Larsen ha mediator !

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Larsen ha mediator 164 : Al laid back

Larsen ha mediator 164 : Al laid back

02/06/2025

Salud deoc’h lamponezed ha lamponed, setu c’hwi o selaou Larsen ha Mediator kinniget deoc’h gant Gaetan Boulic, ha fenoz e tremenimp un hanter-eurvezh cool, distenn, gant sonerien un tammig lezireg int ivez, setu-ni gant ur programmadur laid back penn da benn. Met petra eo al laid back ? Ur saoznegadur an hini eo evit termeniñ ur sonerezh dibres, e lec’h ma soner an notennoù gant un disterañ dale soutil-tre war ar pred evit kreñvaat ur santimant a beoc’h, a sioulder gant gitaroù tomm ha mouezhioù lezirek. Evel-just eo un doare seniñ a c’heller adkavout e meur a stil sonerezh met evit ar pezh a sell ouzhimp e chomimp gant ar rock hag e krogomp diouzhtu gant unan eus mistri ar stil laid back, J.J. Cale…
Playlist :
- Ry Cooder : Paris Texas (foñs son)
- J.J. Cale : After midnight
- Justin Johnson : Feeling good (foñs son)
- Eric Clapton and friends : Call me the breeze
- Dire Straits : Where do you think you’re going
- Peter Green : Slabo day
- Tony Joe White : Baby, don’t look down
- Chris Isaac : Wicked Game
- Chris Rea : Looking for the summer


Larsen ha mediator 163 : Ar grunge 4 : Ouzhpenn Nirvana a zo !

Larsen ha mediator 163 : Ar grunge 4 : Ouzhpenn Nirvana a zo !

26/05/2025

E-pad hanterenn gentañ ar bloavezhioù 90 eo aloubet gwagennoù ar bed a-bezh gant ar sonerezh grunge douget gant strolladoù a vo anvet gant ar mediaioù ar « big four of Seattle » : nirvana, alice in chains, soundgarden ha pearl Jam. Met Kêrioù all o deus ivez o strollad : San diego gant the stone Temple Pilots, pe Chicago gant The Smashing Pumpkins. Kenderc’hel a reomp gant hor beaj er grunge gant un abadenn ‘m eus anvet ar wech-mañ : Ouzhpenn Nirvana a zo !
Playlist :
- Pearl Jam : Alive (foñs son)
- Pearl Jam : Even flow
- MTV Awards 1993 : Neil Young Pearn Jam, Rocking in a free world (foñs son)
- Neil Young Pearl jam : Throw your hatred down
- Soundgarden : Fell on black days
-Alice In Chains : Would ?
- Stone Temple Pilots : Creep
E-pad an abadenn e vo klevet un tennad son eus an teulfilm « Hype ! » sevenet gant Doug Pray, produet gant Steven Helvey, skignet gant Cinepix Film
Levrlennadur :
- Grunge, jeunesse éternelle – Charlotte Blum – Embannadurioù Epa Eds
- Les Inrocks2 Nirvana


Larsen ha mediator 162 : Ar grunge 3 : Nirvana (2)

Larsen ha mediator 162 : Ar grunge 3 : Nirvana (2)

19/05/2025

Kaout muioc’h a selaouerien, kaout ur gopr uheloc’h hep nac’hañ e gredennoù ideologel, setu an dibab a zle ober Kurt Cobain ha Krist Novoselic e 1991. Choaz a reont sinañ gant ar major Geffen, an hini en doa sinet Sonic Youth, strollad doujet evit nompas lâret azeulet gant Curt Cobain. Cheñchet eo bet o zabouliner ivez, exit Chad Channing, un tammig re lijer hervez an daou gomper, plas da Dave Grohl, bloaz warn ugent…
Playlist :
- Nirvana : In bloom
- Nirvana : Something in the way (foñs son)
- Atersadenn Nirvana e 1992 evit MTV (tennad son)
- Nirvana : Dumb
- Nirvana : Tourette’s
- Neil Young : Hey hey into the black
- 3rd Secret : I choose me
- Foo Fighters : Everlong
Levrlennadur :
- Nirvana, une fin de siècle américaine - Stan Cuesta – Embannadurioù Castor Astral
- Grunge, jeunesse éternelle – Charlotte Blum – Embannadurioù Epa Eds
- Les Inrocks2 Nirvana


Larsen ha mediator 161 : Ar grunge 2 : Nirvana (1)

Larsen ha mediator 161 : Ar grunge 2 : Nirvana (1)

12/05/2025

E 1990 e soñje d’an holl ne badfe ket ar grunge gwall bell ken, met se oa hep kontañ gant ur strollad anvet Nirvana, kaset gant ur c’haner deuet da vezañ unan eus steredennoù istor ar rock, daoust ma ne blije ket kement-mañ dezhañ.
Ganet eo Kurt Cobain e Aberdeen e Stad Washington e 1967. Doug e dad zo mekanikour, e vamm, Wendy, ne labour ket...
Playlist :
- Sonic Youth : Basement contender
- The Melvins : Let god be your gardener
- Fecal Matter : Spank thru
- Nirvana : Big cheese
- Nirvana enrollet war al leurenn e Birmingham 29/10/89 (foñs son)
- Nirvana : Scoff
- Sonic Youth : Kool Thing
- Nirvana : Smells like teen spirit
E-pad an abadenn e vo klevet meur a dennad son eus an teulfilm « Hype ! » sevenet gant Doug Pray, produet gant Steven Helvey, skignet gant Cinepix Film
Levrlennadur :
- Nirvana, une fin de siècle américaine - Stan Cuesta – Embannadurioù Castor Astral
- Grunge, jeunesse éternelle – Charlotte Blum – Embannadurioù Epa Eds
- Les Inrocks2 Nirvana


Larsen ha mediator 160 : Ar grunge 1 : ar penn kentañ

Larsen ha mediator 160 : Ar grunge 1 : ar penn kentañ

05/05/2025

Setu-ni o plediñ hiziv gant al luskad bras diwezhañ e istor ar rock, e anavezet ho po evel-just, e ya, ar grunge ! Met petra eo ar grunge en diwezh ? Ur rummad nevez a dud yaouank a vod energiezh ar punk ha feulster an heavy metal evit skubañ ar rock gotek hag ar post new-wave. Ul look gant jeans roget, botoù Converse toullet ha rochedoù koadourien, div gêr Seattle hag Olympia, ur strollad dave adalek 92, Nirvana, hag ur paeron, Neil young, a zisklerie e 1995 : « Ar strolladoù-se a son rock’n roll gant daou c’hitar, ur gitar boud ha taboulinoù, n’eus netra nevez, er sixties e oa heñvel. Ma vefe bet krouet The Who pemp bloaz ‘zo e Seattle e vefe bet peget an dikedenn grunge dezho ».
Ya, toud se eo ar grunge, met me ‘gav din e voc’h a-du ganin evit lâret eo berr un tamm. Neuze deomp pelloc’h gant istor ar grunge ha krogomp gant stad an traoù e Seattle e fin an eighties…
Playlist :
- Todd Snider : Talkin’ Seattle Blues (tennad son)
- Girl Trouble : My hometown
- Mono Men : Watch outside
- Some Velvet Sidewalk : Mousetrap
- Green River : 10000 things
- The Melvins : Grinding Process
- Atersadenn Bruce Pavitt ha Jonathan Poneman e 1992 evit an abadenn « Made in the USA », sevenet gant channel 4 - UK
- Screaming Trees : Dollar Bill
- Mudhoney : Touch me I’m sick
- Nirvana : Love Buzz
Levrlennadur :
- Nirvana, une fin de siècle américaine - Stan Cuesta – Embannadurioù Castor Astral
- Grunge, jeunesse éternelle – Charlotte Blum – Embannadurioù Epa Eds
- Les Inrocks2 Nirvana


Larsen ha mediator 159 : Ar shoegaze

Larsen ha mediator 159 : Ar shoegaze

28/04/2025

E deroù ar bloavezhioù 90 en deus an acid house skubet pep tra e Breizh-Veur, ar strolladoù feal d’ar gitaroù o deus, evit al lodenn vrasañ anezho, lammet er gorventenn Madchester, danvez an abadenn teir sizhun ‘zo, hogen un nebeud strolladoù a gav gwelloc’h adkavout ur son noisy, hep na vefe grunge, n’int ket amerikaned petra reoc’h ? Nann ul luskad nevez zo o tont war wel, heverk gant e wiskadoù gitaroù hag a vo termenet gant Brian Eno, krouer an ambient music, evel arz an dispis. Emaoc’h o selaou Larsen ha Mediator, kinniget deoc’h gant Gaetan, ha setu ni loc’het evit un hanter-eurvezh e kompagnunezh strolladoù shoegaze !
Playlist :
- Cocteau Twins : Cherry coloured funk (tennad-son)
- Sonic Youth : Total trash (foñs son)
- The Jesus and Mary Chain : The living end
- My Bloody Valentine : Only shallow (foñs son)
- My Bloody Valentine : Soon
- Ride : Decay
- Chapterhouse : Pearl
- Slowdive : Kisses
- Minor Victories : A hundred ropes
Levrlennadur :
- « Loveless » de My Bloody Valentine, histoire d'un album culte qui a failli ne jamais exister – Jean-Daniel Beauvallet – Vanity Fair n° 89 – Miz Mae 2021


Larsen ha mediator 158 : Ar rock ha diskar moger Berlin (2)

Larsen ha mediator 158 : Ar rock ha diskar moger Berlin (2)

14/04/2025

E 1981 e teu Ronald Reagan da vezañ prezidant ar Stadoù-Unanet. Kerkent eo stignet an darempredoù gant URSS a zo, hervezañ, « Impalaeriezh ar gwall ». Pevar bloaz war-lerc’h eo tro Mikhaïl Gorbatchev da vezañ sekretour kentañ strollad komunour an Union Soviedel. Merzet en deus pegen merglet eo ar sistem, an daou renour diwezhañ, Andropov ha Tchernenko, zo marvet abred ha diaes eo da URSS keveziñ ouzh SAU pa vefe a-fet armerezh pe armerzh. Kinnig a ra Gorbatchev daou brogamm meur : ar glasnost (an dreuzwelusted) hag ar perestroïka (an adframmañ), en un nebeud mizvezhioù e weler muioc’h a frankiz ekonomikel, sevenadurel ha polititkel. E Alamagn ar reter e sant ar pennadurezhioù efedoù ar perestroïka war spered ar yaouankiz, kreskiñ a ra ar gounnar hag ar goanag a frankiz…
Playlist :
- Elton John : Nikita
- Bob Dylan : Rainy day women (live at LA Forum Inglewood c’hwevrer e 1974)
- Bruce Springsteen : Chimes of Freedom (Enrollet e Belin reter e 1988)
- Pink Floyd : A great day for freedom (foñs son)
- Roger Waters : The Wall Live In Berlin 1990 Another Brick In The Wall Feat. Cyndi Lauper
- The Scorpions : Wind of change
Levrlennadur :
- Rocking the Wall : The Berlin Concert That Changed the World – Erik Kirschbaum - Berlinica Publishing


Larsen ha mediator 157 : Ar rock ha diskar moger Berlin 1

Larsen ha mediator 157 : Ar rock ha diskar moger Berlin 1

07/04/2025

Diskar moger Berlin zo unan eus an darvoudoù pouezusañ e istor an ugentvet kantved, ken pouezus ma komzer eus prantadoù a-raok pe goude diskar ar voger. Hag evel an holl zarvoudoù pouezus en istor, kavout a reer roudoù anezhañ er sonerezh ivez. Emaoc’h o selaou Larsen ha mMdiator, kinniget deoc’h gant Gaëtan Boulic, hag hiziv e pledomp gant diskar moger Berlin !
Playlist :
- Plastikman : drp (foñs son)
- Toni Fisher : West Of The Wall (tennad son)
- Glen Miller : In the mood (foñs son)
- Helga Brauer : Mister Brown aus USA (tennad son)
- Klaus Lenz : Glückliches Mädchen (foñs son)
- Horst Krüger Band : Die Tagesreise
- David Bowie : Heroes
- Nina Hagen : Born in Xixax
- Namenlos : Frustration
-Pankow : Langeweile
Levrlennadur :
- « Sag mir, wo Du stehst » – Entre rock et folk, les chanteurs engagés en RDA - Andreas Rauch – OpenEditions Journals
- « Valse avec la censure »- bernard Einsenschitz – Le Monde Diplomatique
- « Rock this town : Berlin » - Laurent Rieppi – RTBF Actus
- « Quand la RDA combattait le rock'n'roll » - Slate.fr
- « Musique : franchissez le mur de Berlin! » - Anastasia Levy - [ ] (http://Slate.fr) Slate.fr


Larsen ha mediator 156 : Al luskad Madchester 2 : Ar strolladoù

Larsen ha mediator 156 : Al luskad Madchester 2 : Ar strolladoù

31/03/2025

Donemat deoc’h e Larsen ha Mediator, an abadenn a zezrevell istor ar rock ‘n roll abaoe e orinoù. Plediñ a reomp abaoe ar sizhun dremenet gant ar pezh a voe anvet al luskad Madchester, ganet e fin ar bloavezhioù 80 e Manchester pa grogas ar voest-noz The Hacienda da vezañ unan eus al lec’hioù pouezusañ e istor ar rock e Breizh-Veur. An house music hag an tekno en em sile war an dance floors hag a oa o vont d’o zro da levezoniñ ar sonerezh e Breizh-Veur, dont a ra Manchester da vezañ kreizenn ar pop culture. Souezhet eo ar strolladoù hengounel gant an acid house ; ma chom lod diseblant ez eus strolladoù all hag a ra ur fuzion gant an acid, ar rock hag ar funk, ar pezh a vo anvet « the Madchester style ».
Playlist :
- Happy Mondays : Kinky Afro (foñs son)
- Happy Mondays : Wrote for luck
- The Stone Roses : Fools Gold
- New Order : Fine Time
- The Charlatans : Indian Rope
- Northside : Shall we take a trip
- Inspiral Carpets : Dragging me down
- Primal Scream : Loaded
Levrlennadur :
- L'hacienda - la meilleure façon de couler un club - Peter Hook – Embannadurioù Le mot et le reste


Larsen ha mediator 155 : Al luskad Madchester 1 : An Hacienda

Larsen ha mediator 155 : Al luskad Madchester 1 : An Hacienda

24/03/2025

Klañv eo kêr Manchester e 1980. Al lec’h, lesanvet «Cotonopolis» en XIXvet kantved a zo brein, krignet gant ar feulster, ar gangoù hag an drammoù. Ar sanailhoù hag uzinioù a zo bremañ dilezet, n’eus lestr ebet ken o tiskargañ e bakadoù kotoñs war ar c’haeoù. Adreizhoù ekonomikel gouarnamant Margareth Thatcher o deus echuet da saotrañ meurded trede kêr bro-saoz. Nozvezhioù Manchester zo tristidig, er puboù ha kleuboù en em vod ar yaouankiz dilabour. Betek an deiz ma tigor ur voest-noz, ur c’hleub mojennel e istor ar rock. Hiziv e fiñvomp hor body war dance floor an Hacienda e Manchester !
Playlist :
- Joy Division : The Eternal (foñs son)
- New Order : Blue Monday
- Madonna : Holiday (tennad son)
- The Smiths : Heaven knows I’ m miserible now (foñs-son)
- The Smiths : How soon is now ?
- Adonis : No way back (foñs-son)
- D-Shake : Yaaah
- A Guy Called Gerald : Voodoo Ray (foñs-son)
- Maurice - This Is Acid (tennad son)
- M People : Moving on up
- Meur a dennad son eus an teulfilm «The Hacienda - The Club that Shook Britain» (BBC 2022) a c’hellit klevet ivez en abadenn.
Levrlennadur :
- L'hacienda - la meilleure façon de couler un club - Peter Hook – Embannadurioù Le mot et le reste


Cai a sieudr Dâraine