Hiziv eh aomp d'ar Vro Pourlet hag eh aomp da selaou doc'h Marcel Jaffré, a oa bet aterset get Merwyn Sauerbrey e 2011 a-ziàr an amzer gwezharall e parrez Sant Karadeg Tregomel. Hag e achumant an abadenn e vo klevet un istoer hag a oa bet kontet get Stefani Gwilhom e Porzh-Loeiz e 1913. An istoer-se, a zo anvet « Ar verc'h hag an daou ozegan », a zo bet kontet hag enrollet e 2020 get tud ag ar radio hag ur skipailhad tud a-volantez vat : Enora Molac, Benoit Allaire, Brewal Runigoù, Momo Jouanoù, Gregory Evenas, ha me, ha frammet get Jeanne Chevrel
Albert Pechard a oa bet aterset get Monik ar Boulc'h e 1990 a-ziàr parrez Klegereg. Komzet en doa ag an traoù a oa bet savet pe kempennet a-nevez er gumun en amzer-se, hag a-ziàr ar chistr-per a vez graet en tachad-se. Sonerezh : Bagad kerlenn Pondi - Manez Gwenn Erik Marchand ha Taraf Karansebes - Pardon Klegereg Kerbedig - Kost-ar-c'hoad Aziliz ha Maina Audran hag Eflamm ha Ninnog Louis-Vorc'h - K'rollomp a laride
Klevet ' vo div atersadenn ' oa bet graet get Marie-Laure Groix e 1998. Klevet ' vo Yannig Madeg é komz ag e vicher labourer-douar, ha Serj Bozeg é komz ag an traoù ' vez moaian gober get ar bezhin. . Sonerezh Dir ha Tan - An dudchentil hag ar peizant Yao ! - An dro Denez Abernot - Gwerz ar vezhinerien Roland Becker - Tachenn glas
Hiriv 'vo klevet tud a zisave yér ewit bout debret hag ivez o vioù. Da gomañs e vimp e kompagnunezh Marie jarno a bareez Batlame hag goude Jo Hamonic a Silieg, an daou aterset get Monique Ar Boulc'h er bleioù 90. . Sonerezh : - Marie Jarno : P'oen é pasein - Marie-Ange Conan : me meus ur yarig wenn - Antoinette Govic : me mamm doé ur yar - Eben : Ar Yarig
Ag ar chistr e vo komzet en abadenn-mañ. Da gentañ e vo klevet Kolas Karré, a oa doc'h mikro Monik ar Boulc'h e Ploue, hag àr-lerc'h e vo klevet Lucien, Jobino, Thérèse hag Albert, a oa bet aterset get Monik e Neuliag e 1991. Sonerezh : An Drouzerion - lomm ar boulom Alan Stivell - son ar chistr
Ni 'ya da glevet un den neus groet ur bochad micherioù : peizant e Jersey, ketañ charratour er Beauce, soudard, fromager ha botoier. Désiré André a gonte toud doc'h mikro Minique Ar Boulc'h e 1995. . Sonerezh : - Joseph Konan : micher ar peizant - Pierre Nignol : Charbonnier mon ami - Bargainatt : Après la pluie