Peoc'h ba'l loch !

Radio Kreiz Breizh

Lien copié dans le presse papier.

Gi Yonkour war roudoù ar bleidi 1

Gi Yonkour war roudoù ar bleidi 1

11/10/2024

N’eo ket bet souezhet ar re a zo dedennet gant ar bleidi o welet roudoù unan pe meur a hini dionte o c’haloupat dre ar vro. Gant ar Groupe Mammalogique Breton asambles gant Breizh Vev e oa bet kroget da labourat war ar sujed o sevel ar Groupe Loup Bretagne adalek miz Genver 2020.

Stank eo al loened domiseet er vro evel ma oarit a-walc’h. Difenn an tropelladoù eo ret ober ha n’eo ket lazhañ ar bleidi, eme un den eus ar Strollad Bleidi Breizh, aterset gant Armen e miz Ebrel 2024.

Ur c’horf bleiz marv oa bet adkavet e Sant-Brewen e Liger-Atlantel e miz Here 2021, ur bleiz aet da foetañ bro pell deus e gavell hag arriet en Breizh ? Biskoazh !

Pell zo ne oa ket bet gwelet Gwilhoù o pourmen e skilhoù dre amañ...
Ba bloavezhiennoù diwezhañ an naontekvet kantved e oa aet diwar wel ar bleidi er vro. Dre ma ‘h ae al lannioù e lec’h ma oa o chom war nebeutaat. Ha dre ma veze roet primoù mat d’ar re a lazhe ur bleiz. Hag ivez dre implij ur poeson, ar strychnine an hini eo e oa aet a-gostez.

Tri pe bevar bleiz a vefe bet filmet pe tennet o foltred er vro abaoe 2022 hervez ar Groupe Loup Bretagne. Filmet e oa bet ur bleiz evit ar wezh kentañ e miz Mae 2022 e Berrien e Menez Are. Ha bet 'z eus gwelet ur bleiz en un ugent lec’h bennaket abaoe-se, hervez a lâre ar strollad e miz Gwengolo 2024.

Pa oan arriet e ti Gi Yonkour e miz Kerdu 2022 e oa a bep sort traoù war taol an hini a zo bet veterinaer e Bro Gallag e-pad e vuhez : ur c’hroc’hen ki dour pe c’hoazh ul levr anvet Chasse aux loups et autres chasses en Basse-Bretagne, ul levr bet skrivet gant ur pastor kembreat hag a gonta div goañvezh chase bet graet gantañ kostez Karaez war-dro ar bloavezhioù 1850. Ul levr bet adembannet gant François De Beaulieu, Alain Goutal ha Gi Yonkour e 1985… Degemer mat en abadenn Peoc’h ba’l loch !

Un abadenn enrollet e miz Kerdu 2022 gant Tomaz Laquaine-Jakez

Sonerezh :
- Kreiz Breizh Akademi 8, Trist eo din ma flanedenn
- Acid Arab, Habaytak (R3HAB Remix) feat. Ghizlane Melih
- Yannig Alory, An aotrou Liskildri / An den kozh hag an evnig
- Lisa O’Neill & Radie Peat, The factory girl



Sezonioù, chalboterezh ha grefañ da heul Daniel Urvoas

Sezonioù, chalboterezh ha grefañ da heul Daniel Urvoas

29/09/2024

Chalboter, treuzdouger eo bet Daniel Urvoas dre an Europ. Pa oa den yaouank e oa bet dav dezhañ mont d'ober sezonioù er Frañs, er plaenennoù bras met ivez er menezioù, kostez an Aovergn, da c'honit e werzh-butun. Plijout a ra dezhañ grefiñ a-hend-all... Emañ o chom e Beg Lann e Langoned.

Un abadenn enrollet e miz Gwengolo 2021 gant Tomaz Laquaine-Jakez

Sonerezh :
- Paul Rishell & Annie Raines, Black horse blues
- Anna & Elisabeth, Long Time Travelin'
- Andre Drumel, Ar Binaj


Miret anvioù-lec'hioù brezhonek ar vro, skwer Gwimaeg

Miret anvioù-lec'hioù brezhonek ar vro, skwer Gwimaeg

27/09/2024

E Gwimaeg war digarez un emvod kuzul-kêr e oa bet roet da c'houzout e miz Ebrel ar raktres envel ha niverenniñ ruioù, bilajennoù ha gwinojennoù ar gomun. Al lezenn 3DS bet votet e 2022 a redia ar parrezioù da gas ur seurt labour da benn. Evit ar c'humunioù bihanoc'h evit 2000 a annezidi e oa lakaet an termen da c'hentañ a viz Even 2024. Ar pal a zo aezetaat labour al livrerien, ar fakteurien hag ar sikourioù met e meur a lec'h eo bet graet an traoù diwar-goust glad an anvioù-lec'hioù brezhonek orin. E Gwimaeg bepred e voint miret ha klokaet gant niverennoù da zisheñvelaat ar chomlec'hioù. Ur bodad koñsailherien a oa bet karget da renabliñ an anvioù-lec'hioù eno. Pedet e oa bet gante Bernard Kabon, bet maer Gwimaeg, ha Dominig Bourjes, bet koñsailherez. O-daou e voint klevet en abadenn-mañ.

Un abadenn enrollet e miz Mae 2024 gant Tomaz Laquaine-Jakez

Sonerezh :
- Nolwenn Korbell, Avel viz
- Hurray for the Riff Raff, Rican Beach
- Sofi an Huñseg ha Véronique Bourgeot, Bugulez an deñved
- Lisa O'Neill, When cash was King

(Poltred lec'hienn kêr Gwimaeg)


Jef Fulup, "hoper-leur"

Jef Fulup, "hoper-leur"

29/08/2024

Un dudi e vez ordinal klevet Jef Fulup o kas ac'hanomp en-dro un toullad mat a vloavezhioù war hom c'hiz. Deuet e oa da Di ar Vro Gwengamp da gonto ganin war digarez em boa lennet dre chañs ur pennad bet embannet diwar e bluenn er gelaouenn Musique bretonne en hañv 2006, ur skrid a zisplege orinoù ar c'hoñkour dañs Fisel e 1966. Komz a ra deomp en abadenn da zigentañ eus ur vicher en deus bet graet e-pad ur c'hrogad, ar vicher "hoper-leur".

Un abadenn enrollet e miz C'hwevrer 2024 gant Tomaz Laquaine-Jakez

Sonerezh :
- [Yann Henri hag Iwan Gwilcher (1961)] (https://www.youtube.com/watch?v=T18ENoNDeEY)
- Glenmor, Koumoulenn an hañv

(Poltred gant Eric Legret)


Ar c'hoant, ar pezh na bad ket hag ar c'hazh bihan : barzhonegoù Marie-Pierre-Laurens

Ar c'hoant, ar pezh na bad ket hag ar c'hazh bihan : barzhonegoù Marie-Pierre-Laurens

04/08/2024

Marie-Pierre Laurens oa bet ganet e Plouared met e Plistin emañ o chom bremañ. E 2021 he devoa goneet priz kentañ koñkour Nevez-amzer ar Varzhed Ti an Holl Plistin a-drugarez d'he barzhoneg diwar tem "Ar c'hoant". Diwar-se e oan bet o welet anezhi ur bloaz war-lerc'h ha d'ar c'houlz-se e oa a baouez kas da Di an Holl ur varzhoneg all diwar tem ar sezon-se, "ar pezh na bad ket".

Un abadenn enrollet e fin miz Meurzh 2022 gant Tomaz Laquaine-Jakez


Bagetennoù, peulvanoù ha Google Maps : Robert Nicolas ar jeobiolog 2

Bagetennoù, peulvanoù ha Google Maps : Robert Nicolas ar jeobiolog 2

19/07/2024

Ar jeobiologiezh a studia al levezon en devez an endro war ar boudoù-bev met n’eo ket anavezet evel ur skiant avat. A-wechoù ec’h a an traoù a-dreuz war menajoù zo ha n’eo ket brav gouzout petra zo kaoz. Gant meur a labourer-douar zo bet kavet un diskoulm an deiz ma zo arriet ur jeobiologour en o feurm. Bezañ zo redoù tredan o c’haloupat dre an douar, kalz pe nebeut. Al loened a c’hall bezañ jenet gant ar re-se pe c’hoazh gant ar redoù tredan parazit ma zo ur si bennaket en akipamantoù tredan. Efedoù o devez ivez ar parkoù ha gwagennoù elektromagnetek war al loened. An traoù-se n’int ket bet studiet kalz met gwelet int evel traoù sirius gant lod. Kambr labour-douar Broioù al Liger a ginnig servijoù ur jeobiolojist d’al labourerien-douar memes.
Da gomz deus an danvez-mañ e oa bet Tomaz betek Louergad, bord an hent bras roaial. Da welout Robert Nicolas a zo bet o labourat an douar. Kemer a ra perzh e Kevredigezh vroadel al loened war orjal (Anast). Goulennet e vez alies gantañ dont war ar menajoù d’eseañ kavout un diskoulm d’an traoù ac’h a fall. Deomp d’e heul betek peulvan Pergad, maez bourk Louergad, ul lec’h karget a energiezh, a ra da vagetennoù kouevr Robert Nicolas fraoñval oc’h unan… En deiz-se e oa Sebastien ganeomp, nevez krog ar paotr gant ur stummadur hir da zeskiñ ar yezh…
Un abadenn enrollet e miz C'hwevrer 2024 gant Tomaz Laquaine-Jakez

Sonerezh :
- The Gentle Good, Yr Wylan Fry
- Johnny Flynn, Detectorists (sonerezh an heuliadenn dele)
- Les Bubbey Mayse, Chiribim
- The Specials, Ghost town
- Bloñ, Ar rinier


Bagetennoù, peulvanoù ha Google Maps : Robert Nicolas ar jeobiolog 1

Bagetennoù, peulvanoù ha Google Maps : Robert Nicolas ar jeobiolog 1

06/07/2024

Ar jeobiologiezh a studia al levezon en devez an endro war ar boudoù-bev met n’eo ket anavezet evel ur skiant avat. A-wechoù ec’h a an traoù a-dreuz war menajoù zo ha n’eo ket brav gouzout petra zo kaoz. Gant meur a labourer-douar zo bet kavet un diskoulm an deiz ma zo arriet ur jeobiologour en o feurm. Bezañ zo redoù tredan o c’haloupat dre an douar, kalz pe nebeut. Al loened a c’hall bezañ jenet gant ar re-se pe c’hoazh gant ar redoù tredan parazit ma zo ur si bennaket en akipamantoù tredan. Efedoù o devez ivez ar parkoù ha gwagennoù elektromagnetek war al loened. An traoù-se n’int ket bet studiet kalz met gwelet int evel traoù sirius gant lod. Kambr labour-douar Broioù al Liger a ginnig servijoù ur jeobiolojist d’al labourerien-douar memes.
Da gomz deus an danvez-mañ e oa bet Tomaz betek Louergad, bord an hent bras roaial. Da welout Robert Nicolas a zo bet o labourat an douar. Kemer a ra perzh e Kevredigezh vroadel al loened war orjal (Anast). Goulennet e vez alies gantañ dont war ar menajoù d’eseañ kavout un diskoulm d’an traoù ac’h a fall. Deomp d’e heul betek peulvan Pergad, maez bourk Louergad, ul lec’h karget a energiezh, a ra da vagetennoù kouevr Robert Nicolas fraoñval oc’h unan… En deiz-se e oa Sebastien ganeomp, nevez krog ar paotr gant ur stummadur hir da zeskiñ ar yezh…
Un abadenn enrollet e miz C'hwevrer 2024 gant Tomaz Laquaine-Jakez

Sonerezh :
- Frank Stokes, Tain't Nobody's Biz-ness if I Do
- Johnny Flynn, Detectorists (sonerezh an heuliadenn dele)
- Libby McCrohan & Cormac Begley
- Patrick Lefebvre ha Jean-Louis Le Vallégant
- Cerys Hafana, Tragwyddoldeb
- San Salvador, La liseta