Deomp d'ar mikro- magouri 'Les petits babadins' e Kemperle (Klervi Leskop), dre atalier Herve Lorant e Ploudiern evit bamiñ dirak e loaioù-eured, dre studio Didier Dreo e Kemeneven m'eo bet graet ar bladenn 'Ba tal ar bern foenn' e familh, dre liorzh Gwennaig Viol, dre studio Radio Kerne e Roazhon evit ar c'heleier degaset gant Anton Burel. Hag achuomp gant un dibab podkastoù-kontadennoù gras da v/Morgane Cotten.
Herve Lorant kizeller loaioù eured
Anthony le Crom a ro deomp keleier eus ar familh Al Rayes
Heuliadenn ar sizhun: Dider Dreo a ginnig deomp e bladenn 'Ba tal ar bern foenn'.
Kronikoù
Ali lenn
Debrer buzhug
Keleier: Metig Jakez-Vargas
Un abadenn kinniget gant Morgane Cotten
Voûte ur strollad lieskan da zizoloiñ a-drugarez da Gristian
Ar gevredigezh [Istor] (https://www.histoiredelabretagne.bzh/) gant Cécric Choplin. Un atersadenn gant Anton Burel
Heuliadenn ar sizhun: Dider Dreo a ginnig deomp e bladenn 'Ba tal ar bern foenn'.
Kronikoù
Un den er bed
Brav ha bev
Keleier: Aodren Tréhin
Un abadenn kinniget gant Morgane Cotten
-L' Armée du Chalut, kollektif a zaspugnerien ha daspugnerezed kanaouennoù a dud a vor a vo war al leurennoù en hañv-mañ. Brigitte Kloareg.
-Isabelle Guéguen he deus graet he lodenn -pa oa dilennadez- evit soñjal stumm ar mirdi bet savet da enoriñ labour ar c'houplad Sérusier ha luskad an Nabied e Kastell-Nevez-ar-Faou.
-Dider Dreo hag e holl familh o deus graet ar bladenn 'Ba tal ar bern foenn' : ar re aet dioutañ, hag ar re yaouakañ en-dro dezhañ.
-Loeiz Bellec diwar-benn bananez radioaktivel.
-Morgane Bramoulle a guzulia ac'hanomp evit chom hep gouzañv re an heol.
-Keleier: Metig Jakez-Vargas
-Erell Lhopiteau, diwar-benn kefridi ar gevredigezh Gwennili: reiñ askell d'ar yaouankizoù, dezhe da gaout fiziañs en o barregezhioù, o fersonnelezh, o c'hiriusted: kaset e vezont d'an estrenvro evit chanteroù pe kevratoù etrevroadel.
-Annie Ebrel a oa e Konk-Kerne un nebeut deizioù zo, asambles gant tud he label hag arzourezed hag arzourien zo deus o c'hatalog. Paker Prod a reseve anezhe en o c'her, ha meur a sujed zo bet tretet gante: kemenn diwar o fenn, n'em werzhañ gwelloc'h hag e diavaez Breizh, gwellaat kondisionoù ar merc'hed, gouzout peseurt mod c'hoari gant an intent artifisiel...
-Soaz Jolived zo kelennerez war an dañs ha sokiologourez: en em soñjal a ra abaoe pell war an doare gwellañ da goshaat gant e gorf / he c'horf.
-Ur gentelig 'Strujenn' ouzhpenn gant Gwennaig Viol : an trichin-gad
-Ur podkast, gant Morgane Cotten : ''Le jour où il est parti''.
Keleier : Anton Burel.
"Ar bleiz garour" setu anv titl ar gomedienn war gan krouet gant pevareidi skolj Diwan Jakez Riou e Kemper.
Cheval Jospin, ur raktres strollad nevez gant Justine Morvan.
Un atersadenn gant Liza Jakez-Vargas
Heuliadenn ar sizhun Dañsal evit ar yec'hed gant Soaz Jolived.
Kronikoù:
Mouk
Ali lenn
Keleier:Metig Jakez-Vargas
Un abadenn kinniget gant Morgane Cotten
Manon Renault diwar-benn ar GAEC les champs du Moros hag ar gevredigezh krouet tro-dro d'an ti-feurm,Les champs festifs.
Françoise Prigent ha Gwenaelle Lombardot eus ar gevredigezh Mouv'Elles e Lannuon. Ur gevredigezh a degemer ar maouezed gwallgaset gant feulsteurioù priedel.
Heuliadenn ar sizhun :Dañsal evit ar yec'hed gant Soaz jolived.
Kronikoù :
Barzhaz
Hunvreal er salioù teñval
Keleier : Erwan Blanchard (Arvorig Fm)
Abadenn kinniget gant Marianne Vaidie.
Maelenn Bernard a resev an RSA en departamant, a-brantadoù, abaoe eizh bloaz. Santet he deus e oa strishaet politikerezh an departamant hag e oa graet ar c'hontroloù RSA mod nevez evit lakaat an dud diaes.
Un atersadenn gant Metig Jakez-Vargas
Degemeret eo bet repuidi ha repuadezed yaouank eus kamp Balata e skolaj Diwan Jakez Riou
Trugarez da Coline Houssais evit ar jubenniñ
Heuliadenn ar sizhun : Dañsal evit ar yec'hed gant Soaz Jolived.
Kronikoù
Un den er bed
Brav ha bev
Keleier: Aodren Tréhin
Un abadenn kinniget gant Morgane Cotten
Didier Dreodiwar-benn e pladenn nevez Kanaouennoù ba tal ar bern foen.
Patricia Le Grand peoc'h diwar-benn he levr J'aurais préféré écrire une histoire d'amour, ul levr diwar-benn an insest.
Heuliadenn ar sizhun : Dañsal evit ar yec'hed gant Soaz jolived.
Kronikoù :
2 vunutenn evit kompren
War hentoù an antroposen
Keleier : Anton Burel (Roazhon)
Abadenn kinniget gant Marianne Vaidie.
-Un dro er preti Tatabel pe deus kostez ur c'hoñsert gant Dremmwel evit o deiz-ha-bloaz? E-bourzh ar vatimant Plastic Odissey da zeskiñ hiroc'h diwar-benn he c'hefridi skiantel hag ekologel ? E katalog an arzourezed hag arzourien douget gant Paker Prod ? E liorzh Gwennaig Viol evit anavezout gwelloc'h ar c'helen-bleiz, pe e podkastoù da selaou istorioù 'Bestioles' ? Setu dalc'had abadenn an deiz, ouzhpenn keleier gant Aodren Trehin.
Un abadenn bet graet gant Liza Jakez-Vargas, Morgane Cotten, Marianne Vaidie et Laëtitia Fitamant.