Kreiz Mintin, an distro ! Ni beus kemeret vakañsoù ha marsen c'hwi ivez ? Marsen oc'h oeit doc'h an tu-rell a Frañs, pe Europa, pe ar bed ? Marsen oc'h chomet da rouziñ àr un draezhenn bennak. Ur sort baradoezàr an douar. Achiv eo ! Donemat ba an abadenn Kreiz Mintin. Kanig a ran deoc'h un abadenn a-zivout sportoù ha c'hoarioù Breizh.
Da getañ toud e vimp get Anne Marie Gloagen en dro. Ni boe komañset da gaojal àrlane a-zivout ar gouren
Da heul e vimp get Remi er Boulc'h eit kaojal a-zivout ar palatoù
hag eit achiv e vo kaojet àr ar bouloù mod Breizh get Jean-Louis ruchec ha Marsel Guillomet
Marsen e vo erc'h hiriv. Moeiañ zo deoc'h choej mondba porzh eit gober ski peotramant chom er ger eit selaou an abadenn Kreiz Mintin-mañ.
Muzik :
Franck Guilloux hag Elias er Bot - Ton da gerzhat
Allen - Na Porta do Bar
Masilia Sound System - Au Marché du Soleil
Etienn Chouzier ft Mannaig er Guevel - Epistolaire
Un abadenn kaset da benn get Jañlug er Mouel
Hiriv e vo kaojet a-zivout gouil Nedeleg, ar c’han, an asosiasion Dastum hag a-zivout an traoù e vo d’ober a-benn fin ar sizhun-mañ. Ha neuzen, da getañ toud e vimp get Kristian Rivoalen. Hinnezh zo kanour ha labourat a ra èl animatour ba’an asosiasion Dastum Breizh. Da heul e vo klevet un archivenn vihañ : Pier Padeleg ha Pier Nignol a zisplega deomp petra eo an Drajeli. Arlerc’h e vo un hoari blind test ha ma vo amzer a-walh e achuimp get ur gontadenn.
Muzik :
Pascaline er Rouz - Noz Nedeleg
Jethro Tull - Christmas Song
Metsatoll - Kanenn ar Seienn Ruz
Frehaj prizius pe c'hoazh diamantoù. Serret ba memoer an dud : ar c'hanennoù. Aboe penn ketañ an 20vet kantvet eo bet anrejistret kanourian pe kanourezed. An dra-sen zo kaoz eo bet miret ar repertoar-sen. An asosiasion Dastum neus labouret àr an danvez-senhag hiriv e vez embannet levrioù ha CDoù. Kanig a ran deoc'h dizoloiñ ar labour-sen.
de getan e vimp get Kristian Rivoalen, ur c'hanour brudet eo ha labourat a ra eit Dastum
da heul e vo klevet un archivenn. Pier Padellec a rae àr dro Dastum Bro Ereg
ba fin e vo un atersadenn get Alain Le Noac'h. Hinnezh en doe dastumet ur bochad traoù ba bro Lodoag.
Marsen ho peus anrejistramantoù ba ho ti ? Marsen eh oc'h intereset get an dañs, get ar c'hotadennoù ? Dastum hella gober un dra eitoc'h.
Muzik :
Loeiz er Bras - Yannig ar Bon Garson
Gregail - Laride Gabber
Bancal Cheri - Qu'est-ce que tu dis ?
Un abadenn kaset da benn get Jañlug er Mouel
Un dra bamus ! Un dra a-bouiz eit an dud ne ouiant ket na skriv na lenn. Ar vouezh. Hag ohpenn-sen, ar c'han. Ba an abadenn Kreiz Mintin-mañ e kanigan deoc'h selaou kanourian. Displeget vez gete penaost vez desket, klasket kanennoù pe c'hoazh ba pezh spered e vez kanet.
da getañ toud e vimp get Kristian Rivoalen. oet on d'hen welet ar sizhun baset
da heul e vimp get Kaorintin an Davay, ur c'hanour yaouañk
eit achiv e vimp get Jean Korrignan. Aterset oe bet 20 vlez 'zo get Loeiz Konan
Damp neuzen ! Sur on e vo klevet traoù interesus. Tosteit d'ar post neuzen !
Muzik :
Therese Darsel - Me zo miñ un denig yaouañ hag a zo desidet
Warsav - Laride
Djeli Moussa Conde - M'bemba
Un abadenn kaset da benn get Jañlug er Mouel
Louroù, bezioù, tud lazhet... Paset eo Halloween met eh amp c'oazh ba'ar vizioù du. Ni ya da gaojal durant an archivenn-sen a-zivout ar marvañs. Penaost e veze en amzer gwezherell.
da gentañ e vo klevet Jo ar Strat
da heul e vo Robert Darsel
hag eit achiv e vimp get Vincente Guegenno eit kaojal a-ziàr ar ganidigezh gwezherell
Ale ! Komañsamp neuzen ! E selaou eh oc'h Trezolioù Kreiz Mintin. Un abadenn savet get Jañlug er Mouel hag àr Radio Bro Gwened emañ.
Muzik :
Lucien Guegan - Bosenn Eliant
Neil Young - Don't let it bring you down
Marchand / Burger / Rivoalen - Nevez Amzer
Dalc'hamp da gomz ag hor langaj-ni hiziw, asambl get 4 paotr yeùank é téskeiñ hag é véweiñ é brezhoneg : Samuel, Tangi, Jeremy ha Corentin !
Perek déskeiñ brezhoneg hiziw ? D'ober petra ?
Muzik : Endro ft. Piala Louis / Storlok / Plouz&foen / I draw slow
Kampennet get MMCrahe
Animet get JañLug er Mouel ha Maxime MC.
Istimamp hor langajeù-ni !
Komz brezhoneg ér bed-mañ hiziw an dę zo un akt a-rezistañs : Penaos déskeiñ ? Pesort brezhoneg ? Get piw kôjal , get piw déskeiñ ?
Kronikenneù hag atersadenneù
Muzik : A.Stivell / an Hoerezed Goadec / Kneecap
Kampennet get MMCrahe
Animet get JañLug er Mouel ha Maxime MC.
"Lamm", "fazi", pe c'hoazh "kostin" !Klevet peus dija ar pojoù-sen ? Marsen oc'h oet da welet ur c'hrogad gouren benak. Oet on tre bedeg Langoned da welet Anne Marie Gloagen. Honnezh rae àr dro ar skol gouren ba'ar Faoued. Ni beus kaojet a-zivout
he istoer get ar gouren
ar reolennoù ha traoù-erell
da heul e vo un archivenn vihan a-zivout un diskoezhadenn organizet ba Bubri30 vlez'zo tro dro an hoarioù a Vreizh.
Tosteit d'ar post ha komañsamp an abadenn Kreiz Mintin-mañ.
Muzik :
Edouard Le Sausse - ar Gourennour
Bertrand Belin + Camilia Jordana - Les Beaux Gestes
Fcuker - Play Me
Un abadenn kaset da benn get Jañlug er Mouel