Xaviez Langleiz zo ur livour ha gravour met eñ 'neus labouret ewit ar breton ivez. Dastumet ha enrollet en deus tud Sarhaw ha skrivet en deus àr breton ar vro-se. Eñ a oa e mesk ar re o deus krouet ur skritur nevez, ar "peurunvan", krouet e penn-ketañ ewit sevel ur benveg ewit kelenn ar breton b'ar skolioù. Glenn Gouthe zo oc'h ober un dezenn àr Xavier Langleiz, hag daet da gojal a-ziàr e enklaskoù a-barzh Kreiz Mintin ! . Sonerezh : - An Disput : Dour Le Pottier Quartet - Echange : Talskan - Ketan Krenet : Denise La Roche
Pa vez un den klañv mat ha prest da vervel, e vez kaset d'an ospital. Pand'eo marv an den ema ret telefonañ d'ar funerarium. Met gwezharall, ne oa ket ar "funé" ! Penaos 'rae an dud ? Kristof Guilloux ha Jeanne Chevrel zo bet o welet Jo Sergent a Bluniav ewit komz ag an dra se !
3vet abadenn ag an heuliad diàr benn ar Faoued . Faota ket mont pell ewit gwelet traoù bammus, bet on bet get Monique b'ar Faoued ewit gwelladenniñ ar chapeloù hag ar vourc'h. A-barzh an heuliad-se 'vo klevet abadennoù kozh kavet 'ba dielloù RBG. Ni zo bet o vizitañ chapel Sant Bastian get Monique. Ba penn an abadenn vo klevet teir mouez enrollet e 1995 doc'h mikro Monique, Annick Le Goff, Henriette Le Corre hag Adèle Le Guilloux. . Sonerezh : - Kanerion er Skorv : Sant Sebastian - Istan : Gufiros - Liù : En hou kavel
Damb d'iliz Karnasen savet etre 1420 ha 1464. Anavet mat eo he "Danse Macabre" livet ba keur an iliz.( An eil Danse Macabre ba Breizh zo ba Chapel Kermaria an Iskuit ba Plouha). Monique ya da gojal ivez a familh Pontkalleg. Ni ya da glevet tud a volonté-vat hag a oa o kempenn murioù kastel Pontkalleg, b'ar blead 1994.
Bet on bet 'ba Bodamo ba Pluergat ha degemeret on bet get Annie Jossec. Hi zo bet gannet ba tifeurm Bodamo hag he deus dalc'het an dachenn hag a zo b'ar familh a-c'houde gwerz zo. . Sonerezh : - Chim Le Dorze : Pe oen er park - Louise Ebrel : Ar micheriou coz - Roland Becker & Régis Huiban : Les idées heureuses