Ni zo vont da barres Mehenneg e kompagnunezh Lucienne Guillemot. Lucienne deus soñjoù trist ag he bugaleaj, met gweave int bourrapl ur sort... He 'gonta un nebeut traoù deomp !
.
MUZIK :
---Les Ours du Scorff : Tourne, tourne
---Termajik : Valse rouge
---Régis Huiban : Huk, le troisième voyage d'Henri Bugais
---KBA 8 : Trist eo ma flanedenn
Lucienne Riguidel a bares Brandivi a gaoza deomp ag he zud-kozh hag he den Jean.
Musik :
- La rivière courante : Erwan Tobie & Heikki Bourgault
- La Goutte nevez : Jean-Pierre Quéré Et Christophe Le Menn
- Sabotér Koed : Kanerion Pleuigner
- Ur plac'hig a Dachenn : Landat & Moisson
E penn-komañs ar blez on bet en ur filaj e Kistinid. Añse ‘oa ur bochad kanerion, kozh ha yaouank.
En o mesk ‘oa Pierre ha Cécile Nignol. Me zo bet àr-lerc’h oc’h ober konaisañs gete en o zi, e Sant-Iwan Bubri.
Musig :
---Elise Nignol : Ar vateh Perin
---Henri Bevan, Giladas Robic, Pierre Nignol : Kantik sant Iwan
---Pierre Nignol : Breizh ma bro karet
---Pierre Nignol : Ur plac’h yaouank a Sant-Tudal
E parrez Saint-Gravé e reter Breizh eh eus ur braserezh bio : La Bambelle. Añse ‘vez kempennet bier, lagoud ha whisky. Bout zo 4 den gopred er braserezh hag int a ra toud a-barzh, labourat an douar ewit lakaat ar greun da greskiñ, betag ar votailhad evaj.
Gwenole Galloudeg hag a zo e penn ar soñj-se neus bet sikour get e dad ewit sevel ar savadurioù hag labourioù zo. Yann-Vades Galloudeg, an tad, a ziskoua deomp toud ar labour a vez groet er braserezh !
Musig :
---Termajik : Deus an dro nevez-amzer
---Silabenn Trio : You ki sont
---Henri Texier : L’ultime danse