Festivalioù Breizh

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Festival Penn-Ar-Bed 2026 (2/2) : gant Plouz & Foen, Puuluup ha Balkan Paradise Orchestra

Festival Penn-Ar-Bed 2026 (2/2) : gant Plouz & Foen, Puuluup ha Balkan Paradise Orchestra

02/08/2026

Gant :
Plouz & Foen : rap e brezhoneg gant Tootz ha Kadvalou !
Puuluup : un daouad a vro Estonia !
Balkan Paradise Orchestra : ur strollad merc'hed liesmouezh deus a vro Spagn !
Un abadenn kaset gant Maëlys, Triffina, Pauline deus Arvorig FM ha Padrig deus Radio Kreiz Breizh


Festival Penn-ar-Bed 2026 (1/2) : gant Amparanaoia ha Bia Ferreira

Festival Penn-ar-Bed 2026 (1/2) : gant Amparanaoia ha Bia Ferreira

01/08/2026

Gant :
Bia Ferreira, kanerez a vro Vrazil, stourmerez evit gwirioù ar merc'hed, hag an dud LBGT+. Seniñ a ra sonerezh MMP "música de mulher preta".
Amparanioa : kanerezh sonerezh rock alternativel deus bro Spagn.
Laurent Riou : paotr a-youl-vad abaoe eo bet krouet ar festival ! Labourat a ra evit skoazell an dud ampechet er festival.
Anna Ar Vourc'h : plac'h a-youl-vat. Ganti e vez fardet boued evit an arzourien !
Un abadenn kaset gant Maëlys, Triffina ha Pauline deus Arvorig FM.


40 vloaz Gouel ar Bigi e Douarnenez

40 vloaz Gouel ar Bigi e Douarnenez

27/07/2026

Kinniget eo bet an abadenn gant Marianne Vaidie, Morgane Cotten ha Metig Jakez-Vargas
An avel vor a c'hwezh war gwagennoù Radio Kerne hiziv...
Bevit 40vet Gouel ar Bigi asambles gant skipailh Radio Kerne. Da glevout en abadenn :
- Dizoloit al laz-kanañ "La Bordée Chantante" a oa bet savet a-ratoz evit ar gouel
- Louis Spineg, prezidant a enor SNSM Douarnenez a vo ganeomp
- Konan Parscau a zo ezel eus ar gevredigezh Treizour a gempenn bigi kozh
- Brigitte Kloareg a ginnigo deomp ar strollad "L'Armée du Chalut" a zastum kanaouennoù tud ar mor
- Ur blind test kanaouennoù tro-dro d'ar mor prientet gant Morgane
- An arzour Simon Creac'hcadec a safaro eus e arvest "Crocotte"


Taol Lañs 2026 e maner Kernod

Taol Lañs 2026 e maner Kernod

27/06/2026

8 strollad a zo tremenet àr ar leurenn, er rummadoù "dazont" hag "a-vicher". Da-heul o 15 munutenn sonadeg e oant bet degemeret àr ur plato radio get Marianne Vaidie, Metig Jakez Vargas ( [Radio Kerne] (https://radiokerne.bzh/fr/) , [Radio Breizh] (https://www.radiobreizh.bzh/fr) ) hag Enora Molac (Radio BOA). Filmet hag enrollet an traoù get skipailhad [Kaouenn] (https://www.kaouenn.bzh/) ! Azenor Kallag an hini eo a zegemere an arzourezed hag arzourien àr ar leurenn.
Adkavit anezho razh er podkast-mañ, en urzh:
JD (folk)
Enora (folk)
Hekleù (folk-slam)
D. Fañchenstein (rock)
Yenzah (rap)
Okto H. (rap)
Muncai (rap)
Kalstra (rap)
Barnet e oant àr o sonerezh, o fozioù ha distagadur, koherañs o c'hinnig, o bezañs àr ar leurenn get Elise Desbordes ( [Emezi,] (https://www.youtube.com/@emeziofficial) prezidantez ar juri); Solange Cloarec ( [Deus 'Ta] (https://www.facebook.com/deustabrest/?locale=fr_FR) ); Eli Salaun ( [Yezhoù ha Sevenadur] (https://www.centreculturelbreton.fr/) ) ha Christophe Dagorne ( [Le Novomax] (https://lenovomax.bzh/) ).

Muncai trec'h er rummad "a-vicher" ha JD er rummad "dazont", taol kalon evit Hekleù

Emgavioù get tud a-vicher, sonadegoù, rezidañsoù, prantadoù atersadennoù, fotoioù ha videoioù a zo profet dezho. Tud a-vicher GBB a vo gete evit sikour da ziorren o raktres arzel. Chañs vat dezho !
Un taol-kalon a zo bet roet get ar juri d'an daouad Hekleù (Gwendal Le Ruyet ha Antoine Scaviner).
Podkast:
seveniñ hag animiñ: Radio BOA & Radio Kerne
teknik live an arzourien: Kaouenn
teknik an atersadennoù: Radio BOA


Degouezh ar Redadeg 2026

Degouezh ar Redadeg 2026

17/05/2026

3 eurvezh a abadenn war-eeun eus degouezh ar Redadeg e Naoned gant :
Angélique An Doridour evit Naoned 2026, ar gevredigezh oc'h aozañ gouel an degouezh
Sylvain Peron evit Patati, unan eus ar raktresoù dibabet gant ar Redadeg
Anna ha Visant eus ar strollad Inkinioù
Katelin al Lann ha Maina an Talleg evit ar Redadeg
Plouz&Foen
Fall Foen
Anna ar Beg, lennerez kemenadenn ar vazh-test
Reportajoù, mikro-riblenn, blind-test hag un dupleks gant Liza war eeun eus ar Redadeg !


Transmusicales 2025

Transmusicales 2025

06/12/2025

1e30 Programm :
Dibaboù sonerezh an Trans 2025 gant Ewen Dubée da ouzhpennañ en ho playlist
Atersadennoù Xabier Badiola, Decartes a Kant, Blind Yeo, Lofacil, Brieg Guerveno, Big Bravo spectacles, Gregailh
Un abadenn prientet ha kinniget deoc'h gant Tangi, Liza, Morgane, Metig, Ewen hag Anne-Claire ouzh an teknik !


Yaouank 2025

Yaouank 2025

20/10/2025

Deus festival Yaouank e oamp war-eeun d'ar Sadorn 18 a viz Here.
Klevet e oa bet e-pad an abadenn :
Aël-Anna Mazé, kenurzhierez Skeudenn Bro-Roazhon
Mona Cornic, deus ar strollad Enneade
Denez
Enora Morice, Lors Moal ha Louri Derrien, evit ar grouidigezh Cap Kosmik.
Un abadenn kaset da benn gant Koulm, Mailys, Gaël, Anton ha Tangi.


Gouel sinema Douarnenez 4/4

Gouel sinema Douarnenez 4/4

22/08/2025

War-eeun eus Gouel ar filmoù e Douarnenez gouestlet ar bloaz-mañ da pobloù Amazonia !
En abadenn :
Muioc'h a displegadennoù diwar-benn ar yezh kechua gant Fabricio Guaman
Mona Caroff ha Tifenn Linéatte da geñver al lennadennoù scenari er Pôl.e
Morgane Lincy Fercot,sevenerez diwar-benn he raktres nevez hag he engouestl er festival
Erbedenn Laetitia: Forêt Rouge
Sonerezh pobloù Amazonia
Ton Des traîtres gant Mad Faith and TheMany
[Harpañ ar festival ] (https://tinyurl.com/42s9jn4e)
Buhezet gant Morgane Bramoullé, Metig Jakez-Vargas, Laetitia Fitamant, Marianne Vaidie ha Morgane Cotten


 Gouel sinema Douarnenez 3/4

Gouel sinema Douarnenez 3/4

21/08/2025

War-eeun eus Gouel ar filmoù e Douarnenez gouestlet ar bloaz-mañ da pobloù Amazonia !
En abadenn :
Anna Kere diwar-benn he sine-prezegenn gouestlet d'an envroañ
Uber Gualinga ha Kankuana Canelos eus ar media Mullu TV
Alexis Belbeoc'h eus levraoueg ar festival
Sumaúma
Sonerezh pobloù Amazonia
Buhezet gant Morgane Cotten, Metig Jakez-Vargas, Laetitia Fitamant, Marianne Vaidie ha Morgane Bramoullé


Gouel sinema Douarnenez 2/4

Gouel sinema Douarnenez 2/4

19/08/2025

War-eeun eus Gouel ar filmoù e Douarnenez gouestlet ar bloaz-mañ da pobloù Amazonia !
En abadenn :
Soazig Danielloù ha Mai Lincoln, sevenourezed Enez ar Vouzared
Anna Lincoln, produourez e Kalanna Productions
Justine Morvan, sevenourez Karantez vamm
Sonerezh pobloù Amazonia
Un abadenn enrollet war plasenn ar festival buhezet Laetitia Fitamant ha Morgane Cotten eus Radio Kerne hag Enora Molag eus Radio BOA