Heklev PodKast

HeklevPodkast

Lien copié dans le presse papier.

Steredenn an huñvreoù kollet

Steredenn an huñvreoù kollet

23/08/2024

En ur gêriadennig vihan emañ Avel, krennard yaouank anezhañ, o chom. Gouest eo-eñ da lenn hunvreoù an dud er stered. Un noz e touar ur steredenn-nij nepell outañ. Enni e oa Mira, gwardez an hunvreoù. Asambles o-daou e krogont gant o hent da adkavout an hunvreoù kollet.


Skrivet ha c’hoariet gant Laors Skavenneg

Sonerezh : Perynn Bleunven 

Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Thomas Cloarec

Enrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rousic-Plantec


Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic

Skeudenn: Anna Duval-Guennoc 

Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast


Enrollet e Studio Dizale, e miz Eost 2024.

Gant sikour Rannvro Breizh - FALB.



Itron Onion ha Sir Sardin

Itron Onion ha Sir Sardin

21/08/2024

Kan ar mor, talabao ar botoù-koad, storlok ar c’hontili, degemer mat deoc’h en uzin. War an holen e

c’hortoz ar sardin da vezañ lakaet er voestoù metal gant dornioù ampart ar vicherourezed. E-mesk ar

merc’hed yaouankañ, Stronk a zo nec’het. Stranañ a ra, he zreid ponner, pa rank skarzhañ he sailhadoù

leun a lastez. Ha gellet a raio tec’hout eus an uzin un deiz bennak ha tañva d’ar frankiz ?


Skrivet gant : Loeiza an Duigou

C’hoari : Anna Duval Guennoc

Sonerezh : Krismenn

Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Thomas Cloarec

Enrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rousic-Plantec

Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic

Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast


Enrollet e Studio Dizale, e miz Eost 2024.



Al lapin e foñs an tog

Al lapin e foñs an tog

20/08/2024

Max Donovan a zo ul lapin tristik. Paouezet en deus gant e droioù-hud. Abaoe m’eo marvet e vignon Bartolomeo, ar strobineller bras, e chaok karotezenn e soñjoù du. Pep deiz a denn d’an derc’hent. Pep deiz a denn da warc’hoazh. Betek ma errufe un homo sapiens eus ar re dorr-pennañ. Ur plac’h trouzus ha fri-furch anvet Suzi.


Skrivet gant : Loeiza an Duigou

C’hoari : Quentin Morvan

Sonerezh : Krismenn

Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Thomas Cloarec

Enrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rousic-Plantec

Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic

Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast


Enrollet e Studio Dizale, e miz Eost 2024.

Gant sikour Rannvro Breizh - FALB.



Per al loufer

Per al loufer

20/08/2024

Pêr a zo ul loufer o vevañ en ur bed a vrammerien. E vrammoù dezhañ a zo didrouz ha flaerius. Padal e weler mat an dud barrek d’ober kurun-bragez er gevredigezh en-dro dezhañ. Diaes eo da Bêr kaout mignoned ha kavout e blas. Goapaet e vez gant ar vugale all. An istor-mañ a gont buhez ur bugel disheñvel na vramm ket evel ar re all.


Skrivet ha c’hoariet gant : Bleuenn ar Borgn ha Thibault Le Meur

Sonerezh : Krismenn

Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Thomas Cloarec

Enrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rousic-Plantec

Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic

Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast


Enrollet e Studio Dizale, e miz Eost 2024.

Gant sikour Rannvro Breizh - FALB.



Ar Vastardez 12 An ti-kêr

Ar Vastardez 12 An ti-kêr

15/08/2024

Dominig, paeron ha tad a-eil Añjela, a zeu da vervel. Goulennet e vez diganti erlerc’hiañ sekretourez an ti-kêr, peogwir e oar lenn ha skrivañ e brezhoneg hag e galleg. Prim war-lerc’h e c’houlenn an aotrou maer ganti bezañ war e listenn evit an dilennadegoù, barrek ha speredek ma ‘z eo. Tud al listenn enep a grog d’ober goap, da lavaret ez eo Añjela un divroadez, ur vastardez, bet seurez ouzhpenn ! Holl verc’hed ar barrez a vot eviti koulskoude, c’hoant ganto cheñch penn d’ar vazh ha gwelet araokadennoù.Skrivet gant Yann-Vadezour Lagadeg - Lennet gant Gwenn an Dreo - Sonerezh gant Perynn Bleunven - Sevenet gant Mael Thépaut ha Perynn Bleunven - Enrollet ha kemmesket gant Jean Mari Ollivier - Produiñ : Kalanna - Graferezh : Anna Duval-Guennoc - Enrollet e studio Dizale gant skoazell ar Redadeg ha Rannvro Breizh - Mersi da Anna Lincoln ha d'ar familh Lagadeg


Ar Vastardez 11 Un dra gaer eo gwelet ar garantez o vleuniañ

Ar Vastardez 11 Un dra gaer eo gwelet ar garantez o vleuniañ

15/08/2024

Eus an darempred-se e teu ur bugel. Mamm San a zo strafuilhet gant torfed San hag Añjela, aon he deus e rankfent dimeziñ dre guzh. A-benn ar fin ec’h aozont dillo un eured dirak an holl, hag eüruzamant ne vez ket gwelet kof Añjela o rontaat c’hoazh. Genel a ra ar babig evit brasañ levenez ar c’houplad ha badezet a galon vat gant beleg nevez ar barrez, un den hegarat anezhañ ha mennozhioù modern gantañ. Teodoù fall a glemm adarre er barrez, n’ez eus ket nemet c’hwec’h miz eo dimezet ar gerent nevez...Skrivet gant Yann-Vadezour Lagadeg - Lennet gant Gwenn an Dreo - Sonerezh gant Perynn Bleunven - Sevenet gant Mael Thépaut ha Perynn Bleunven - Enrollet ha kemmesket gant Jean Mari Ollivier - Produiñ : Kalanna - Graferezh : Anna Duval-Guennoc - Enrollet e studio Dizale gant skoazell ar Redadeg ha Rannvro Breizh - Mersi da Anna Lincoln ha d'ar familh Lagadeg


Ar Vastardez 10 San

Ar Vastardez 10 San

15/08/2024

Bevañ a ra Añjela ha Dominig war vord ar mor bremañ. Implijet eo Añjela en « Hôtel de la mer » e Brignogan. Ober a ra Maxim al lez da Añjela met n'eo ket hi amourous. Tommañ a ra ouzh ur paotr all, San, ur pesketaer eus ar vro. San en deus plijet dezhi diouzhtu. Klevet a ra kerent San ez eo Añjela ur vastardez bet seurez. Divizout a reont asantiñ eured o mab gant Añjela memestra. En em reiñ a ra Añjela d’ar garantez gant San a-raok an eured.Skrivet gant Yann-Vadezour Lagadeg - Lennet gant Gwenn an Dreo - Sonerezh gant Perynn Bleunven - Sevenet gant Mael Thépaut ha Perynn Bleunven - Enrollet ha kemmesket gant Jean Mari Ollivier - Produiñ : Kalanna - Graferezh : Anna Duval-Guennoc - Enrollet e studio Dizale gant skoazell ar Redadeg ha Rannvro Breizh - Mersi da Anna Lincoln ha d'ar familh Lagadeg


Ar Vastardez 09 Ar gouent

Ar Vastardez 09 Ar gouent

15/08/2024

Da zaouzek vloaz he deus bet Añjela he santifikad. Kaset e vez d’ar skolaj e Lezneven. Komzoù an aluzenner a drubuilh anezhi. Ha ma vefe he mamm en ifern evit he fec’hed yaouankiz ? O welet pegen devot eo Añjela, o pediñ dalc’hmat evit salvidigezh he mamm, e kinnig seurez ar skolaj da Añjela mont d’ar gouent evit en em ouestlañ da Zoue. Dominig, he faeron, a zo doaniet o welet anezhi o vont gant an hent-se. Goude ur pennad er gouent e tiviz Añjela distreiñ d’ar bed, mankout a ra an natur dezhi, hag he faeron muiañ-karet.Skrivet gant Yann-Vadezour Lagadeg - Lennet gant Gwenn an Dreo - Sonerezh gant Perynn Bleunven - Sevenet gant Mael Thépaut ha Perynn Bleunven - Enrollet ha kemmesket gant Jean Mari Ollivier - Produiñ : Kalanna - Graferezh : Anna Duval-Guennoc - Enrollet e studio Dizale gant skoazell ar Redadeg ha Rannvro Breizh - Mersi da Anna Lincoln ha d'ar familh Lagadeg


Ar Vastardez 08 Ar velo hag ar mor

Ar Vastardez 08 Ar velo hag ar mor

15/08/2024

Barrek-tre eo Añjela er skol, evit brasañ lorc’h he faeron, Dominig. Dibabet e vez Añjela evit ober al lennadenn en iliz da vare he fask kentañ, un enor bras eviti. Prenet e vez dezhi ur velo gant Dominig, ha graet gouel dezhi, evit kalonekaat anezhi. Mont a reont o zaou da bourmen war vord ar mor evit dizoloiñ bro c'henidig Dominig. Kontañ a ra dezhi istor e familh dezhañ.Skrivet gant Yann-Vadezour Lagadeg - Lennet gant Gwenn an Dreo - Sonerezh gant Perynn Bleunven - Sevenet gant Mael Thépaut ha Perynn Bleunven - Enrollet ha kemmesket gant Jean Mari Ollivier - Produiñ : Kalanna - Graferezh : Anna Duval-Guennoc - Enrollet e studio Dizale gant skoazell ar Redadeg ha Rannvro Breizh - Mersi da Anna Lincoln ha d'ar familh Lagadeg


Ar Vastardez 07 An Drask, al Louarn, an Avalaouer hag ar Purgator

Ar Vastardez 07 An Drask, al Louarn, an Avalaouer hag ar Purgator

15/08/2024

Deskadurezh Añjela a vez graet gant Dominig er parkeier ha diouzh an noz e-pad ar beilhadegoù. Eürus eo ar baotrezenn. Komzoù ar beleg e-pad mare diwezhañ Ivona a grog da drubuilhañ Añjela. En em c’houlennata a ra diwar-benn he mamm, daoust hag er purgator e vefe abalamour d’he ferc’hed yaouankiz ?Skrivet gant Yann-Vadezour Lagadeg - Lennet gant Gwenn an Dreo - Sonerezh gant Perynn Bleunven - Sevenet gant Mael Thépaut ha Perynn Bleunven - Enrollet ha kemmesket gant Jean Mari Ollivier - Produiñ : Kalanna - Graferezh : Anna Duval-Guennoc - Enrollet e studio Dizale gant skoazell ar Redadeg ha Rannvro Breizh - Mersi da Anna Lincoln ha d'ar familh Lagadeg


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine