En arvar emañ meskl dour dous ha setu perak e klask kevredigezh Breizh Bev adpoplañ riñvieroù deus ar vro, gant sikour an dluz. Desket e vo muioc'h gant Perig Pustoc'h, ouzh mikro Gwenvael Delanoe.
Florent Grouin, eus Brezhoweb, a gas ac'hanomp dre an amzer, betek mirdi skol a-wechall e St-Nikolaz Ar Pelem.
Claire Le Moing, eus ar grevredigezh Gouel Broadel ar Brezhoneg a displeg da Neshka, eus Radio Bro Gwened peseurt liammoù a zo etre GBB hag an Eisteddfod, da lâret eo Gouel Broadel ar C'hembraeg.
Splann a ginnig deomp e lizher-kelaouiñ a viz Kerdu. Juliette Cabaçao-Roger a zo ouzh mikro Enora Molac, eus Radio BOA.
Dek vloazh zo eo bet krouet ar pikbzh a zo deuet da vezañ ur seurt gwenn-ha-du niverel evit ar vro. Christian Demeurrée-Vallée, sekretour ar gevredigezh a gomz diwar-benn istor hag emdroadur ar pikbzh ouzh mikro Marianne Vaidie, eus Radio Kerne.
Timothée Mesager, alias Tim Lipouz, a zo ur c’heginer a-feson. Entanet eo gant ur boued mat evit ar yec’hed e lec’h e kavont o flas, penn-da-benn, plant ha bezhin. Setu perak en deus ijinet atalieroù kegiña evit reiñ d’ar re all da dizoleiñ ar pezh en deus desket.
Marianne Raynaudon, penn-redaktourez eus ar gelaouenn Bretons a ginnig an niverenn diwezhañ gouestlet d'ar stourm pennoù-sardin Douarnenez, 100 vloazh a zo.
Keleir ar vro hag ar bed : Anton Burel hag Erwan Blanchard
Teknik : Mael Krenn
Buheziñ an abadenn : Yann Boishardy
Digarezit, kudennoù teknik a zo bet e-pad an abadenn : berr eo ar podkast.
«Koumoul» ? Un heuliad skignet war Frañs 3. Nikol Kolik, mamm Alan, a zo war ur c'houmoulenn, o c’hortoz he mab, chomet bev war an douar. Hag he zo karget gant an ankou da degemer ar re varv. E miz kerdu e oa an holl skipailh er studio Streat ar Skol, e Menez Are evit aozañ an eil c’houlzad. Ha Loik Ar Mogn, ar sevener, a lavar muioc'h ouzh mikro Yann Boishardy, eus Radio Kreizh Breizh.
Florent Grouin, eus Brezhoweb, a ginnig ar film mil vrudet "Anv ar rozenn", eilvouezhiet e brezhoneg.
Keleier ar vro hag ar bed, gant Aodren Saner, eus Radio Bro Gwened.
Teknik : Mael Krenn ha Gweltaz Heno
Buheziñ Avel Em Fenn : Yann Boishardy
Anna Vreizh, Nathalie Lemel, pilhaouerezed, Macha, deus Minsk...Kanañ war un ton nerzhus istorioù kriz merc’hed a-wechall hag a-vremañ, merc’hed o deus graet an istor, bras ha bihan, setu ar pezh vez graet gant ar strollad Kaolila. Gégé Gwen neus skrivet pozioù kanet gant Faustine Audebert, Katell Kloarec ha Marion Gwenn, eilet gant Nicola Hayes ouzh ar violoñs ha Doniphan Laporte ouzh ar gitar, ya ur paotr zo ba’n afer ivez ! Ur miz zo eo deuet er maez o fladenn gentañ . Muioc’h gant Marion Gwenn ha Gégé Gwen ouzh mikro Yann Boishardy deus Radio Kreizh Breizh.
Maïwenn Raynaudon a gomz diwar-benn an niverenn ispicial Bretons, diwar ar veajourien, ar beajourezed.
Paperioù, melestradurel, bankoù...Daoust d'an holl skoilhoù-se Eurydice Wicheler ha Quentin Piederriere a zo deuet a-benn d’ober ar pezh o doa huñvreet. Ha choajet neuint goro o saout ur wech bemdez ha bezañ ezel eus Biolait, ur gevredigezh a broduierien.rezed laezh. Dizalc’h hag emren int a-drugarez da-se.
...N'eo ket Ker Ys, anv strollad e fin an abadenn met Ars'Ys, a sen "Gouel Nedeleg" !
Teknik : Gweltaz Heno
Buheziñ an abadenn : Yann Boishardy
Diaesoc’h-diaesañ eo kavout ur mezeg, ur vezegez, pe c’hoazh bezañ degemeret aes ba un ospital, ba lech’ioù zo. ‘Blam da-se, sitoianed.ezed, sindikalourien.ezed ha tud a labour ba r bed ar yec’hed ba bro Dreger, o deus krouet ar stroll Initiative Urgences Armor Santé Yech’ed. Er mare-mañ, e kinnigont ur roll goulennoù, ur seurt kaier klemmoù diwar-benn ar yec’hed. Gael Roblin, kuzulier-kêr Gwengamp, a lâr muioc’h da Gwenvael Delanoe, deus Radio Breizh.
Florent Grouin, deus Brezhoweb, a gomz diwar-benn rann diwezhañ eus ar c’houlzad Istor Livet, ur rann dediet da Sant-Weltaz.
Ur raktres eus a-bell e oa krouiñ ur menaj gant Eurydice Wicheler ha Quentin Piederriere. Da benn-kentañ tout n’o doa ket soñjet d’en em staliañ ba bro Dreger met kavet o deus eno ur rouedad a vignoned.ezed dreist-holl gant skol Diwan Plonevez-Moedeg, hag ivez pradoù gleb ha geot druz evit sevel o chatal saout laezh. Muioc'h gant Eurydice ouzh mikro Yann Boishardy, deus Radio Kreizh Breizh.
Ha deus laezh ha desaverien saout e vo anv ivez gant ar media enklask Splann Ar gazetenerez Juliette Cabaço-Roger a zo aterset gant Enora Molac, deus Radio Boa.
Teknik : Gweltaz Heno
Buheziñ : Yann Boishardy