svaned
Un den er bed : Georges Ibrahim Abdalllah
Keleier : Gwenvael Delanoe
Abadenn kinniget gant Morgane Bramoullé