Da geñver "Kafe brezhoneg Lesneven" aozet gant "Ti ar Vro-Leon" ha "Dastum Bro-Leon".
Deut Yvon Abiven da lakaat ar gaoz diwar-benn "Kannadig Treglonou", a veze skrivet gant ar person Jacques Calavarin, lesanvet Jakik Treglonou. Bet embannet etre 1916 ha miz Even 1941.
Ur gazetenn a rea berzh bras ma embanne enni e soñjoù diwar-benn ar vrezel 14, ar politikerezh, ar relijion, ar gizioù nevez…
Gant Karolina.
Ur bourmenadenn en ur park ar frouezh gant Gaby Jolle, Robert Roudaut, Jean-Noel Ballot ha Kristian Guiavarch. An holl anezho zo izili eus "Avaloù Plabenneg". Gant ar gevredigezh e vez miret gouennoù gwez frouezh e Plabenneg. Diskouezet o deus ar wazed deomp penaos imboudañ. Hag e-kerzh an abadenn ez eus bet hadet kanaouennoù ha dastumet troiennoù gant Robert Roudaut !
Kinniget eo bet abadenn gant Maëlys Poublanc
Poltred : Goulven Konan
Pleustriñ war ar mod da leurenniñ a zo bet graet gant paotred "O tridal" da geñver ur prantad chomadenn en Armorica e Plougerne. Hag evit al labour- se int bet skoazellet gant Nolwenn Korbell.
Da fin ar chomadenn oa bet un digarez da seniñ un nebeud tonioù diwar o fladenn nevez "Triumvirat" dirak an arvesterien 'oa bet en Armorica.
Gant Karolina
Anna-Vari Treger 'zo oseanografourez e Plouzane ha ken-renerez Kuzul uhel Breizh evit an hin. Kemeret he doa perzh e rentañ-kont diwezañ ar GIEC, strollad etregouarnamantel an arbennigourien war cheñchamant an hin. Lakaet e oa bet ar gaoz gant ar skiantourez war penaos e c'hallfe bezañ an hin e Breizh en amzer da zont.
Un abadenn kinniget gant Maëlys Poublanc
"Fleurig an dour...ma dousig flour" eo titl romant nevesañ Yann-Ber Kemener. 5 vet levrenn ar Saga Arvorika eo ma kendalc'h gant avanturioù Yann ar pilhaouer.
Bet embannet ivez ul levr evit ar re yaouankañ : "Moutig ha kevrin Ker-Iz".
Setu levrioù embannet gant Skol Vreizh.
Un abadenn gant Karolina
Un "trede-lec'h" (tiers-lieu) 'zo bet digoret er PAM e Brest ar bloaz-mañ. Ar PAM a oa un ti moullañ brudet tre er vro. Bremañ e kaver ennañ ur mirdi. Un digarez da lakaat ar gaoz war istor ar PAM a zo bet displeget deomp gant Tomaz Godin. An engraver eus Landerne zo o terc'hel ur stal er PAM. Anavezout mat a ra an ostilhoù a veze implijet gant an ti moullañ. War-lerc'h e vimp gant Nelly Blanchard, enklaskerez e kreizenn an enklaskoù breizhek ha keltiek (CRBC), a lakao ar gaoz war al liketennoù gwin e brezhoneg a veze moullet gant ar PAM.
Un abadenn kinniget gant Maëlys Poublanc
Tudi Kreker zo ur c'hazetenner yaouank eus Landerne. Bet eo o chom e Bro-Iwerzhon e-pad daou vloaz. Kontañ a ra deomp ar pezh en deus bevet eno : labourat evel kazetenner dizalc'h, heñcher kazetennerien, beajiñ e Iwerzhon an hanter noz... Emañ gant Erwan Blanchard.
Un abadenn lusket gant Maëlys Poublanc.
"La nuit ne viendra pas" eo anv pladenn gentañ strollad Dérives. Quentin ha Justine Morvan, Mael Guego ha Tangi An Dreo a oa e studio Arvorig FM evit seniñ tri zon en un doare akoustikel ha lakaat ar gaoz war o sonerezh.
Ouzh an teknik : Erwan Uguen
Mix ar c'hanaouennoù : Erwan Uguen
Un abadenn kinniget gant Maëlys.