Larsen ha mediator !

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Larsen ha mediator 154 : Detroit hag an tekno

Larsen ha mediator 154 : Detroit hag an tekno

17/03/2025

Kreiz-kêr Detroit e-kreiz ar bloavezhioù 80 a denn d’ur film zombies. Da heul enkadenn ar petrol er bloavezhioù 70 o deus an holl uzinioù kirri-boutin serret an dorioù. Al label Motown hag a chome ur simbol eus ar gêr he deus dilojet dindan heol Kalifornia. Ren a ra ar rasism, ar feulster hag an dilabour iset gant an enkadenn ekonomikel. Koll a ra Detroit er bloavezhioù 80 an hanterenn eus he foblañs : kazi daou vilion a dud a oa e 1950, ne chom nemet ur milion e fin ar bloavezhioù 80, un emdroadur a gendalc’h hiziv an deiz, gant 600 000 den o vevañ bremañ e Detroit, un drederenn anezho dindan treuzoù ar baourentez. Dija e deroù an eighties ez eus e pep lec’h savadurioù dirapar, aspadennoù lec’hiadoù greantel dilezet ha lojeizoù truezus. Serriñ a ra ar stalioù, ne c’hell ket an ti-kêr arc’hantaouiñ an treuzdougen-kêr publik, it’s a mess ! E Belleville, e fabourzhioù Detroit, e tiviz tri faotr du, Juan Atkins, Derrick May ha Kevin Saunderson, sevel ur strollad anvet The Belleville Three. Int eo a zo e orin an tekno.
Playlist :
- Cybotron : Techno City
- Kraftwerk : Numbers (tennad-son)
- Cybotron : Clear
- Digoradur unan eus e abadennoù gant The Electrifying Mojo
- Rhythim Is Rhythim : Nude Photo
- Kreem : Triangle of love
- Inner City : Big Fun
- Juan Atkins : Techno Music
- Blake Baxter : Ride em boy
- X-101 : Sonic Destroyer
- Frankie Bones : Call it techno
Levrlennadur :
- Electro une anthologie – Thomas Gaetner – Embannadurioù Grũnd
- Techno rebels, les pionniers de la techno de Detroit – Dan Sicko – Embannadurioù Allia


Larsen ha mediator 153 : Chigago hag an House music

Larsen ha mediator 153 : Chigago hag an House music

10/03/2025

16 vloaz eo Frankie Nicholls nemetken pa lak pladennoù war ar billig er Better Days e Time Square, e New York. Gounit a ra brud o kinnig soul, disco hag R’nB er c’hleub The Gallery hag adalek 1972 er Continental Baths, lec’h emgav ar gumuniezh heñvelreviad. Derc’hel a ra an dance floor eus al lun d’ar yaou erlec’hiet peurrest ar sizhun gant Larry Levan. O-daou e roont ur statud d’an DJ, hennezh n’eo ket ur soner pladennoù ken met ur c’hempennour, ur raktreser gouest da reiñ da glevet meur a don kemmesket, un dra voutin hiziv an deiz met eus an nevesañ d’ar c’houlz-se. Pa serr ar Continental Baths e 1976 e asant Frankie Nicholls ar plas kinniget gant ur c’hleub e Chicago anvet ar Warehouse. Ganet eo an house !
Playlist :
- The Beatmasters the Cookie Crew : rok da house (tennad-son)
- Rhythmn Control : My house (foñs-son)
- Frankie Knuckles : It's Hard Sometime (foñs-son)
- Ron Hardy : Acid Trax
- Housemaster Boyz : House nation (tennad-son)
- Frankie Knuckles Jamie Principle : Your love
- Farvey Jackmaster funk featuring Darryl pandy : Love can’t turn around
- Marshall Jefferson : Move your body
- Joe Smooth : Promised land
- Atersadenn Marshall Jefferson, tennet eus an teulfilm I Was There When House Took Over the World, sevenet gant Pi Studios w/ Alldayeveryday for Channel 4 e 2017
- Fingers Inc : Can you feel it
Levrlennadur :
- Electro une anthologie – Thomas Gaetner – Embannadurioù Grũnd
- Techno rebels, les pionniers de la techno de Detroit – Dan Sicko – Embannadurioù Allia


Larsen ha mediator 152 : Diaraogerien ar sonerezh elektronek er bloavezhioù 70

Larsen ha mediator 152 : Diaraogerien ar sonerezh elektronek er bloavezhioù 70

03/03/2025

Feiz ! Ar re a blij dezho an triad gitar, gitar boud, taboulinoù a vo dipitet hiziv rak kenderc’hel a reomp hor beaj e metoù ar sonerezhioù electronek. Er bloavezhioù 70 ne gomzed ket c’hoazh eus an elekro met niverus e oa ar sonerien a felle dezho boulc’hañ an hentoù nevez kinniget gant ar stokellegoù. En o zouez, lod a c’hounezo brud buan a-walc’h, reoù all a vo anavezet o malzennoù aour bloavezhioù goude, kinnig a ran deoc’h ober anaoudegezh pe adselaou lod anezho.
Playlist :
- Giorgio Moroder : Einzelgãnger
- Jean-Michel Jarre : Oxygène IV
- Space Art : Onyx
- Space : Magic Fly
- Brian Eno : Ambient 2/1
- Yellow Magic Orchestra : Firecracker
- Charanjit Singh : Raga Bairagi
Levrlennadur :
- Modulations: une histoire de la musique électronique - Iara Lee ha Simon Reynolds – Embannadurioù Allia
- Electro une anthologie – Thomas Gaetner – Embannadurioù Grũnd


Larsen ha mediator 151 : Diaraogerien ar sonerezh elektronek er bloavezhioù 60

Larsen ha mediator 151 : Diaraogerien ar sonerezh elektronek er bloavezhioù 60

24/02/2025

Donemat deoc’h selaouerien ha selaouerezed feal an abadenn Larsen ha Mediator, an abadenn a zezrevell istor ar rock abaoe e orinoù. Hiziv e tilezomp ar gitarioù, an amplaerioù hag an taboulinoù, splujañ a reomp e bed an elektro.
Dezrevell istor ar sonerezhioù electronek zo en em sankañ en ur c’hoad stank gant un toullad gwenodennoù a zifourk war sonerien.ezed rakwardour, ijinadennoù teknologel, sevenadurioù troet war an dazont ha liammoù start etre an den hag ar mekanik. Met muioc’h zo, istor an elektro zo ivez istor c’hwezenn an dañserien war an dance floor hag istor ar stiloù hag o lec’hioù ganedigezh : ar c’hrautrock e Düsseldorf, an house e Chicago, an tekno e Detroit, ha tostoc’h Berlin pe Bristol hag ar French Touch. Peadra zo d’ober, se zo kaoz e kinnigan deoc’h kregiñ gant an diaraogerien.
Playlist :
- Daphne Oram : Pulse Persephone (Foñs son)
- Daphne Oram : Quatermass and the pit ha Major Bloodnok's Stomach (Efedoù son)
- Tennad-son eus ur gelaouadenn ouestlet da Daphne Oram gant ar BBC
- Daphne Oram : Rockets in ursa major (Foñs son)
- Delia Derbyshire : A new view of politics
- Delia Derbyshire : Sonerezh ar stirad Doctor Who (Tennad son)
- White Noise : Love without sound
- Perrey and Kingsley : Girl from Venus (Foñs son)
- Jean-Jacques Perrey : E.V.A.
- Gangstarr : Just to get a rep (Tennad son)
- Jean-Jacques perrey – Air : Cosmic bird (Tennad son)
- Gershon Kingsley : Popcorn (Tennad-son)
- Pierre Henry ; Psyche rock
- Wendy Carlos : Sinfonia to cantata
- Wendy Carlos : A Clockwork Orange Intro
- Wendy Carlos : The Shining Theme
- Bernard Fèvre : Restless (Foñs son)
- François de Roubaix : Plongée des glaces (Foñs son)
- François de Roubaix : Baleines
Levrlennadur :
- Modulations: une histoire de la musique électronique - Iara Lee ha Simon Reynolds – Embannadurioù Allia
- Electro une anthologie – Thomas Gaetner – Embannadurioù Grũnd


Larsen ha mediator 150 : Ar «world music» (2)

Larsen ha mediator 150 : Ar «world music» (2)

17/02/2025

Ar sizhun dremenet hor boa gwelet e oa bet ganet ar ger world music diwar ur c’hoant e metoù ar sonerezh da renkañ aesoc’h sonerezhioù a bep seurt, koublet gant c’hoant gwirion arzourien zo, evel Peter Gabriel, da reiñ da anavezout sevenadurioù disheñvel ouzh hini ar c’hornog.
Ur gwir lak-pep-tra eo ar ger, pep hini o kaout e « world music », Aznavour pe Piaf evit an Amerikaned, ar sonerezh kornogel evit an Afrikaned. Un anv dic’houzanvus eo evit lod, evel David Byrne da skouer, krouer ar strollad Talking Heads, bet e-touez araokerien ar c’hemmesk sevenadurioù er sonerezh.
Playlist :
- David Byrne : Regiment
- Zap Mama : Mupepe
- Le Mystère Des Voix Bulgares : Pilentse pee (tennad-son)
- Dead Can Dance : Chant of the paladin (tennad-son)
- Toure Kunda : Em’ma
- Mori Kante : Nanfoulen
- Kitchener : Sweet Jamaica
-Asian Dub Foundation : Jericho
- Nana Benz du togo : Tite
Levrlennadur :
- « Maybe it’s the third world / Maybe it’s the first time around » : variations autour du terme world music chez Paul Simon, de Graceland à Songs from the Capeman - Claire Fraysse – Cairn Info – Sciences sociales et humaines
- 'So flawed and problematic': why the term 'world music' is dead » - Ammar Kalia e The Guardian 24/07/19


Larsen ha mediator 149 : Ar «world music» (1)

Larsen ha mediator 149 : Ar «world music» (1)

10/02/2025

Donemat da beb hini ac’hanoc’h e Larsen ha Mediator, an abadenn a zezrevell istor ar rock abaoe e orinoù. Hiziv emeaomp o vont da blediñ gant ur sonerezh bet anvet ar « world music », un anv a zere mat gant ur spered trevadennour pa soñjer mat : deus un tu, ni, ar c’hornog, ha deus an tu all an holl sonerezhioù all. Teodoù fall a lavaro ez eo ar world music ur ger ijinet evit ur sac’had sonerezhioù liesseurt diaes da rummata mod all, ar pal o vezañ aesaat buhez ar gwerzher pladennoù a c’hell evel-mañ berniañ en e stalennoù an holl bladennoù n’int na rock, na pop, soul, folk, jazz pe metal, met sonerezhioù gant gwriziennoù kenelel (etnik ma kavit gwelloc’h!).
Evit tud all evel David Byrne, kaner Talking Heads ha krouer al label Luaka Bop eo vil ar ger world music rak ijinet evit abegoù kenwerzhel. Evit reoù all e talvez an anv world music ez eus ul lec’h, enk, strizh, munut met ul lec’h memestra e patrom industriel kornogel ar sonerezh evit ar sonerezhioù n’int ket perzh ennañ. Gwelout a rit n’eo ket ken tener ha se an danvez, neuze setu-ni loc’het evit ur veaj tro-dro d’ar bed.
Playlist :
- Manu Dibango : Soul makossa (tennad-son)
- Mulatu Astatke : Yègellé Tezeta
- El Rego et ses Commandos : Hessa
- Paul Simon : I know what I know
- Paul Simon : Vampires (Foñs-son)
- Nusrat Fateh Ali Khan : Mustt Mustt
- Prince Nico Mbarga : Sweet Mother (tennad-son)
- Juju : Nightwalk
- Afro celt Sound System : Release
Levrlennadur :
- « Maybe it’s the third world / Maybe it’s the first time around » : variations autour du terme world music chez Paul Simon, de Graceland à Songs from the Capeman gant Claire Fraysse – Cairn Info – Sciences sociales et humaines
- 'So flawed and problematic': why the term 'world music' is dead » - Ammar Kalia e The Guardian 24/07/19


Larsen ha mediator 148 : Ar rock alternatif e Frañs ar bloavezhioù 80, Boucherie productions, an huñvre hag ar pradañ

Larsen ha mediator 148 : Ar rock alternatif e Frañs ar bloavezhioù 80, Boucherie productions, an huñvre hag ar pradañ

03/02/2025

Gitar, rebed, sakso, violoñs, akordeoñs..., hir eo ar roll binvioù sonet gant Francois Hadji Lazarro anavezet evit e berzh er strolladoù Pigalle, Los Carayos pe les Garcons Bouchers met ivez evit e labour difraostañ gant e label Boucherie Productions. Troet da gentañ war ar sonerezh folk e tilez buan e vicher skolaer evit mont da seniñ er metro. Postek evel ma oa e veze gwelet ingal e servij-urzh ar sonadegoù aozet e skwat an Uzin e montreuil. Adalek 1982 e krou ar strollad Pigalle…
Playlist :
- Pigalle : Pigalle
- Bernadette Soubirou et ses apparitions : Rien de rien
- Les Garçons Bouchers : Viens (Les enfants cachés des Compagnons De La Chanson)
- Les Garcons Bouchers : Je ne suis pas bien portant (j’ai le rap qui dérape)
- Stellla : Haute tension Leon
- Stellla : Le fils de l’homme invisible
- Les VRP : Les livres de fesse
- Les VRP : Cannes
-Los Carayos : Ai Vai
- Mano Negra : The rebel spell
- Les Satellites : Riches et célèbres (foñs son)
- Les Satellites : Shiliba et ses frères
Levrlennadur :
- Rémi Pépin : Rebelles, une histoire de rock alternatif - embanner : Archives de la Zone Mondiale
- Philippe Manoeuvre présente Le rock français , de Johnny à BB Brunes – embannadurioù Hoëbeke


Larsen ha mediator 147 : Ar rock alternatif e Frañs ar bloavezhioù 80, labelioù ha strolladoù a bep seurt

Larsen ha mediator 147 : Ar rock alternatif e Frañs ar bloavezhioù 80, labelioù ha strolladoù a bep seurt

27/01/2025

Gwelout a ra ar bloavezhioù 80 un toullad strolladoù o tifoupañ e Frañs asamblez gant labelioù dizalc’h ganet war ludu al luskad punk. Komprenet o deus buan o sonerien ne zleent gortoz netra deus ar sistem. Embroduiñ a reont o fladennoù evit o gwerzhañ da goulz ar sonadegoù pe en un nebeud stalioù pladennoù.
Playlist :
- The Cramps : TV set (foñs son)
- Warum Joe : L’aigle noir
- La Souris Déglinguée : Week End Sauvage
- Les Wampas : Une bombe sur Washington
- The Washington Dead Cats : Does your werewolf bark ?
- Les Endimanchés : Aux champignons à bicyclette
- Les Thugs : My lonely time
- OTH : Le rap des Rapetous
- The Happy Drivers : Baby please don’t go
- Les Garçons Bouchers : A cause du slow
Levrlennadur :
- Rémi Pépin : Rebelles, une histoire de rock alternatif - embanner : Archives de la Zone Mondiale
- Philippe Manoeuvre présente Le rock français , de Johnny à BB Brunes – embannadurioù Hoëbeke


Larsen ha mediator 146 : Ar rock alternatif e Frañs ar bloavezhioù 80, rock ha politikerezh

Larsen ha mediator 146 : Ar rock alternatif e Frañs ar bloavezhioù 80, rock ha politikerezh

20/01/2025

E-pad pell ez eus bet soñjet ne oa ket tu ober sonerezh hep an tiez embann pladennoù hengounel. Er sixties e renont ar marc’had, sinañ a reont kevratoù gant strolladoù a zilezont ken buan all evit sonerien ha sonerezed ye-ye, a-raok asantiñ un nebeud strolladoù en-dro hervez emdroadur c’hoantoù ar selaouerien-ezed. Gant distro ar rock ha tarzhadenn ar punk e sin an tiez embann bras kevratoù en-dro gant strolladoù met o verzout n’eus nemet Trust ha Telephone hag a zo bancable e stardont ar viñs adarre. Ne vez sinet nemet strolladoù a c’hello tizhout ur publik bras. Evit al lodenn vrasañ eus ar strolladoù ez eo « Circulez, y a rien à voir », na lec’hioù pleustriñ , na lec’hioù seniñ, na tiez embann. Ne chom nemet ar c’hav, karrdi ar vamm-gozh pe ar parklec’h dilezet evit pleustriñ. Ha peogwir n’eus nemet ar Gibus pe ar Rose Bonbon, e soner en MJC, tiez ar yaouankiz hag ar sevenadur, er banlevioù hag aze e kej bed ar skwaters eus an tu kleiz pellañ ha bed ar sonerezh. Ganet eo ar rock alternatif !
Playlist :
- La Souris Déglinguée : Rockers (foñs son)
- Bérurier Noir : Petit agité
- Bérurier Noir : Ainsi squattent-ils
- Bérurier Noir : Lobotomie hôpital (foñs son)
- Bérurier Noir : Porcherie
- Les Rats : Le borgne
- Parabellum : Anarchie en Chiraquie
- Ludwig Von 88 : Les trois petits keupons
- Les Collabos : Ta sœur
Levrlennadur :
- Rémi Pépin : Rebelles, une histoire de rock alternatif - embanner : Archives de la Zone Mondiale
- Philippe Manoeuvre présente Le rock français , de Johnny à BB Brunes – embannadurioù Hoëbeke


Larsen ha mediator 145 : Ar rock ha trubuilhoù Norzhiwerzhon (3)

Larsen ha mediator 145 : Ar rock ha trubuilhoù Norzhiwerzhon (3)

06/01/2025

E deroù ar bloavezhioù 80 eo merket an trubuilhoù gant harz debriñ prizonidi an IRA evit kaout ur statud politikel. Disoc’hañ a ra e miz Here 1981, ar pezh a zo bevet evel un trec’h gant ar Sinn Fein. Ur miz abretoc’h e oa bet digoret ar skolaj kemmesk kentañ e Belfast, un dakennig spi en ur meurvor feulster. Londrez ha pennadurezhioù Breizh-Veur, pennoù an arme ha familh ar rouanez a zo palioù ar bombezennoù. Margareth Thatcher a achap ivez d’ur vombezenn e-pad emziviz ar strollad mirelour e Brighton e 1984…
Playlist :
- Clannad : Harry’s Game Theme (foñs son)
- Angelic Upstarts : Brighton Bomb
- The Police : Invisible Sun
- Paul Brady : The Island
- Simple Minds : Belfast Child
- The Cranberries : Zombie
Levrlennadur :

«Suspect Device» : punk et violence dans l’Irlande du Nord des « Troubles » - Timothy A. Heron – OpenEdition Journals
====================================================================================================================================

«Il y a 25 ans, l’accord de paix du Vendredi Saint : six dates pour comprendre le conflit qui oppose l’Irlande du nord à Londres », pennad gant Cathy Lafon embannet gant ar gazetenn sud-Ouest d’an 10 a viz Ebrel 2023


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine