E-kreiz un hañvezh tomm-gor emañ an daou vignon Yuna ha Lomig, 10 vloaz, o c’hortoz mont da vakansiñ. E-keit-se e teu ar gêriadenn da vezañ un dachenn vrav evit bevañ o avañturioù. Un dachenn leun ha sekredoù kuzhet hag a gejadennoù kevrinus. Skrivet ha c'hoariet gant Thoms Cloarec - Mouezhioù ouzhpenn : Mai Lincoln ha Yann-Herle Gourves - Sonerezh : Krismenn - Sikour war ar c'hoari : Mai Lincoln - Enrollañ ha kemmeskañ : Jean-Mari Ollivier - Produiñ : Kalanna, Heklev Podkast ha Teatr Piba - Mersi bras da Gwenola Coic - Enrollet e Sal an Armorika e Plougerne e miz Gouere 2023 Gant sikour Redadeg 2022 ha Rannvro Breizh
Troioù-kaer Yang Yang : Rann 2: an amprevaned.O c’hoari el liorzh eman Yang Yang, pa tizolo ur voest-hud a-drugarez d’ur c’hwil du… ur vouest a c’hello kas anezhañ lec’h ma faot dezhañ.Skrivet ha c'hoariet gant Marion Gwenn - Sonerezh : Perynn Bleunven - Sikour war ar c'hoari : Thomas Cloarec - Enrollañ ha kemmeskañ : Gwenole Peaudecerf ha Gweltaz Foulon - Produiñ : Kalanna, Heklev Podkast ha Teatr Piba - Mersi bras da Gege Gwenn ha Gwenola Coic - Enrollet e Sal an Armorika e Plougerne e miz Gouere 2023 - Gant sikour Redadeg 2022 ha Rannvro Breizh
Troioù-kaer Yang Yang : Rann 1 : al levr-burzhudus.Yang Yang ‘zo ur paotrig sarpant, ne oar ket lenn ha ne blij ket dezhañ ar skol. Gant sikour e vamm-gozh hag un tamm burzhud… e teuio a-benn da zeskiñ lenn ha muioc’h c’hoazh.Skrivet ha c'hoariet gant Marion Gwenn - Sonerezh : Perynn Bleunven - Sikour war ar c'hoari : Thomas Cloarec - Enrollañ ha kemmeskañ : Gwenole Peaudecerf ha Gweltaz Foulon - Produiñ : Kalanna, Heklev Podkast ha Teatr Piba - Mersi bras da Gege Gwenn ha Gwenola Coic - Enrollet e Sal an Armorika e Plougerne e miz Gouere 2023 - Gant sikour Redadeg 2022 ha Rannvro Breizh
Ur pemoc'hig lipous eo Padrig met aet eo skuizh o tebriñ chips bemdez. Penaos ober neuze evit dizoloiñ blazioù nevez ha tañva meuzioù saourus ? Fardañ boued marteze ? Met se 'zo afer ar re vras ha re vihan eo Padrig 'vit poent. Nemet e yafe de c'houlenn un tamm skoazell digant al loened all evel-just !Skrivet ha c'hoariet gant Klet Beyer - Sonerezh : Perynn Bleunven - Sikour war ar c'hoari : Mai Lincoln - Enrollañ ha kemmeskañ : Martin Delafosse - Produiñ : Kalanna, Heklev Podkast ha Teatr Piba - Mersi bras da Mich Beyer ha Gwenola Coic - Enrollet e Sal an Armorika e Plougerne e miz Gouere 2023 - Gant sikour Redadeg 2022 ha Rannvro Breizh
Ur c’hi a feson eo Balthazar. Gouest eo da gas e gefridi da benn digudenn. Diwall a ra mat e dachenn ha gwareziñ a ra e dud. Un deiz bennak e ra anaoudegezh gant ur c’hazh, un enebour touet sañset. Goude ar sach-blev, e teu mare an eskemm. Ha ma cheñchfe e savboent war e vuhez a-drugarez d’ar bisig-se ? Skrivet ha c'hoariet gant Yann-Herle Gourves - Sonerezh : Perynn Bleunven - Sikour war ar c'hoari : Thomas Cloarec - Enrollañ ha kemmeskañ : Gweltaz Foulon - Produiñ : Kalanna, Heklev Podkast ha Teatr Piba - Mersi bras da Gwenola Coic - Enrollet e Sal an Armorika e Plougerne e miz Gouere 2023 Gant sikour Redadeg 2022 ha Rannvro Breizh
Etre mirdi an dinozored hag un diskouezhadeg bigi morlaeron eo bet stank mat dibenn sun Tremeur. Un toullad istorioù ha mojennoù digredus a zo bet kontet dezhañ. Dizoloet en deus ivez gant bagadoù tudennoù kevrinus ha tropelladoù anevaled bammus an amzer dremenet.Skrivet ha c'hoariet gant Klet Beyer - Sonerezh : Perynn Bleunven - Sikour war ar c'hoari : Thomas Cloarec - Enrollañ ha kemmeskañ : Gweltaz Foulon - Produiñ : Kalanna, Heklev Podkast ha Teatr Piba - Mersi bras da Mich Beyer - Enrollet e Sal an Armorika e Plougerne e miz Gouere 2023 - Gant sikour Redadeg 2022 ha Rannvro Breizh
Boemet eo Erin gant mojenn ar Roc’h Zu. Ur roc’h divent, teñval ha lemm, brudet da zistrujañ an holl vigi a dosta outi ! Ha gwir eo an istorioù a vez kontet ?
Un devezh, evit gouzout hiroc’h, e pign Erin e bag pesketa he mamm...
Ul levr gant Joe Todd-Stanton
Embannet e brezhoneg gant Timilenn
Troidigezh: Tifenn Merien
Mouezhioù: Mona Caroff, Gwenole Breton & Leïla Simon
Sonerezh ha trouzioù: Mael Guégo
Kemmeskañ: Gweltaz Foulon
Trugarez vras da Yann-Fulup Dupuis, Brendan Guillouzic-Gouret, Liza Jakez-Vargas & Bob Simon
Produet gant Kalanna
Embannet hag enrollet gant skoazell Rannvro Breizh
A-viskoazh e oa bet Juluan o vevañ e-unan, hag eürus e oa e-giz-se.
Met daoust ha kenderc’hel a raio Juluan gant e voazioù bevañ pa erruo ur c’houviad dic’hortoz da goaniañ ?
Pe en em rento kont neuze n’eo ket ken fall-se kaout ur mignon evit eskemm, a-benn ar fin...
Ul levr gant Joe Todd-Stanton
Embannet e brezhoneg gant Timilenn
Troidigezh: Tifenn Merien
Mouezhioù: Mona Caroff
Sonerezh ha trouzioù: Mael Guégo
Kemmeskañ: Gweltaz Foulon
Trugarez vras da Yann-Fulup Dupuis, Brendan Guillouzic-Gouret, Liza Jakez-Vargas & Bob Simon
Produet gant Kalanna
Embannet hag enrollet gant skoazell Rannvro Breizh
Aet eo Nyla da chom e kêr, met ne baouez ket da soñjal en holl draoù a vank dezhi eus he zi kozh.
Pa zifoup ur steredenn-lostek e straedoù kêr ha pa grog da lugerniñ ha da greskiñ, n’eo ket Nyla evit chom hep heuliañ anezhi...
Met ar pezh a zo evel un dec’hadenn er penn kentañ a c’hellfe bezañ ar pezh a vanke dezhi evit en em santout er gêr a-benn ar fin.
Ul levr gant Joe Todd-Stanton
Embannet e brezhoneg gant Timilenn
Troidigezh: Tifenn Merien
Mouezhioù: Mona Caroff & Lukaz Nedeleg
Sonerezh ha trouzioù: Mael Guégo
Kemmeskañ: Gweltaz Foulon
Trugarez vras da Yann-Fulup Dupuis, Brendan Guillouzic-Gouret, Liza Jakez-Vargas & Bob Simon
Produet gant Kalanna
Embannet hag enrollet gant skoazell Rannvro Breizh