E kalon kreiz Breizh e vo an abadenn "Peoc’h ba’l loch" hudu !
Ha penaos ober mod all peogwir e vo klasket rentiñ un tamm enor d’un den eus kreiz Breizh penn da benn. Herri an Aod a oa aet e fin miz Eost 2025 hag a-benn disadorn 3 ha disul 4 a viz Here e vo graet ur fest vrav evitañ e Purud ha Kallag. Baleadenn gant kontadennoù ha treujennoù-kaol, fest-deiz, fest-noz ha sinema an deiz war-lerc’h.
Da gomz diwar-benn Herri emaomp gant Gaucelm Boismenu, Yann-Bêr Gwiader ha Madalen hag Annaig an Aod… hag un tamm tan o strakal e-barzh ar skiminal e Kerleon e ti Herri an Aod, an tad-kozh…
Programm ar fest [Aze] (https://www.talandour.fr/actualites/hommage-a-henri-le-naou-e-koun-herri-an-aod) .
Ur pennad-kaoz enrollet gant Tomaz Laquaine-Jacq d'ar 17 a viz Gwengolo 2026
Kaoz a vo herie eus enklask nevez ar media dizalc'h Splann! : « En eskopti Gwened, doareoù nevez ar relijion a c’hiz kozh ». Un enklask gant Julien Meffre & Pierre-Yves Bulteau a zispleg deomp penaos e ra an tu dehoù radikal e vad eus ar relijion evit gonit tud d'e vennozhioù.
Tresadennoù gant Placide
Un enklask troet e brezhoneg da lenn war [splann.org] (https://splann.org/br/enklask-nevez-eskopti-gwened/)
Abadenn enrollet d'an 22 a viz Gwengolo 2026
Disul 27 a viz Gwengolo e vo votadegoù da envel senatored. Sañset eo ar re-se da reiñ da glevout mouezhioù ar strollegezhioù tiriadel : ar c’humunioù, an departamantoù, ar rannvroioù. An hanter eus ar senatored a vez cheñchet bep tri bloaz dre ar mouezhiañ hollek dieeun. Anvet e vezont evit 6 vloaz hag e c’hellont bezañ dilennet meur a wezh.
Eus ar votadegoù-se en Aodoù-an-Arvor e vo komzet en abadenn herie. 3 senatour zo da vezañ dilennet eno. Votet e vo evel e lec’h all evit listennadoù tud hag e vo roet ar sezoù diouzh niver ar mouezhioù aet gant pep listennad.
Bet omp o c’houlennata ar vrezhonegerien a vez kavet e-barzh div listennad da vihanañ…
Jerar Lahelleg, senatour komunist war ar renk war al listennad kaset gant ar senatourez sosialist Annie C’hwerv.
Met selaouomp da zigentañ tud eus al listennad "Décider an Bretagne - Divizout e Breizh", en Aodoù-an-Arvor evel e Penn-ar-Bed o deus en em vodet ar vrogarourien vreton evit kinnig ur vouezh sklaer a-du gant an emrenerezh : UDB, Breizh War-Raok ha War-Sav.
Pennadoù-kaoz enrollet d'an 10 a viz Eost ha d'ar 15 a viz Gwengolo 2026
Ninóg Caro alias Miss Ninóg a oa deuet betek studio Radio Treger Goueloù e Gwengamp da gomz diwar he fenn. Ur steud buhez dre Breizh-Uhel, Bro-Dreger, Iwerzhon ha Kreiz Breizh. Ur bladenn a oa bet embannet e 2024 gant TER’ Ninóg (Miss Ninóg TRIO) hag ur bladenn all a zo da zont prestik...
Hiroc'h [AZE] (https://missninog.wordpress.com/) .
Un abadenn kaset gant Tomaz Laquaine d'ar 17 a viz Gwengolo 2026
Elouan ar C'houlz, paotr ar violoñs er strollad Zoñj, a ginnig deomp o fladenn nevez anvet Koar.
Mouezh ar ganerez Añjela Lorho-Pasco a vo klevet en abadenn ivez !
Sonerezh
A temps perdus - Ridée 6 temps
Feniciia - Laridé 8 temps
Scottish al Logelloù
Poltred gant Alwena ar Gall
"Peoc'h ba'l loch" kostez Plourac’h ha Lohueg ar wezh-mañ.
Baleadennoù berr zo bet kinniget eno e-pad an hañv gant ar C’hontrad Lec’hel a Yec’hed (CLS) savet gant
Gwengamp-Pempoull Tolpad-kêrioù (GPA) ha Leñv Arvor Kumuniezh (LAC).
Un tamm kenlabour gant ar CRT, ar Greizenn Dafar evit an dud Oajet, ha setu lakaet war-droad 7 baleadennig. Troiadoù komod d’an holl ha buhezet gant ur buhezour a-vicher.
Krog e oa ar jeu e penn kentañ miz Gouere gant harp tud ar gevredigezh D2 (Dynamique et Développement) emañ he zi e Kallag.
Met ar re-se o deus un ti war rodoù ivez, an Ti Koad a vez graet deusañ.
E-pad pemzektez betek digwener 7 a viz Eost e oa an ti bihan koant-se war ar parking eeun da di-kêr Plourac’h.
D'ar gwener-se a viz Eost ne oa ket bet displijus an traoù, sur deoc’h ! Degemeret an dud gant kafe ha kachennoù ha mousc’hoarzhoù e-leizh...
Tud aterset : Aline ar Barzh, Thierry hag Alain eus Plourac'h
Un abadenn enrollet d'ar 7 a viz Eost 2026 gant Tomaz Laquaine-Jacq
Ur gelaouadenn da gavout ivez war lec'hienn [Gwengamp-Pempoull Tolpad Kêrioù] (https://www.guingamp-paimpol-agglo.bzh/actualite/balades-estivales-animees/?fbclid=IwY2xjawUDu6BwZG9mAWV4dG4DYWVtAjEwAGJyaWQRMEFyNDc5Nmd1b05VNmNUbzdzcnRjBmFwcF9pZBAyMjIwMzkxNzg4MjAwODkyAAEeH_s3ZL0Q1EBTmoFdYz2LxvYEF28BPophP9wj5CUnRPP2fkNQSRcAiDAZisk_aem_rGNKM4hqte9xrcbf03KviA) .
Kokouz ha palourd prizius, seurezed drouk, bec’h gant ar vamm-gozh diwar laezh-ribod, bugeleziz e-leizh war bagoù, ur gwaz o navigañ pell, gourou ar saout war ar wern… E Perwenan emaomp herie e kompagnunezh Louiz Grasiet ha Herve ar Bihan. Trugarez vras dezhe !
Un abadenn enrollet e miz Mae 2026 gant Tomaz Laquaine-Jakez
"An Dreverz" gant Toni Galmés hag embannet gant [Timilenn] (https://timilenn.wordpress.com/) zo bet troet diwar ar c'hatalaneg gant Fañch Oger a vo klevet en abadenn-mañ !
Da nozvezh an Nedeleg e 1914, e deroù ar Brezel-bed Kentañ, soudarded hag a oa o stourm e trañcheoù kalon Europa a zisklêrias un harz-tennañ hag a baouezas gant an emgannoù...
Ur pennad-kaoz enrollet e miz Ebrel 2026 gant Tomaz Laquaine-Jakez
Eus un torkad pennadoù e vo komzet en abadenn-mañ. Kronikennoù anezhe da gentañ. Bet embannet a sizhun da sizhun gant Herve Bihan war lec'hienn ti-kêr an Trevoù. A bep seurt danvez ac'h a d'ober ar re-seoù met diwar-benn Gwalarn hag e skrivagnerien zo kaoz dreist-holl e-barzh Pa c'hwezh avel hon lennegezh : Gwalarn, levrenn 1 (An Alarc'h Embannadurioù). Splujomp e-barzh oberenn Gwalarn da heul un den gwrac'h gant al lennegezh vrezhonek...
Un abadenn enrollet e miz Meurzh 2026 gant Tomaz Laquaine-Jakez