Sed amañ istor ur bugel en e-unan, ur balumig taolet war an traezh hag ur vignoniezh a cheñcho o buhez da viken.
Ul levr gant Benji Davies
Embannet e brezhoneg gant Timilenn
Troidigezh Tifenn Merien
C’hoariet gant Marion Gwenn
Sonerezh Mael Guégo
Enrollañ ha Kemmeskañ Jean Mari Ollivier
Trugarez vras da Yann-Fulup Dupuy, Brendan Guillouzic-Gouret, Liza Jakez-Vargas
Produet gant Kalanna
Embannet hag enrollet gant skoazell Rannvro Breizh
Brieg ha Telo eo ar vignoned wellañ er bed. Tremen a reont eurvezhioù o c’hoari asambles war an dorgenn. Un deiz e erru ur paotrig nevez, gant ar c’hoant da vezan ganto. Ha gellout a ra mignoniezh a zaou bezañ a dri ?
Ul levr gant Linda Sarah ha Benji Davies
Embannet e brezhoneg gant Timilenn
Troidigezh Tifenn Merien
C’hoariet gant Marion Gwenn ha Riwal Kermarc’heg
Sonerezh Mael Guégo
Enrollañ ha Kemmeskañ Jean Mari Ollivier
Trugarez vras da Yann-Fulup Dupuy, Brendan Guillouzic-Gouret, Liza Jakez-Vargas
Produet gant Kalanna
Embannet hag enrollet gant skoazell Rannvro Breizh
Un istor ijinet ha c’hoariet gant Gwenola Coic
Plijout a ra da Beskig mont da bourmen er mor don. Goût a oar eo difennet mont di peogwir eo dañjurus met pegen kaer eo ar bezhin, ar c’hregin, ar gouloù du-hont. Daoust-hag e teuio Peskig a-benn da sentiñ ouzh alioù fur an dud a vev en-dro dezhañ ?
Skrivet ha c’hoariet gant Gwenola Coic
Sonerezh : Perynn Bleunven
Sikour war ar skrivañ : Mai Lincoln
Sikour war ar c’hoari : Thomas Cloarec
Enrollañ ha kemmeskañ : Gweltaz Foulon
Tresadenn : Anna Duval-Guennoc
Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast
Enrollet e Studio Dizale e miz Kerzu 2024, gant skoazell Rannvro Breizh.
Un istor ijinet ha c’hoariet gant Manuella Flouriot
Emañ Alfonso o vevañ en ur vro vurzhudus. Eno e rank pep hini kavout e di adalek an oad a 10 vloaz. Met Alfonso a zo 11 vloaz dija, ha n’eus ket kavet e hini c’hoazh...
Skrivet ha c’hoariet gant Manuella Flouriot
Sonerezh : Perynn Bleunven
Sikour war ar skrivañ : Mai Lincoln
Sikour war ar c’hoari : Thomas Cloarec
Enrollañ ha kemmeskañ : Gweltaz Foulon
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic
Tresadenn : Anna Duval-Guennoc
Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast
Enrollet e Studio Dizale e miz Kerzu 2024, gant skoazell Rannvro Breizh.
Saig adore son grand-père. Grand-père adore Saig. Et jamais rien ne pourra changer cela. Un livre magnifique et réconfortant, qui illustre à quel point ceux que l’on aime demeurent proches, même s’ils sont partis... très loin.
Un livre de Benji Davies
Edité en langue bretonne par Timilenn
Traduction Tifenn Merien
Voix Riwal Kermarc’heg ha Marion Gwenn
Musique Mael Guégo
Enregistrement et mixage Jean Mari Ollivier
Un grand merci à Yann-Fulup Dupuy, Brendan Guillouzic-Gouret, Liza Jakez-Vargas
Production Kalanna
Edité et enregistré avec le soutien de la Région Bretagne
Un istor ijinet ha c’hoariet gant Manon Renault
Maria, 5 bloaz, ‘zo fuloret ruz ! Huchal a ra, bannañ a ra he c’hoarioù ouzh ar voger, met a-daol trumm en em gav ur voudig ouzh he frenestr gant ur bedadenn eviti da vont da weladenniñ bed ar fromoù. Evit Maria eo penn-kentañ un avañtur dreist-ordinal...
Skrivet ha c’hoariet gant Manon Renault
Sonerezh : Perynn Bleunven
Sikour war ar skrivañ : Mai Lincoln
Sikour war ar c’hoari : Thomas Cloarec
Enrollañ ha kemmeskañ : Gweltaz Foulon
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic
Tresadenn : Anna Duval-Guennoc
Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast
Enrollet e Studio Dizale e miz Kerzu 2024, gant skoazell Rannvro Breizh.
Un istor ijinet ha c’hoariet gant Klet Beyer
Mont a ra Malou da grapat met aon he devez eus an toull-goullo a vez dindani pa bign uhel.
Mont a raio gant he mamm-gozh da bourmen er c’hoad. Siwazh e kouezho ar vamm-gozh e riboul ur broc’h. Ha kavout a raio Malou nerzh da saveteiñ anezhi, ’gav deoc’h ?
Skrivet ha c’hoariet gant : Klet Beyer
Sonerezh : Perynn Bleunven
Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Thomas Cloarec
Enrollañ ha kemmeskañ : Gwenole Peaudecerf
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic
Tresadenn : Anna Duval-Guennoc
Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast
Enrollet e Studio Dizale e miz Here 2024, gant skoazell Rannvro Breizh.
Un istor ijinet ha c’hoariet gant Klet Beyer
Gurvan a zo ur paotrig na vez komprenet gant den ebet. Kaer en deus kaout c’hoant da sikour ha da gemer perzh e darvoud-mañ-darvoud e rank mont a-gostez. A-benn ar fin e raio anaoudegezh gant un den a fizio ur gefridi ennañ, ar pezh a roio fiziañs ennañ.
Skrivet ha c’hoariet gant Klet Beyer
Sonerezh : Perynn Bleunven
Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Thomas Cloarec
Enrollañ ha kemmeskañ : Gwenole Peaudecerf
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic
Tresadenn : Anna Duval-Guennoc
Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast
Enrollet e Studio Dizale e miz Here 2024, gant skoazell Rannvro Breizh.
Un istor ijinet ha c’hoariet gant Marion Gwenn
Emañ Yang Yang gant e gamarad Pegus er jardin ha diskouez a ra Mamouchka, mamm-gozh Yang Yang, un orvedenn dezho. Mont a raio Yang Yang gant e gamarad Pegus a-drugarez d’ar wezenn (z)Derv da foetañ-bro. War o hent e kavint ur serpent dañjurus !
Skrivet ha c’hoariet gant Marion Gwenn
Sonerezh : Perynn Bleunven
Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Thomas Cloarec
Enrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rousic-Plantec
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic
Tresadenn : Anna Duval-Guennoc
Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast
Enrollet e Studio Dizale e miz Here 2024, gant skoazell Rannvro Breizh.
16 bloaz eo Koulm. O chom e Plouwenn emañ, ur gêriadennig war aodoù Penn ar Bed. He zad, Yann Krogenneg a zo Maer ar gêriadenn ha start eo an darempredoù etre an tad hag ar verc’h abaoe m’eo aet ar vamm da anaon un nebeut bloavezhioù-zo. Daou vignon-bras he deus Koulm : Gabriella hag Elouan. Asambles ez eont alies da surfiñ.
Un deiz avat eo difennet dezho mont en dour ‘blam d’ar saotradur bet degaset gant ur pezh-mell batimant leun a douristed deuet da zilestrañ e Plouwenn. Fuloret bras eo Koulm hag asambles gant he mignoned e tibabont aozañ un taol evit desachañ evezh an dud war efedoù spontus an douristelezh a-dolpad. Evel just, kement-mañ ne blijo ket d’an Aotrou Maer… Ha ma teufe ar vamm da reiñ un tamm sikour evit sederaat an traoù ?
Skrivet ha c’hoariet gant : Loeiza Beauvir
Sonerezh : Krismenn
Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Mai Lincoln
Enrollañ ha kemmeskañ : Gwenole Peaudecerf
Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic
Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast
Enrollet e Studio Dizale, e miz Eost 2024.
Gant sikour Rannvro Breizh - FALB.