Festivalioù Breizh

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Gouel sinema Douarnenez 2026 4/4

Gouel sinema Douarnenez 2026 4/4

21/08/2026

Abadenn ziwezhañ war-eeun eus burevioù ar festival gant :
Stefan Moal, ezel kuzul-merañ ar festival.
Elea Gourves, e karg tavarn ar gouel a-youl vat.
Joëlle Perrot, deus Amnesty Interntional
Ur gronikenn war ar sinema marokan gant Laëtitia Fitamant.
Madeleine Guillo ha Lukz Nedeleg diwar al lennadennoù senario.
Un abadenn kinniget gant Marianne Vaidie, Metig Jakez-Vargas ha Tangi Poisson.
Laëtitia Fitamant ouzh an teknik.


Gouel sinema Douarnenez 2026 3/4

Gouel sinema Douarnenez 2026 3/4

20/08/2026

Un abadenn war-eeun eus burevioù ar festival gant :
Simon Urribe diwar-benn ar film En Tierra.
Morgane a ginnig deoc'h ar film Ma maison qui disparait eus ar sevenourez Prune Limodin.
Anna Lincoln diwar-benn Films en Bretagne.
Alexis Belbeoc'h diwar-benn levrdi ar festival.
Un abadenn kinniget gant Morgane Cotten, Metig Jakez-Vargas ha Marianne Vaidie.
Tangi Poisson ouzh an teknik.


Gouel ar filmoù e Douarnenez 2026 2/4

Gouel ar filmoù e Douarnenez 2026 2/4

19/08/2026

Un abadenn war-eeun eus burevioù ar festival gant :
Ar sevenourez Morgane Lincy-Fercot diwar-benn ar film Championnes.
Marine Lavigne diwar-benn ar gejadenn : Eus ar Gnawa da sonerezh Breizh, eus ar c’han d’ar c’hansinet, teir vaouez e bed ar sonerezhioù hengounel
Mona Caroff diwar-benn ar film Graver dans les roches.
Un abadenn kinniget gant Laetitia Fitamant,Tangi Poisson, Metig Jakez-Vargas ha Morgane Cotten.
Marianne Vaidie ouzh an teknik


Gouel sinema Douarnenez 2026 1/4

Gouel sinema Douarnenez 2026 1/4

18/08/2026

Un abadenn enrollet dindan teltenn vras ar festival gant:
Bleuenn Raynaudon Kerzerho ha Thomas Moysan Simon ken-prezidanted Emglev bro Douarnenez da geñver 30 vet deiz-ha-bloaz ar gevredigezh ha o liammoù gant gouel ar sinema
Eloïse le Guen evit Daoulagad Breizh kinniget gante an devezh "Brezhoneg war skrammoù" kerzh ar gouel.
Emmanuel Roy sevener
Gwenola Coïc evit Heklev podkast
Un abadenn kinniget gant Tangi Poisson, Metig Jakez-Vargas ha Morgane Cotten.
Marianne Vaidie ha skipailh ar gouel ouzh an teknik


Motokultor 2026 - Sul

Motokultor 2026 - Sul

18/08/2026

Un eurvezh abadenn enrollet eus ar Motokultor e Karaez.
Da glevet en abadenn :
Gavin Dunne eus ar strollad Miracle of Sound.
Brendan a-youl vat er festival.
Ar strollad Celkilt.
Ar strollad Stille Volk.
Delphine a ginnig deomp ar strollad Arch Enemy.
Da selaou en abadenn :
Miracle of Sound - Sirona
Kittie - Into the Darkness
Stille Volk - Pèira negra
Abadenn kinniget gant Delphine Grall, Gwenn Meynier ha Marianne Vaidie.


Motokultor 2026 - Sadorn

Motokultor 2026 - Sadorn

18/08/2026

Un eurvezh abadenn enrollet eus ar Motokultor e Karaez.
Da glevet en abadenn :
Brieg Guerveno.
Telo ha Per Yann eus Bagad ar Meilhoù Glaz.
Denez Prigent.
Gwenn a ginnig deomp ober anaoudegezh gant stiloù liesseurt ar sonerez metal.
Da selaou en abadenn :
Brieg Guerveno - Emgann Kergidu.
Celkilt - The Next One Down
Denez - E Trouz ar Gêr
Abadenn kinniget gant Delphine Grall, Gwenn Meynier ha Marianne Vaidie.


Fest ar Gelted (4/5): Meagan, Kwiz àr Kernev veur ha Dibunadeg Pascal Jaouen

Fest ar Gelted (4/5): Meagan, Kwiz àr Kernev veur ha Dibunadeg Pascal Jaouen

07/08/2026

Meagan: aperoioù kanet animet get Brigitte Kloareg ha Ioana Lemoine.
Jessie a zo e stand Kernev Veur bep plez. Daet eo da animiñ ur c'hwiz get Aodren Trehin diàr sevenadur he vro.
Klevet a vo un atersadenn diàr dibunadeg dilhad Pascal Jaouen. Savet eo bet get Corentin Bagot.
Ton muzik: 3 Daft Monkeys - Year of the clown (Strollad a Gernev Veur)
Abadenn animet get Jañlug Er Mouel asambl get Corentin Bagot hag Aodren Trehin


Fest ar Gelted (3/5) : Morwenn Lenormand, Valse 2 steps cajun hag Aleksandr Ar Gall

Fest ar Gelted (3/5) : Morwenn Lenormand, Valse 2 steps cajun hag Aleksandr Ar Gall

05/08/2026

Morwenn Lenormand a zo steredenn bro An Oriant: ar ganerez, aktourez, animatourez a adkaver e pep lec'h e-pad Emvod ar Gelted. Pedet e oa bet evit kontiñ he boazioù e-pad ar sizhuniad-mañ ha he strollad blues-breizhad Blue Glaz.
Valse 2 steps cajun dielfennet dre ur valse sonet get Louis Michot & Swamp Magic get Maxime-Morvan Crahé
Aleksandr Ar Gall a zo e mesk an dud mil intereset get sujedoù ispisializet-bras ! Adkavet e oa bet get Enora Molac edan an deltenn evit deskiñ kerneveureg. Un digarez evit lakaat ar gaoz àr e levr Hor breudeur tramor embannet e ti Moulladurioù hor yezh.
Animañ: Enora Molac, Maxime Crahé, Corentin Bagot
Teknik: Nicolas Milice (Radio Boa)


Lun 3 a viz Eost er FIL : Mouk, ILIEù, Kamp etrekeltek ar yeùankiz...

Lun 3 a viz Eost er FIL : Mouk, ILIEù, Kamp etrekeltek ar yeùankiz...

04/08/2026

Program pamdeiek e béw e brezhoneg e-pad ar FIL 2026 : muzik, reportajeù, tud pedet , barbotereħ ha hoaħ...
LUN 3 a viz Eost :
• Koulm Puillandre ag ar groupad MOUK, aterset get Jañ-Lug er Moel.
• An duo ILIEù , hag ar projet RIBOUL 360, ArthMael Giraudon & Antoine Scaviner, aterset get Maxime Morvan Crahe.
• Kamp etrekeltek ar yeùankiz, ispliket demp get Youn Kamm, unan ag an deù « dad-paeron » e penn ar projet-mañ ar blę-mañ.
Tonieù : Ferla Megía / Mouk / Ilieù / Meme K7
Emision kampennet hag animet get JL er Moel, MMCrahé ha Christian a Radio Bro Gwened . Teknik get Nicolas a Radio BOA.


Fest ar Gelted (2/5) : Anhun, Denez ha Heol

Fest ar Gelted (2/5) : Anhun, Denez ha Heol

04/08/2026

Sterenn Toscer a zo daet da gomz diàr ar strollad Anhun-Breizh Tunisian project.
Da c'houde ho po tro da glevet un atersadenn a Denez kaset get Enora Molac.
Louri Derrien a laray deomp hiroc'h diàr Heol, ur strollad sonerezh savet evit Fest ar gelted àrlane.
Muzik e fin an abadenn : Malin Lewis Trio, Trans
Abadenn animet get Aodren Trehin ha Maxime Crahe


Cai a sieudr Dâraine