Ur pezh mell chañchamant zo war borched Dastum hag aesetoc'h d'ober gantañ. Setu ar pezh e vez kontet gant Kristian Rivoalen deus mikro Benjamin Bouard
Pennad-kaoz : Chañ-Claod Taleg, 8vet lodenn.
Poltred Breizhad : Marthe Vassallo
Keleier ar vro hag ar bed : Erwan Blanchard
Teknik an abadenn : Sahel Frangeul
Buheziñ : Yann boishardy
Da c'houzout : keleir ebet en abadenn !
Liv an arz zo gant Avel Em Fenn hiriv :
Chan Claod Taleg a gont deomp istor an ton hag ar skulterezh «Marv Ar Bik» !
Dominique Jouve, diwar gouel an Dreujenn Gaol, bet savet gantañ asambles gant Erik Marchand.
Kronikenn : ar merc'hed divugel, ur sujed kinniget gant Maïwenn Raynaudon, pennredaktourez ar gelaouenn Bretons.
Teknik : Sahel Frangeul
Buheziñ : Yann Boishardy
An dibenn sizhun a deu e vo enoret Erik Marchand e Poullaouen ha Groñvel. Ur bern sonerien ha sonerezed a vo, hag en o zouezk, Dominique Jouve a seno treujenn-gaol gant ar C’hiñtet Klarinet. Hiroc'h gantañ diwar-benn al labour soner en doa kaset a-benn gant Erik Marchand e penn-diwezhañ ar bloavezhioù 80.
Pennad Kaoz ar sizhun : Chan Claod Taleg, kaner ha kizeller anezhañ.
Florent Grouin, deus Brezhoweb, a lak ar gaoz diwar Goulc’hen Kervella haStrollad ar Vro Vagan.
Keleir ar vro hag ar bed : Aodren Trehin
Teknik : Sahel Frangeul
Buheziñ : Yann boishardy
Ag ar 15 betag ar 17 a viz Mae e vo lidet Erik Marchand e Poullaouen ha Groñvel. Youn Lange ha Jañlug er Mouel a gomz ag Erik, o eñvorennoù er C'hreiz Breizh Akademi, hag ar fest.
Pierre Terras a zispleg ar 'greenwashing' e bed an IA doc'h mikro Aodren Trehin a Radio Breizh
ha Plozet vo ar goazadenn etre Ronan Postic ha Padrig Drean a-ziar ar barzhoniezh hag ar fed bout barzh, enrollet da-geñvet gouel ar brezhoneg e Ti Douar Alré e Pluvigner
Metig Jakez-Vargas a gas ar c'heleier, hag Emrys van Seventer an abadenn!
An abadenn-mañ oe bet rakenrollet! Enni e kavit:
Un atersadenn kaset da benn get Radio Kerne, a-ziar un droiad hentet e brezhoneg e Mirdi Sérusier er C'hastell-Nevez
Doereioù Keit Vimp Bev: Laouen a gont deomp a-ziar ar livroù nevez a zo àr ar stern da vout embannet
Ha livroù barzhonegoù embannet nevez 'zo (Ronan Postic) hag àr ar stern ivez (Padrig Drean) e pennad kaoz ar sizhun
Ar c'heleier get Erwan Blanchard
Abadenn animet get Emrys van Seventer
Gaelle Larvol ha Pauline Botrel deus ar gevredigezh Raok, a laka a gaoz diwar Raok an Hañv,da lâret eo ar miz gouestlet d’ar brezhoneg e Kreizh Breizh.
Maïwenn Raynaudon, deus ar gelaouenn Bretons a gont istor inizigi ar Glenan.
Pennad kaoz ar sizhun : an daou varzh Ronan Postic ha Padrig Drean goulennataet gant David Gall e Pluvigner da vare Gouel ar Brezhoneg.
Stajiadez Stumdi : Nolwenn Combrouse Glemarec
Keleier ar vro : Anton Burel
Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy
Simon Cornée hag Etienne Cabaret, deus ar c'holektif WAT, da lâret eo War An Toennoù. N'o ket a-du ar c'holektif-mañ gant ur raktres pannelloù heol a gemerfe douaroù mat da c'hounit ba Rostren. Ur sujed kinniget gant Benjamin Bouard.
Florent Grouin, deus Brezhoweb, a lak ar gaoz diwar Brezhoweb Komedi Klub.
Pempvet lodenn lodenn deus an daol-grenn 'Dasson ar Galon', gant ar varzhed Padrig Drean ha Ronan Postic.
Keleier ar vro : Benjamin Bouard
Stajiadez Stumdi Landerne : Nolwenn Combrouse Glemareg
Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy
Glen Jegou a ginnig fest Kleg, hag e vo dalc'het d'ar 7 betag an 9 a viz Mae e Klegereg
Sklaerenn le Galloudeg ag ar gevredigezh Lagad Bleiz a ginnig ur stal labour kanennoù labourerion.ezed ag ar bed a-bezh e Teiz-Noaloù, d'ar c'hentañ a viz Mae
Ronan Postic ha Padrig Drean a gendalc'h ar gaozeadenn a-ziar o labour barzhoniel e pennad-kaoz ar sizhun
hag Erwan Blanchard a gas ar c'heleier e kreiz an abadenn!
Abadenn animet get Emrys van Seventer a Radio Bro Gwened
Pauline Botrel a a lak ar gaoz diwar fest Kelc'h Keltiek Rostren hag ivez diwar buhez ar c’helc’h.
Padrig Drean ha Ronan Postic evit an daol grenn Dasson Ar Galon Pet roll evit ar barzh er gevredigezh ?
Poltred Breizhad : Urielle Jan
Keleier ar vro hag ar bed : Aodren Trehin
Teknik an abadenn : Sahel Frangeul
Buheziñ : Yann Boishardy
Fest-noz an Dibar e Plougonver a vo dalc'het d'an 2 a viz Mae, ur fest-noz kinniget gant ar gevredigezh Sonerien ha Kanerien an Hanternoz. Klevet e vez Sylvain Rouz, kenprezidant ar gevredigezh, aterset gant Typhaine Leondesu RKB ha RTG.
Maïwenn Raynaudon, penn-redaktourez ar gelaouenn Bretons a lak ar gaoz diwar golo niverenn miz Mae ar gelaouenn, da lâret eo mojenn ar matriarkelezh breizhat.
«Dasson ar Galon», un daol grenn tro dro d’ar varzhoniezh, gant Rona Postic ha Patrig Drean enrollet e Ti Douar Alre.