Peoc'h ba'l loch !

Radio Kreiz Breizh

Lien copié dans le presse papier.

Albert Bolore, Ujen Grenel hag ar re all... gant Marsel Gwilhouz

Albert Bolore, Ujen Grenel hag ar re all... gant Marsel Gwilhouz

18/03/2025

En abadenn dremenet e oamp krog da selaou Marsel Gwilhouz o konto deus ar ganerien en devoa bet tro d’anveout. Deus Manu Keryann zo bet kaoz aze met komzet oa bet ivez ar wezh diwezhañ deus Jañ Poder pe c’hoazh Jañ-Mari Youdeg.
Ar wezh-mañ e vo komzet deus ar re-se ha deus re all ivez, deus Ujen Grenel hag Albert Bolore lakomp. E kompagnunezh Marsel ha Kristian Rivoalen, bet enrollet e 2019, e vo selaouet tonioù gant ar ganerien-se, tonioù a vez kavet war lec’hienn Dastum evel-just !
Un abadenn bet enrollet e miz Du 2019 gant Tomaz Laquaine-Jakez
Sonerezh :
Jañ Poder, Ar brezel, enrollet gant Daniel Jekel e Rostrenn e 1980
Jañ Poder, Son kloareg, enrollet e miz Even 1959 e Sant-Nikolaz gant Glaodina Mazeas
Albert Bolore hag Ujen Grenel, Mari-Louiz, enrollet e 1963 e Pellann gant Jakez Kornou
Jañ Bihan Poulichen ha Koñskried Sant-Nikolaz, enrollet e Sant-Negan, e Kerien, e 1961 gant Glaodina Mazeas
Poltred gant Eric Legret


Jañ Poder, Jañ-Mari Youdeg hag ar re all... gant Marsel Gwilhouz

Jañ Poder, Jañ-Mari Youdeg hag ar re all... gant Marsel Gwilhouz

27/02/2025

Ur fest-deiz / fest-noz da rentiñ enor da Varsel Gwilhouz a vo e Laruen d’an deiz kentañ a viz Meurzh ! Un digarez kaer d’an dud o deus anavezet an den meur-se, a-dost pe a-bell, da dremen un tamm amzer plijus asambles, o kano hag o tañsal, gant mouezh Marsel ar paotr plaen tu bennaket ba o divskouarn !
En abadenn-mañ e vo klevet ur gaoz etre Marsel Gwilhouz ha Kristian Rivoalen, paotr Dastum e kreiz Breizh, bet enrollet e Krec’h Morvan, Laruen, e fin miz Eost 2019. Aet e oamp hom-daou, Kristian ha me, da c’houlennata unan eus treuzkaserien wellañ hom sevenadur e kreiz ar vro diwar-benn an dud en doa bet klevet o kanañ, ba’n amzer kozh pe goshoc’h. An neudenn a oa en deiz-se war-dro da Jean Poder, bet ganet er bloaz 1903.
Un abadenn enrollet e miz Eost 2019 gant Tomaz Laken-Jakez
Kanaouennoù :
Jañ-Mari Youdeg ha Jañ Poder bet enrollet gant Glaodina Mazeas
Manu Keryann ha Marsel Gwilhouz e Kan ar Bobl Mêl-Karaez e 1997
Yann-Fañch Kemener ha Marsel Gwilhouez e Kan ar Bobl Duod e 1991
Poltred gant Eric Legret


"Ar paotrig chomet bev" lennet gant Mark Kerrain

"Ar paotrig chomet bev" lennet gant Mark Kerrain

27/02/2025

En abadenn ziwezhañ e oamp gant Mark Kerrain, embanner levrioù brezhonek ha troer diwar meur a yezh. Komzet moamp deus unan eus e droidigezhioù brudetañ, div levrenn gentañ avañturioù Harry Potter, ar sorser yaouank mil anavezet. An hini gentañ, Harry Potter ha maen ar Furien, oa bet embannet e brezhoneg gant an ti-embann An Amzer, e 2012. Kinnig a ran deoc’h selaou Mark Kerrain adarre, en taol-mañ o lenn deomp chabistr kentañ troioù-kaer Harry Potter. Un tañva, nemet un tañva, da reiñ c’hoant deoc’h marteze da lenn pe da adlenn al levr penn da benn...
Un abadenn enrollet e miz Eost 2021 gant Tomaz Laquaine-Jakez
Sonerezh :
Baleer-bro, Ar sorserez
Sonerezh filmoù Harry Potter


Mark Kerrain, troer hag embanner

Mark Kerrain, troer hag embanner

17/01/2025

Mark Kerrain a anavezit sur-mat ! Troet en deus bet kalz levrioù evit ar vugale. Ha bezañ eo troer brezhonek an div levrenn gentañ ac’h a d’ober komañsamant avañturioù Harry Potter, ar sorser yaouank. Harry Potter ha Maen ar Furien oa bet embannet gant An Amzer embanner e 2012. Mark Kerrain zo anezhañ ivez un troer eus yezhoù minorelaet all tost demp. An euskareg diwar ar skrivagnerez Mariasun Landa. Pe c’hoazh galizeg evit pezh a sell Fina Casalderrey pe c’hoazh Agustín Fernández Paz. Troet en deus a-hend-all « Teod ar balafenned », levr brudet ar galizad Manuel Rivas.
Un abadenn enrollet e miz Eost 2021 gant Tomaz Laquaine-Jakez
Sonerezh :
- Tanxugeiras, Perfidia
- Acid Arab, Atlas


Eñvorennoù Yvonne Falezan war an adlodennañ e Pont-Melvez

Eñvorennoù Yvonne Falezan war an adlodennañ e Pont-Melvez

17/01/2025

Ur vandenn-dreset dedennus-kaer oa deut er-maez ar wask e miz Du 2024 e ti La Revue Dessinée ha Delcourt. « Champs de bataille, l’histoire enfouie du remembrement » zo un oberenn gant ar gazetennerez Inès Léraud hag an treser Pierre Van Hove. Gante an daou an hini e oa bet savet ar BD « Bezhin Glas, an istor difennet » e 2019. Da sevel o bandenn-dreset nevez o deus Inès Léraud ha Pierre Van Hove en em harpet war un istorour yaouank, Léandre Mandard, a zo o studiañ istor an adlodennañ er Frañs hag en Breizh.
En abadenn-mañ ne vo ket dispaket deoc'h istor an adlodennañ penn da benn. Pell avañsetoc’h e vefet o lenn BD kaer an trikon emaon o paouez komz deoc’h diwar o fenn.
Met e-tro 2019-2020 e oan em em intereset d’an adlodennañ bet c’hoarvezet e Pont-Melvez, e kreisteiz Bro-Dreger, er bloavezhioù 1960.
War an digarez-se em boa enrollet un toullad tud eus ar gomun-se. En o-mesk e oa Yvonne Falezan, bet ganet e Kêrleon, e Mêl, er bloaz 1925. Hag aet da chom d’ar Fod, e Burtuled, un nebeud bloazioù goude. Pa oa dimezet gant he gwaz Gwilhom e oa deuet da chom da Gêrkwiton, e Pont-Melvez, e lec’h m'he doa bevet an adlodennañ bet graet war ar barrouz. D’ar mare-se e oa Arthur Bourgès ar maer eno.
E miz Gouere 2018 e oan bet o welet anezhi e kompagnunezh unan deus he mibien, Serj. Ur pennad-kaoz ha na oa ket bet skignet war ar radio d’ar c’houlz-se. Abaoe eo tremenet Yvonne Falezan, e 2021, d’an oad a 95 vloaz.
Sell aze e-mesk kalz a re all un testeni eus mare an adlodennañ e Breizh ha deus ar cheñchamantoù bras deuet da heul.
Un abadenn enrollet e miz Gouere 2018 gant Tomaz Laquaine-Jakez
Sonerezh :
Daniel An Oan hag Alain Michel, An daou miliner
Baliskis, An disput etre ul labourer-douar hag ur martolod


Steud-buhez Jacques Aofred eus Kallag

Steud-buhez Jacques Aofred eus Kallag

09/11/2024

E miz Kerdu 2022 en doa Jacques Aofred kontet d'an Télégramme penaos en doa soñj da vezañ gwelet, hag eñ 8 vloaz, ur otokarrad refujieed eus ar Stad-Spagn oc’h arriout e Kallag d’an 28 a viz Eost 1937 : « Kap oamp bet da zegemer d’ar c’houlz-se, ne gomprenfen ket n’arrifemp ket da zegemer hudu an deiz », eme ar c'homunist kozh d’ar gazetenn. Un desteni a dalvoudegezh e-keit ma oa an tu-dehoù pellañ o plantañ reuz er vro abalamour d’ar raktres Horizon da zegemer refujieed war ar barrez, ur raktres douget gant ar maer, Jean-Yves Rolland, hag e goñsailherien. Ha bet gourdrouzet ar re-se da vezañ gwallet pe lazhet gant tud eus an tu-dehoù pellañ.
Jacques Aofred e oan bet o welet d’ar 5 a viz Genver 2023 hag eizhtez war-lerc'h, prest goude ma vije bet embannet gant maer Kallag e vije dilezet Horizon …
Deus e c’hoar-gaer e oa bet kaoz ivez e-skeud-se : María del Coro Magdalena Reina y Eskamendi a oa e-mesk an Euskariz (eus Donostia e oa) degouezhet e Kallag e 1937. Bet oa dimezet da unan eus breudeur Jacques, Job Aofred… Hec’h istor oa bet kontet gant an hini a vije anvet Malen Aofred gant tud ar vro a-benn neuze ba Kaier ar Poc’hêr un nebeud bloavezhioù zo…
http://marikavel.org/bretagne/callac/refugies-espagnols2.htm
E labour ba Gaz de France, an eil brezel bed, e vuhez stourmer komunour, an degemer… Sell aze ur pekad eus buhez Jacques Aofred.
Sonerezh :
El paso del Ebro, Fañfar WASO
Raja Meziane, Allo le Système!


Gi Yonkour war roudoù ar bleidi 2

Gi Yonkour war roudoù ar bleidi 2

27/10/2024

Arriet e oan ba park broadel ar Mercantour er bloaz 1992. O tont deus an Itali. Abaoe on oc’h adkolonizañ ar Frañs… Gwarezet on gant kenemglev Berne 1979 ha gant an direktiv european « Lec’hioù bevañ, loened ha plant » bet graet e 1992.
Ur ouenn gwarezet mat gant al lezenn on...
Ur ouenn ha n’eo ket dañjerus evit an dud…
Me eo ar bleiz, kontant da gaout kuit da reiñ… evel ma vez lâret a-wechoù gant un tamm drougiezh...
Eveshaat, lakaat orjal paotr-saout, chas difenn… Meur a stumm zo da harz ar bleiz da zont war al loened desavet gant an dud. Met war gresk ec’h a an niver a vleidi hag an dra-se a vefe trawalc’h d’aotren lazhañ muioc’h anezhe a soñj darn… Kar lazhet e vezont !
N’eo ket gant Gi Yonkour e vefe lazhet unan bepred !
Veterinaer Bro Gallag en devoa sikouret adembann e 1985 ul levr a gomze eus ar bleidi er vro. Chasse aux loups et autres chasses en Basse-Bretagne.

Eil lodenn un abadenn enrollet e miz Kerdu 2022 gant Tomaz Laquaine-Jakez

Sonerezh :
- Yann-Fañch Kemener & Ifig Troadeg, Kloareg Kertangi
- Agar Agar, The visit
- Stéphane Morvan hag Alain Leon, Ar c'hog hag an orolaj / Mamm an avaloù
- Lankum, Hunting the wren
- Dom Duff, Ar bleiz diwezhañ


Gi Yonkour war roudoù ar bleidi 1

Gi Yonkour war roudoù ar bleidi 1

11/10/2024

N’eo ket bet souezhet ar re a zo dedennet gant ar bleidi o welet roudoù unan pe meur a hini dionte o c’haloupat dre ar vro. Gant ar Groupe Mammalogique Breton asambles gant Breizh Vev e oa bet kroget da labourat war ar sujed o sevel ar Groupe Loup Bretagne adalek miz Genver 2020.

Stank eo al loened domiseet er vro evel ma oarit a-walc’h. Difenn an tropelladoù eo ret ober ha n’eo ket lazhañ ar bleidi, eme un den eus ar Strollad Bleidi Breizh, aterset gant Armen e miz Ebrel 2024.

Ur c’horf bleiz marv oa bet adkavet e Sant-Brewen e Liger-Atlantel e miz Here 2021, ur bleiz aet da foetañ bro pell deus e gavell hag arriet en Breizh ? Biskoazh !

Pell zo ne oa ket bet gwelet Gwilhoù o pourmen e skilhoù dre amañ...
Ba bloavezhiennoù diwezhañ an naontekvet kantved e oa aet diwar wel ar bleidi er vro. Dre ma ‘h ae al lannioù e lec’h ma oa o chom war nebeutaat. Ha dre ma veze roet primoù mat d’ar re a lazhe ur bleiz. Hag ivez dre implij ur poeson, ar strychnine an hini eo e oa aet a-gostez.

Tri pe bevar bleiz a vefe bet filmet pe tennet o foltred er vro abaoe 2022 hervez ar Groupe Loup Bretagne. Filmet e oa bet ur bleiz evit ar wezh kentañ e miz Mae 2022 e Berrien e Menez Are. Ha bet 'z eus gwelet ur bleiz en un ugent lec’h bennaket abaoe-se, hervez a lâre ar strollad e miz Gwengolo 2024.

Pa oan arriet e ti Gi Yonkour e miz Kerdu 2022 e oa a bep sort traoù war taol an hini a zo bet veterinaer e Bro Gallag e-pad e vuhez : ur c’hroc’hen ki dour pe c’hoazh ul levr anvet Chasse aux loups et autres chasses en Basse-Bretagne, ul levr bet skrivet gant ur pastor kembreat hag a gonta div goañvezh chase bet graet gantañ kostez Karaez war-dro ar bloavezhioù 1850. Ul levr bet adembannet gant François De Beaulieu, Alain Goutal ha Gi Yonkour e 1985… Degemer mat en abadenn Peoc’h ba’l loch !

Un abadenn enrollet e miz Kerdu 2022 gant Tomaz Laquaine-Jakez

Sonerezh :
- Kreiz Breizh Akademi 8, Trist eo din ma flanedenn
- Acid Arab, Habaytak (R3HAB Remix) feat. Ghizlane Melih
- Yannig Alory, An aotrou Liskildri / An den kozh hag an evnig
- Lisa O’Neill & Radie Peat, The factory girl



Sezonioù, chalboterezh ha grefañ da heul Daniel Urvoas

Sezonioù, chalboterezh ha grefañ da heul Daniel Urvoas

29/09/2024

Chalboter, treuzdouger eo bet Daniel Urvoas dre an Europ. Pa oa den yaouank e oa bet dav dezhañ mont d'ober sezonioù er Frañs, er plaenennoù bras met ivez er menezioù, kostez an Aovergn, da c'honit e werzh-butun. Plijout a ra dezhañ grefiñ a-hend-all... Emañ o chom e Beg Lann e Langoned.

Un abadenn enrollet e miz Gwengolo 2021 gant Tomaz Laquaine-Jakez

Sonerezh :
- Paul Rishell & Annie Raines, Black horse blues
- Anna & Elisabeth, Long Time Travelin'
- Andre Drumel, Ar Binaj


Miret anvioù-lec'hioù brezhonek ar vro, skwer Gwimaeg

Miret anvioù-lec'hioù brezhonek ar vro, skwer Gwimaeg

27/09/2024

E Gwimaeg war digarez un emvod kuzul-kêr e oa bet roet da c'houzout e miz Ebrel ar raktres envel ha niverenniñ ruioù, bilajennoù ha gwinojennoù ar gomun. Al lezenn 3DS bet votet e 2022 a redia ar parrezioù da gas ur seurt labour da benn. Evit ar c'humunioù bihanoc'h evit 2000 a annezidi e oa lakaet an termen da c'hentañ a viz Even 2024. Ar pal a zo aezetaat labour al livrerien, ar fakteurien hag ar sikourioù met e meur a lec'h eo bet graet an traoù diwar-goust glad an anvioù-lec'hioù brezhonek orin. E Gwimaeg bepred e voint miret ha klokaet gant niverennoù da zisheñvelaat ar chomlec'hioù. Ur bodad koñsailherien a oa bet karget da renabliñ an anvioù-lec'hioù eno. Pedet e oa bet gante Bernard Kabon, bet maer Gwimaeg, ha Dominig Bourjes, bet koñsailherez. O-daou e voint klevet en abadenn-mañ.

Un abadenn enrollet e miz Mae 2024 gant Tomaz Laquaine-Jakez

Sonerezh :
- Nolwenn Korbell, Avel viz
- Hurray for the Riff Raff, Rican Beach
- Sofi an Huñseg ha Véronique Bourgeot, Bugulez an deñved
- Lisa O'Neill, When cash was King

(Poltred lec'hienn kêr Gwimaeg)