Ul lavarenn gant Dominique Thepault da zigeriñ an abadenn " Bep ki zo mestr war borzh e di".
Ha goude-se e raimp anaouedegezh gant Nathan Quenault, paotr an teknik e Strollad ar Vro Bagan, Yannig mil micher anezhañ.
Klozet 'vo gant "Alc'hezioù brezhoneg" gant Mikeal Madeg. Diwar-benn gerioù ar sex.
Gant Karolina
Evit ar wech kentañ e kinnigo ar strollad Ar vro Bagan "Ar vosenn nevez" disadorn, en Armorika e Plougerne. E-mod "Commedia dell'arte eo bet skrivet ar pezh-c'hoari-se gant Goulc'han Kervella. Daou eus ar gomedianed, Erwan Billant ha Maxime L'Hostis, a gonto deomp penaos eo bet leurennet gant Etienne Siberil evit doujañ da reolennoù an doare-se da c'hoari.
Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc
E-pad vakañsoù an Holl-Zent oa bet kinniget gant Gaelle Maudire ur staj da zesliñ ober margodennoù gant teknik ar c'hantennerezh troidellek.
Klevet 'vo ivez bugale , bet o kemer perzh er staj: Avel, Sacha, Lili hag Aodren.
En abadenn 'vo ivez "Emgann Kergidu"gant Dominique Thépaut, hag "Alc'hwezhioù brezhoneg" , troioù lavar an amzer gant Mikeal Madeg.
Gant Karolina.
Nevez digoret e Landerne gant Tomaz Godin, ur palier arzel 'vo diskouezet ennañ e daolennoù hag ivez e oberennoù graet gant teknik ar fusing. Digarez ' vo ivez da weladenniñ al lec'h nevez-se ha da ober anv eus raktresoù Tomaz.
Hag ivez en abadenn "Alc’hwezioù brezhoneg" troioù-lavar diwar-benn an amzer hag "Emgann Kergidu".
Gant Karolina.