Heklev PodKast

HeklevPodkast

Lien copié dans le presse papier.

Penaos on deuet da vezañ ur gwaz dindan un nozvezh

Penaos on deuet da vezañ ur gwaz dindan un nozvezh

06/11/2023

Penaos dont da vezañ ur gwaz dindan un nozvezh a gont sotoni kentañ Théodore. Hemañ a zo ur mab-d'e-dadig bet disoñjet er skol gant Betty, his baby-sitter. En em gavout a ra en diwallerezh gant Rozenn, ur plac'hig disheñvel-mik. Hogen, liammet int gant ur c'hoant: tec'hout kuit a-raok bezañ kaset gant ar fliked. Kantren a reont en noz, dre an dachenn c'hoari ha betek ar bredospital. Eno emañ Mamm Théodore o chom, rak kavout a ra dezhi eo Anna Vreizh. En ur reiñ da anavezout d’e vignonez nevez e sekred e cheñcho ar paotrig hag e tiwano ul liamm etre an daou vugel.Skrivet ha c'hoariet gant Loeiza an Duigou - Mouezhioù ouzhpenn : Klet Beyer, Yann-Herle Gourves, Mai Lincoln ha Marion Gwenn - Sonerezh : Krismenn - Sikour war ar c'hoari : Mai Lincoln - Enrollañ ha kemmeskañ : Martin Delafosse - Produiñ : Kalanna, Heklev Podkast ha Teatr Piba - Mersi bras da Gwenola Coic - Enrollet e Sal an Armorika e Plougerne e miz Gouere 2023 Gant sikour Redadeg 2022 ha Rannvro Breizh


Flash

Flash

06/11/2023

Solenn a zo 11 vloaz hag e-kerzh ar vakañsoù goañv eo bet kaset da ti he zad-kozh, en ur geriadenn war bord ar mor, goullo, bremañ m’emañ aet kuit an douristed. Ur benveg poltriji he deus kaset ganti evit ober he labour-skol. Evit kleub ar skolaj eo dav dezhi tapout poltriji tud a zo kar dezhi, mignoned pe tud he familh. Met penaos ober p’emañ hi hec’h-unan penn gant he zad kozh? Un dra bennak all a chal anezhi ivez pa’n em gav er geriadenn. Perak ‘ta ez eus bet savet ur gloued tro-dro d’he jardin gant Janine, an amezegez? Perak e vez serret o boliji gant an holl amezeien e fin an abardevezh ha pa z’eo deiz c’hoazh ? Perak ‘ta e vez alc’hwezet armel ar boutoù gant he zad-kozh ? Ha troet e vefe da foll holl re gozh ar geriadenn ? Dizoleiñ a raio buan Solenn ez eus c’hoarvezet davourdoù kevrinus er c’harter ha gant sikour he benveg poltriji ez aio war roud laer diwelus an aod wenn.Skrivet ha c'hoariet gant Mai Lincoln - Mouezhioù ouzhpenn : Klet Beyer, Yann-Herle Gourves ha Marion Gwenn - Sonerezh : Krismenn - Sikour war ar c'hoari : Thomas Cloarec - Enrollañ ha kemmeskañ : Victor Blanchard - Produiñ : Kalanna, Heklev Podkast ha Teatr Piba - Mersi bras da Gwenola Coic - Enrollet e Sal an Armorika e Plougerne e miz Gouere 2023 Gant sikour Redadeg 2022 ha Rannvro Breizh


Ar vengleuz

Ar vengleuz

06/11/2023

E-kreiz un hañvezh tomm-gor emañ an daou vignon Yuna ha Lomig, 10 vloaz, o c’hortoz mont da vakansiñ. E-keit-se e teu ar gêriadenn da vezañ un dachenn vrav evit bevañ o avañturioù. Un dachenn leun ha sekredoù kuzhet hag a gejadennoù kevrinus. Skrivet ha c'hoariet gant Thoms Cloarec - Mouezhioù ouzhpenn : Mai Lincoln ha Yann-Herle Gourves - Sonerezh : Krismenn - Sikour war ar c'hoari : Mai Lincoln - Enrollañ ha kemmeskañ : Jean-Mari Ollivier - Produiñ : Kalanna, Heklev Podkast ha Teatr Piba - Mersi bras da Gwenola Coic - Enrollet e Sal an Armorika e Plougerne e miz Gouere 2023 Gant sikour Redadeg 2022 ha Rannvro Breizh


Yang Yang Rann 2

Yang Yang Rann 2

04/09/2023

Troioù-kaer Yang Yang : Rann 2: an amprevaned.O c’hoari el liorzh eman Yang Yang, pa tizolo ur voest-hud a-drugarez d’ur c’hwil du… ur vouest a c’hello kas anezhañ lec’h ma faot dezhañ.Skrivet ha c'hoariet gant Marion Gwenn - Sonerezh : Perynn Bleunven - Sikour war ar c'hoari : Thomas Cloarec - Enrollañ ha kemmeskañ : Gwenole Peaudecerf ha Gweltaz Foulon - Produiñ : Kalanna, Heklev Podkast ha Teatr Piba - Mersi bras da Gege Gwenn ha Gwenola Coic - Enrollet e Sal an Armorika e Plougerne e miz Gouere 2023 - Gant sikour Redadeg 2022 ha Rannvro Breizh


Yang Yang Rann 1

Yang Yang Rann 1

04/09/2023

Troioù-kaer Yang Yang : Rann 1 : al levr-burzhudus.Yang Yang ‘zo ur paotrig sarpant, ne oar ket lenn ha ne blij ket dezhañ ar skol. Gant sikour e vamm-gozh hag un tamm burzhud… e teuio a-benn da zeskiñ lenn ha muioc’h c’hoazh.Skrivet ha c'hoariet gant Marion Gwenn - Sonerezh : Perynn Bleunven - Sikour war ar c'hoari : Thomas Cloarec - Enrollañ ha kemmeskañ : Gwenole Peaudecerf ha Gweltaz Foulon - Produiñ : Kalanna, Heklev Podkast ha Teatr Piba - Mersi bras da Gege Gwenn ha Gwenola Coic - Enrollet e Sal an Armorika e Plougerne e miz Gouere 2023 - Gant sikour Redadeg 2022 ha Rannvro Breizh


Padrig ar pemoc'h

Padrig ar pemoc'h

04/09/2023

Ur pemoc'hig lipous eo Padrig met aet eo skuizh o tebriñ chips bemdez. Penaos ober neuze evit dizoloiñ blazioù nevez ha tañva meuzioù saourus ? Fardañ boued marteze ? Met se 'zo afer ar re vras ha re vihan eo Padrig 'vit poent. Nemet e yafe de c'houlenn un tamm skoazell digant al loened all evel-just !Skrivet ha c'hoariet gant Klet Beyer - Sonerezh : Perynn Bleunven - Sikour war ar c'hoari : Mai Lincoln - Enrollañ ha kemmeskañ : Martin Delafosse - Produiñ : Kalanna, Heklev Podkast ha Teatr Piba - Mersi bras da Mich Beyer ha Gwenola Coic - Enrollet e Sal an Armorika e Plougerne e miz Gouere 2023 - Gant sikour Redadeg 2022 ha Rannvro Breizh


Evel ki ha kazh

Evel ki ha kazh

04/09/2023

Ur c’hi a feson eo Balthazar. Gouest eo da gas e gefridi da benn digudenn. Diwall a ra mat e dachenn ha gwareziñ a ra e dud. Un deiz bennak e ra anaoudegezh gant ur c’hazh, un enebour touet sañset. Goude ar sach-blev, e teu mare an eskemm. Ha ma cheñchfe e savboent war e vuhez a-drugarez d’ar bisig-se ? Skrivet ha c'hoariet gant Yann-Herle Gourves - Sonerezh : Perynn Bleunven - Sikour war ar c'hoari : Thomas Cloarec - Enrollañ ha kemmeskañ : Gweltaz Foulon - Produiñ : Kalanna, Heklev Podkast ha Teatr Piba - Mersi bras da Gwenola Coic - Enrollet e Sal an Armorika e Plougerne e miz Gouere 2023 Gant sikour Redadeg 2022 ha Rannvro Breizh


E tro an noz digor

E tro an noz digor

04/09/2023

Etre mirdi an dinozored hag un diskouezhadeg bigi morlaeron eo bet stank mat dibenn sun Tremeur. Un toullad istorioù ha mojennoù digredus a zo bet kontet dezhañ. Dizoloet en deus ivez gant bagadoù tudennoù kevrinus ha tropelladoù anevaled bammus an amzer dremenet.Skrivet ha c'hoariet gant Klet Beyer - Sonerezh : Perynn Bleunven - Sikour war ar c'hoari : Thomas Cloarec - Enrollañ ha kemmeskañ : Gweltaz Foulon - Produiñ : Kalanna, Heklev Podkast ha Teatr Piba - Mersi bras da Mich Beyer - Enrollet e Sal an Armorika e Plougerne e miz Gouere 2023 - Gant sikour Redadeg 2022 ha Rannvro Breizh


Sekred ar roc'h zu

Sekred ar roc'h zu

14/12/2022

Boemet eo Erin gant mojenn ar Roc’h Zu. Ur roc’h divent, teñval ha lemm, brudet da zistrujañ an holl vigi a dosta outi ! Ha gwir eo an istorioù a vez kontet ?

Un devezh, evit gouzout hiroc’h, e pign Erin e bag pesketa he mamm...


Ul levr gant Joe Todd-Stanton

Embannet e brezhoneg gant Timilenn

Troidigezh: Tifenn Merien

Mouezhioù: Mona Caroff, Gwenole Breton & Leïla Simon

Sonerezh ha trouzioù: Mael Guégo

Kemmeskañ: Gweltaz Foulon

Trugarez vras da Yann-Fulup Dupuis, Brendan Guillouzic-Gouret, Liza Jakez-Vargas & Bob Simon

Produet gant Kalanna

Embannet hag enrollet gant skoazell Rannvro Breizh



Juluan hag al Louarn

Juluan hag al Louarn

08/12/2022

A-viskoazh e oa bet Juluan o vevañ e-unan, hag eürus e oa e-giz-se.

Met daoust ha kenderc’hel a raio Juluan gant e voazioù bevañ pa erruo ur c’houviad dic’hortoz da goaniañ ?

Pe en em rento kont neuze n’eo ket ken fall-se kaout ur mignon evit eskemm, a-benn ar fin...


Ul levr gant Joe Todd-Stanton

Embannet e brezhoneg gant Timilenn

Troidigezh: Tifenn Merien

Mouezhioù: Mona Caroff

Sonerezh ha trouzioù: Mael Guégo

Kemmeskañ: Gweltaz Foulon

Trugarez vras da Yann-Fulup Dupuis, Brendan Guillouzic-Gouret, Liza Jakez-Vargas & Bob Simon

Produet gant Kalanna

Embannet hag enrollet gant skoazell Rannvro Breizh



Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine