Paket eo Gurvan gant ar fibromialgiezh, ur c'hleñved hag a gustum kasausaat ha diaesaat spontus e vuhez abaoe bloavezhioù. Ur c'hleñved eo ha n'eo ket anavezet kenañ e Breizh hag e Frañs, padal eo ur gwir verzherenti. Alies eo kontet da vezañ ur c'hleñved speredel. Koulskoude eo ur c'hleñved hag a deu eus ar mod direizh d 'an empenn da verañ ar poanioù.
Gant Karolina
Patrig Herve a zo tresour , bep sizhun e chelloc'h gwelet e dresadennoù barzh ar gazetenn "Ya!". Drig eo e anv pluenn.
Skrivagner eo ivez Patrig, ul lodenn vras eus e levrioù a zo bet embannet gant Skol Vreizh. Levrioù oc'h ober anv eus boazamantoù ha kustumoù tud ar vro: ar boued, an dilhad an tiez, ar c'hezeg...
Pell zo eo komañset Patrig gant al labour-se: mont da zastum komzoù ha gouizigezh an dud war ar maez hag en em soñjal war identelezh ar Vretoned hag ar Bretonezed.
Gant Skol Vreizh ez eus un dastumad a levrioù hag a zo "Manuel de savoir vivre".4 levrenn zo bet gant Patrig hag an tresour Nono. Levriou bet gwerzhet mat, an hini diwar-benn ar glav vo ad-embannet zoken.
Gant Karolina.
Ar vicher geobiologour displeget gant Yann Gilbert ha Jean Uguen.
Gouest eo ar geobiologourien da santout nerzhioù an dour hag an tredan e-barzh an douar. Gant an nerzhioù-mañ'vez kaset en ur mod "titouroù" a c'hell bezañ komprenet gant ar geobiologourien. Gant an nerzhioù-mañ 'vez a-wechoù efedoù noazhus war lec'hioù 'zo hag an dud pe loened o vevañ enno. Gouest eo ar geobiologourien da nullañ an efedoù noazhus-se gant teknikoù 'zo ha da gompezañ an afer.
Tregont vloaz 'zo emañ Yann Gilbert war ar vicher-se, ur vicher n'eus desket gant Jean Uguen a zo aet da anaon e 2021.
Gant Karolina.
Ar Storlokerien a vo war leurenn ar festival Deus'ta! e Brest disul. Un digarez da lakaat ar gaoz war istor ar strollad Storlok gant Bernez Tangi, Mona Jaouen, Yvon Gouez, Bob Simon hag Abalip.
Ar greizenn stummañ war ar brezhoneg Stumdi a lido he 40 vloaz da geñver ur veilhadeg er Gapusined e Brest digwener. Loig Jestin a ginnigo programm an nozvezh.
Embannet eo an abadenn-mañ gant Maëlys Poublanc
"Kan an noz" a vo dalc'het e Sant Riwall warc'hoazh. Yvon Gouez eus ar gevredigezh "Kan ar bobl Menez Are" a embanno programm ar valeadenn hag ar pred kanet.
Fest-noz ar gevredigezh "Kommannoz" a vo warc'hoazh e Kommanna. Amandine Al Lann hag Emma Gélébart zo prest da ganañ dija !
Disul e talc'ho ar gevredigezh "ESCAPE" ar gouel "Le potimarron et ses potes" e Treouergad. An arc'hant rastellet a servijo da glask pareañ krignoù-bev ar vugale. Reun Treger, aotrou-maer ar gumun, a vo ganeomp dre bellgomz.
Nolwenn Korbell a gano dimerc'her e Brest da geñver ar festival Deus'ta!
Manifestiñ 'zo bet great evit sevel a-enep diviz ar Stad da dennañ 9 farrez er maez eus an dachennad a oa gwarezet diouzh an nitratoù betekhen.
Ur c'heloù fall evit yec'hed an dud hag an endro.
Gant an diviz-mañ 'vo aotreet al labourien-douar bras da hañvouezañ douaroù e Menez Are , int a glask dalc'mat pelec'h fuilhañ an hañvouez-se.
Eizhvet levrenn "Saga Arvorika" zo bet embannet ar bloaz-mañ. Yann-Bêr Kemener a gonto deomp avanturioù nevez e haroz Yannig e penn kentañ an eil brezel bed. Ar skrivagner a vo e gouel levrioù Karaez e-pad an dibenn-sizhun.
Kaset eo ar pennad-kaoz-se gant Maëlys Poublanc
Pase anavezet eo Etienne ar Gov evit bezañ gouest da bareañ. Brudet eo zoken hag e 'z a forzhig tud da welet anezhañ, lod eus pell a-wechoù. Klasker-dour eo bet da gentañ , radiesthésiste tro ma ma lavarer, ha war lerc'h magnetizour hag e ra c'hoazh Etienne al labour-se.
Gant Karolina