Etre Laoulan ha Zilieg e vimp hiriv eit an abadenn KM -mañ. Oet on tre bedeg ar Voustoer. Ur geriadenn ba Zilieg neuzen hag veze bras ha lan a dud en amzer gwezherell. Ba kreiz ar barkoù, pas pell doc’h departamant Aodoù an Arvor. Pa oen arriv e oe ur bare jiboecherion ba lod get an tier gouli ha delezet. Michel Bogard en deus degemeret ahanin ba e di dehon. Ha ni beus paset an amzer hon daou é kaojal a-ziàr
an amzer baset,
ar jist,
ar brehoneg ha traoù erell
Muzik :
Lann Pendavad
An Evnig Rouz
Skeduz - Tequila Pourlet
Ladaniva - Le Temps
Sleford Mods - No Touch
Un abadenn savet get Jañlug er Mouel
Me ‘m eus rankontret Emile Dioic gozik 20 vlez ‘zo. An den -sen oe da Bloue koste kistinenn plaen pas pell doc’h chapel St Visant. Ar vord ar Skorff. Me moe c’hoant da welaat mam brehoneg ha d’ar c’hours-sen e yaen da welet ar re ansion get ur gamera hag ur mikro eit o lakaat da gaojal. Emile noe digemeret ahanin ha ni boe paset un anderv èlsen. E kaojal hag é kaniñ. Emile oe ur sapre kanour. Ne vo ket graet ken. Emile zo oet d’ar bed-erell ar sizhun-man. Kavet meus ba archivoù Radio Bron gwened atersadennoù kaset da benn get MeB. Setu unan anehe. Ha kaojet vet get Emil àg
ar c’han,
ar vuhez en amzer gwezherell,
pardon St Visant ha traoù-erell
Muzik :
Emile Diodic - Pa oen àr pont an Naoned
Emile Diodic - Ar Velin Mekanik
Joseph Graignic - Mam Buhez lan a c'hlahar
Loig Troel - Primavera
Idles - Rabbit Run
Un abadenn savet ha kanniget get Jañlug er Mouel
Ar ribl ar vro pourlet a zo bet disavet Jean ar Go. Anavet mat vez an den-mañ geneoc’h dre ma oe bet klevet e vouezh ur wezh dija ba un abadenn Kreiz Mintin ar sizhun-mañ. Emañ e chom ba hanter noz bourc’h Langoned met e familh a za ag an abati. Ur c’hornad bro àr vordig an Ele etre Prizieg ha Langoned. Oet on da welet anehon eit kaojal un tammig ha heñ neus kemeret amzer eit displegin diñ un nebeudig a dra
Petra eo Kours Jean Go, er vicher Mestr skol
ar liammoù etre ar c’honje ba Skol ar barachutisted ha micher mestr skol eit bugale n’o deus ket bet chañs ba o buhez
an tier koed, ar filajoù, ha traoù a bep sort
Muzik :
Francine Perron - Boked Eured
Dañs ar Jaze - Kanac'h Laeron
Planchée - Zon Zon Zon
Fcuker - Homie don't shake
Un abadenn savet ha kanniget get Jañlug er Mouel.
Un euriad é varbotat get Lucienne Rigidel ha Yann-Charlez Kaodal : Choñjeù ha huneieù seblantus, fenomeneù drol, troieù fizik gwraet get ar veleion , ar loned hag o santimanteù, ar brezhoneg kostę Berdewi, ha defenn « an diaoul én ti » .
Sonenneù : Pierre Marie Jehanno / Georgette Thomas / Kanerezed Gregam / André Drumel
Emision kampennet get Maxime Morvan Crahé - KM20261103
Hanter noz hor vro ni. Ur wezh arre. An harzh etre ar vro pourlet hag ar vro Chtou. Ba eskopti Gwened eh amp c’hoazh. Jean Go zo ganet doc’h an tu-rell àg an Ele neuzen, tro dro d’an abati. Disavet a oe bet ba tachenn e dud du-sen. Chomet eo a-hed e vuhez labour ba ar skolaj a-fas an abati. Oet on tre beteg Langoned da atersiñ anehon. Kemeret en deus amzer eit kaojal geniñ a-ziàr benn
an Ekoloji , chanjamantoù an amzer, an dour
abati Langoned, e labour ba Skol Sant Mikel,
brehoneg ar vro hag ar brehoneg dre vras
Muzik :
Yves Calve - Gavotte mod Langoned
Crepillon / Bigot - Gavotte du Faoued
Ensemble Nautilis - Fañch Danno
Bertrand Belin - Seul
Un abadenn savet ha kanniget get Jañlug er Mouel.
Ar mor, ar bagoù, an dud. Breizh vez anavet mat er bed a-bezh dre he marteloded. Ar re-sen oe kustum da vont àr ar mor eit gounit o boued. Mont da besketiñ, d’ober koñverzh pe c’hoazh eit ar brezel. Ha just a-walh am eus furchet un tammig ba archivoù Radio Bro Gwened. Ha kavet am eus atersadennoù marteloded ar vro. Trawalh eit sevel un abadenn Trezolioù Kreiz Mintin. Da getañ e vo klevet
Mathurin Fily. Heñ neus paset ar brezel 39-45 àr bagoù.
Da heul e vo Marcel Maguer. Kaojet vo geton àg ar bagoù, ar brezel hag ar resistañs
Ba fin e vimp get Fernand ar Grel da Enezenn Groe – Hinnezh oe pesketour àr vag
Muzik :
Andre Drumel - Les trois marins
Farvaag - Gol Laleh Laleh
Fleuve - Aber
Un abadenn savet ha kanniget get Jañlug er Mouel.
Émission du jeudi en direct , avec :
Corentin Poulain, et sa chaîne YouTube "le breton en carton ", pour découvrir et apprendre le breton du coin de Moréac.
des infos, chansons, causeries et rigolades et le blind-test de la semaine : les boissons en chansons !
Chansons : Storlok / Mayra Andrade / Melanie Robic
Émission préparée par Maxime Morvan Crahé, animée avec JañLug er Mouel, Aodren Trehin, Corentin Bagot, Gwigner Bauché et Corentin Poulain.
__________________________________________________________________________________________
Un emision é béw èl bep Yeù :
" le breton en carton " get Corentin Poulain, ur chanenn YouTube aweit déskeiñ breton kornad Mourieg
doerieieù, sonenneù , barbotereħ ha kaket ... hag ur blind test : an evajeù ér sonenneù !
Sonenneù : Storlok / Mayra Andrade / Melani Robig
Emision kampennet get Maxime Morvan Crahé, animet asambl get JañLug er Mouel, Aodren Trehin, Corentin Bagot, Gwigner Bauché ha Corentin Poulain.
Un euriad é varbotat get Lucienne Rigidel ha Yann-Charlez Kaodan : ar skol gwerall, hé mamm-goħ, profesieù ar Roue Stevan, ar relijion, istoerieù a bep sort...
Sonenneù : Paotred Gregam / Lucie Gragnig / Ivarh / Roger er Floh ha kamaraded / Lisa Leblanc
Emision kampennet get Maxime Morvan Crahé
Un euriadig é komz get Thérèse Bailh, koħañ môuez é komun Laoulan, a-oude 80 vlę é Kenepion : Béweiñ ér pennhêr hiziw ha gwerall .
Muzik/ Sonenneù : Pascaline er Rouz/ Kanderaoù Laoulan / Maria Eon / Lors Jouin & Robert Kervran
Emision kampennet get Maxime Morvan Crahé
Gozig kant vlez… Ya gozig kant vlez. Naondeg vlez arn ugent da laret ar wirione. N’on ket oet pell. Ba kreizig bourc’h Ploue am eus rankontret Francine ar Brizh. A-us ar stal kigerezh moc’h he doe dalc’het aboe 1962. Serret eo bermañ met anavet mat e veze get toud an dud er vro. Gwellet he deus ur bochad traoù a-hed he buhe, me lar deoc’h. Ni beus bet bourrapl hon daou e laret kaer. Ni beus kaojet a-zivout.
an amzer durant ar brezel
ar moc’haj hag ar stal kigerezh moc’h,
ar rafl durant pardon Santez Anna ar C’hoed ha traoù-erell
ba fin an abadenn e vo klevet ur gronikenn anrejistret get Merwin ha Herri ar Borgn a-zivout brezhoneg ar Skorff
Muzik :
Pierre Cado - An Tavarnour
Mouk - Ar Paotr Arajet
Avaz e Setar
Angine de Poitrine - Fabienk Later
Un abadenn savet get Jañlug er Mouel