Gwilhom Tell a zo un istor bet skrivet e 1300 ha kontañ a ra istor Gessler a oa ur beli gwir dindan urzh ar familh Hasbourg. Er bloavezhioù-se e oa bet ur reveulzi e Helvetia, lec'h e oa staliet Gessler. Setu amañ mojenn Gwilhom Tell, an hini en doa nac'het soubliñ dirak tok Gessler hag en doa ranket tennañ ur saezh en un aval a oa bet lakaet war benn e vab, 100 metrad deusañ.
Ur marvailh helvetiat lennet amañ gant Sylvie Dunkan, kempennet gant Angels Gardella, troet e brezhoneg diwar ar c'hatalaneg gant Gwenola Ar beg-Rossinyol ha Gwenael Emelyanoffhag embannet gant An Here e 1993.
Salud deoc’h bugale, degemer mat en abadenn Kokennig ar son. Ha gwelet ho ‘p eus gleskerien pe raned, tousegi, gweronnelled ha sourded abaoe an abadenn diwezhañ ? Mintin-mañ omp gant Valentin adarre, tro-dro d’e boull-dour ! Pebezh plijadur bezañ e-touesk an divelfenneged. An divelfenneged a zo al loened a vev e div elfenn, elfenn an dour, hag elfenn an douar. Kregiñ a reont o vuhez en dour ha war-lerc’h e teuont maez da vevañ er c’hoadoù, pe un tamm en dour c’hoazh evit ar re a blij dezho neuial evel ar oueronelled.
Kendalc’het meump gant Valentin da dapout loenigoù ha da gomz diwar o fenn. Bern traoù a zo da zeskiñ war al loened gant Valentin !
Bet omp gant Valentin deus Ti ar C'hoadoù tro-dro d'ar poull-dour da sellet pizh deus an divelfenneged. Ar re se a zo ur familh gant pevar loen enni : ar sourded, ar oueronnelled, ar raned hag an tousegi. En abadenn gentañ e ouiomp hirorc'h war o doare d'ober uioù en dour, peseurt ment o deus, penaos e vevont er fin !
Deuit ganimp tro-dro d'ar poull !
Ha plij a ra deoc'h naetaat ho kroc'hen gant ur soevon ? Ha goût a rit penaos 'vez graet soevon ?
Mona Guyomard a zo farderez soevon. Bet omp o welet 'nezhi d'ober ur soevon blev ! Ha klasket meump ivez un nebeut respontoù da goulennoù an dud tro-dro deomp : penaos 'ra al loened evit bezañ propr ma ne implijont ket ar soevon ? Ha perak e vez klogorennoù gant ar soevon ?
Un tamm abadenn da selaou dindan ar strinkadenn !
Anavezout a rit istor Gron ya wail, pe Grace O'Malley e saozneg flour ? Ur piratez an hini eo, rouanez morlaerien ha morlaerezed bro Iwerzhon memes ! Ur sapre den, en deus stourmet a enep da rouantelezh Bro Saoz hag he deus dalc'het ar galloud war Bro Mayo, bro he zud e kornog enezenn bro Iwerzhon.
En abadenn-mañ e gontimp dit hec'h istor ! Deuit ganimp war morioù bro Iwerzhon er 17vet kantved.
Salud deoc’h bugale, degemer mat en abadenn Kokennig ar son !
Hiriv omp da vont en ur vro all, en ur c’houlz all da gompren ur skritur all : ar Ieroglifoù. Goût ‘rit petra eo ? Tresadennoù tud, alies e vezont gwelet deus ar c’hostez goût rit, a-skerb a vez lâret e brezhoneg flour. E Bro Egipt zo moaien da gavout ieroglifoù, an Egipt, bro ar faraoned, ar papyrus, ar stêr Nil.. Deomp eno neuze da gompren gwelloc’h ar skritur-mañ.
Hiriv en abadenn e vo moaien da c'hoarzhiñ 'kichen an tan ! Klevet e vo daou istor farsus bet kontet gant bugale 'kerzh beilhadegoù Bro Dreger : istor ar bilulennoù da yaouankaat hag hini ar miliour. Hag evit echuiñ e vo kontadenn ar gornandoned, kontet gant Tangi Yikel.
Aï eo ar 24 a viz Kerzu, eil devezh vakañsoù, sur walc'h oc'h enervet mat hag e vez glav puilh er maez. Setu neuze un tamm abadenn evit kontañ e pleg ho skouarn un nebeut istorioù goañv. Hiriv en abadenn e vo klevet ar gronikenn Loenig Loen war an erevent ha goude e leno Nolwenn ha Tomaz deoc'h daou levr : Pa ra glav ha Kaoc'h 'benn fin !
Hiriv evit an abadenn gentañ kerzh vak fin ar bloaz, e vo komzet deus al laboused. Da gentañ e vo klevet un destenn bet skrivet gant Madalen an Amour war al laboused goañv a gav en he liorzh, da c’houde e vo ur gronikenn anvet Loenig Loen gant bugal o tisplegañ petra eo ar fenised, goût rit, al labous a zo kat da advevañ goude bezañ bet devet. Bez e vo ivez un tamm preder war ar fed reiñ boued d’al laboused ‘pad ar goañv, ha petra reiñ de’ da zebriñ, hag evit echuiñ an abadenn e vo klevet istor Lilwenn hag al labous.