Avel em fenn

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Avel Em Fenn - Yaou 22 a viz Mae

Avel Em Fenn - Yaou 22 a viz Mae

22/05/2025

Reportaj ag ar vanifestadeg a zo bet e Roazhon disadorn d'ar 17 a viz Mae: klevet e vo doc'h mikro Neshka Tangi Louarn a gKevre Breizh, Anne-Sophie Brats, prezidantez Diwan, Hélène, kelennourez, ur paotr ag ar strollad Dispac'h, ur plac'h bet liseadez e Diwan, Davyth Hicks ag ELEN, eilvouezhiet get Maxime Crahé, hag Alan Stivell.
Modarall: ar pedervet lodenn ag ar gaozeadenn etre Thérèse Provost ha Monik ar Boulch a zielloù Radio Bro Gwened, an teirvet lodenn a zoereioù Splann aveid ar miz-mañ, hag ar c'heleier get Erwan Blanchard.


Avel Em Fenn - Meurzh 20 a viz Mae

Avel Em Fenn - Meurzh 20 a viz Mae

20/05/2025

30 vloazh skolaj Diwan Bro Dreger, eil lodenn : tu zo klevout Gwenola Coïc kelennerez ha renerez ar skolaj, Tifenn, kasourez met klevet e vez ivez merc'hed bet skolajiadezed e Plijidi bloavezhioù zo.
Thérèse Provost a anav mad he louzoù. Ar vaol, pe ar mauve, an avron, pe an achillée, hag ar soubenn-linad : gout a ra aesaat ur bern traoù gant plant he jardrin ! He a zo ouzh mikro Monik Ar Boulch, e-barzh ar pennad-kaoz-mañ, tennet deus dielloù Radio Bro Gwened.
Roazhon underground c'hoazh ? Setu ar goulenn savet gant ar gelaouenn Bretons. Muioc'h gant Maïwenn Raynaudon, penn-redaktourez ar gelaouenn.
Keleier ar vro : Aodren Trehen
Stajiad : Youenn
Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy


Avel Em Fenn - Lun 19 a viz Mae

Avel Em Fenn - Lun 19 a viz Mae

19/05/2025

Ar brezhoneg, un aergelc'h plijus, ur familh : d'an 9 a viz Mae eo bet lidet 30 vloazh skolaj Diwan Bro Dreger e Plijidi. Yann Boishardy, deus Radio Kreizh Breizh, en deus aterset skolajiadezed, kelennerien ha kerent ar skolaj.
Fest-noz pe bal folk ? Setu ur sujed kinniget gant Brezhoweb en abadenn 13 munut e Breizh. Florent Grouin a lavar muioc’h deomp.
Ar sizhun-mañ e kinnigomp deoc’h ur pennaod-kaoz tennet deus dielloù Radio Bro Gwened : Thérèse Provost a zo bet aterset gant Monik Le Boulch er bloavezhioù 90. Ar vaouez-mañ a anvez ur bern traoù war al louzoù hag o implij !
Stajiad : Youenn
Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy


Awel Em Fenn - Gwener 16 a viz Mae

Awel Em Fenn - Gwener 16 a viz Mae

16/05/2025

Arc'hoazh vo stourmet aveid ar brezhoneg! Neuze hon eus adskignet galv Lena Louarn aveid monet da vanifestiñ arc'hoazh. Modarall en deus pellgomzet Neshka get Gwenael Dage, renour Skol an Emsav, hag e gontey deoc'h pep tra a-ziar ur staj berton Gwened a vo aozet e fin ar miz e Kervignag get SAE.
Lodenn ziwezhañ ag ar gaozeadenn etre Yann Boishardy hag Ulysse le Bris zo da glevet ivez, mui ar gronikenn yec'hed get Alan Goulven, lec'h ma komz Alan aveid ar wezh ziwezha én a-ziar ar sclérose en plaques.
Ar c'heleier vez kaset get Anton Burel.


Avel Em Fenn - Yaou 15 a viz Mae

Avel Em Fenn - Yaou 15 a viz Mae

16/05/2025

An dibenn-sizhun paset e oe gouel Kleg e Klegereg, ha Neshka oe aze! Chetu ur pennad-kaoz get Rozenn Talec, hag ur reportaj ag ar pred kanet a vez dalc'het pep blé ivez.
Modarall e klevit Mael Gwenneg é komz a-ziar neventioù Frañs 3 ha tud Splann en deus kaset o doereioù deomp ivez!
Ulysse Le Bris a gendalc'h ar gaozeadenn get Yann Boishardy a Radio Kreiz Breizh a-ziar e jardrin, hag Aodren Trehin a lenn ar c'heleier ar-eeun ag ar studio.


Avel Em Fenn - Meurzh 15 a viz Mae

Avel Em Fenn - Meurzh 15 a viz Mae

15/05/2025

Daoust hag eñ oc’h kustum da lenn e brezhoneg pe eo re diaes evidoc’h ?Diskoulmoù e e vez kavet gant ar gevredigezh Lennomp a-benn aesaat al lennadur en ur labour war ar c’hemmadurioù pe war ar gerioù ral da skouer, a-benn kavout plijadur en ur lenn krouidigezhioù e brezhoneg. Muioc’h gant Yann Fañch Jacq, ezel eus Lennomp.
Ur paotr tost deus an natur eo Ulysse Le Bris ha setu perak n’eo ket entanet gant ar panelloù heol a zo bet staliet er menez. Diskaret eo bet re a wez a-benn staliañ ur raktres un tamm glazwalc’hin, «greenwashing» .
Petra zo nevez gant ar radioioù e brezhoneg ? Se e vez lavaret gant Tara Adeux, plac’h a gehentiñ eus ar rouedad Brudañ ha Skignañ.
Stajiadez Stumdi : Marion
Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy


Avel Em Fenn - Meurzh 13 a viz Mae

Avel Em Fenn - Meurzh 13 a viz Mae

14/05/2025

Gant ar gevredigezh Lennomp eo bet ijinet un doare nevez da werzhañ levrioù e brezhoneg. Rakprenet eo o levrioù ha gwelloc'h c'hoazh : ma z' eo rastellet arc’hant gant al levrioù gwerzet, eo kaset ul lodenn d’ar skolioù e brezhoneg. Muioc'h gant Yann Fañch Jacq diouzhtu.
Ulysse Le Bris, staliet e Laz, a diskouez deomp penaos en deus difuet an ti prenet asamables gant e ch'oar gant raz ha miskantus mesket.
Penaos emañ an traoù evit sevenadur Breizh e Naoned hag e Liger atlantel abaoe int bet distaget deus Breizh ? Lavret e vez gant Maïwenn Raynaudon, penn-redaktourez ar gelaouenn Bretons.
Keleir ar vro : Metig Jakez-Vargas
Teknik ha buheziñ : Yann Boishardy


Avel Em Fenn Lun 12 a viz Mae

Avel Em Fenn Lun 12 a viz Mae

13/05/2025

Petra eo an Emgavioù Siklosenik, « Les Rencontres Cycloscéniques » ? Ur skipailh tud yaouank a ya da geriadenn ha geriadenn war varc'houarn gant beñveg evit staliañ ul leurenn. Ha piv vo warne ? Arzourien pe arzourezed ar vro, a bep seurt. Muioc'h gant Riwan Le Roy ouzh mikro Yann Boishardy deus Radio Kreizh Breizh.
Ulysse Le Bris en deus prenet ti e zud kuñv gant e c'hoar, e Menezioù Du. Ha choajet en deus difuiñ anezhañ gant miskantus. Dipsleg a ra pep tra da Yann Boishardy, deusRadio Kreizh Breizh.
Gant Florent Grouin, deus Brezhoweb, eo anv deus ar c'houlzad Foeterien, adskignet er mare-mañ war ar chadenn.
Keleier ar vro hag ar bed : Gwenvael Delanoe Ar Berr
Teknik : Mael Krenn
Stajiadez Stumdi : Marion
Buheziñ : Yann Boishardy


Avel Em Fenn - Gwener 9 a viz Mae

Avel Em Fenn - Gwener 9 a viz Mae

10/05/2025

Barzh an abadenn-mañ e kavit un atersadenn hag ur reportaj graet get Maxime Crahé a Radio Bro Gwened da-geñver lañsadenn livr 'Mab Rozkelenn' get Mael Granig. Ivez da chilaou: ar lodenn ziwezhañ ag ar pennad-kaoz get Jean-Alain Thomas, ha Loeiz Beleg a gomz ag ar pezh a vez santet get an den a pa vez gwelet ar voull-douar ag an egor..... hag Anton Burel a lenn ar c'heleier!


Avel Em Fenn - Merc'her 7 a viz Mae

Avel Em Fenn - Merc'her 7 a viz Mae

07/05/2025

Tud ar Redadeg o deus en em dolpet e Pondi, ha Neshka oe àr ar lec'h da atersiñ kenbrezidanted Maina an Taleg ha Jean Brichet. Laret o deus un tammig traoù dija a-ziar an dekvet Redadeg, hag a vo dalc'het a-benn ur blé....
Modarall e adkavit Jean-Alain Thomas, hag a gont penaos en doe en em gavet e Bro-C'hall da gentañ a pe oe krennard, goude ur bugaleaj e bro-Maroc, an Aljeri ha bro Togo.
Aodren Trehin a gas ar c'heleier, ha Mael Gwenneg a ro deomp doereioù Frans 3!


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine